Buhez ar Sent/1912/Jaoua

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Albin Jaoua Gwennole   ►


Sant Jaoua


Eil devez a viz Meurz


SANT JAOUA
Eskob Bro-Leon



Jaoua a oa ginidik eus an Iverzon [1]. Ober a reas e studi gant sant Pol, en Breiz-Veur, ha diskenn a reas gantan en Breiz-Izel. Douaran rejont en bro Talmeze. Bezan e oa gante beleien ha menec’h. Er vro-ze, e oa neuze eur c’hoat bras ; sant Pol hag e ziskibien a zavas ennan pep-hini e beniti.

Jaoua an evoa savet e hini e-tal eur feuteun, dour-sklêr ar garreg o redek anezi. Gwasan oa, an eienen-ze he

devoa eur perc’hen-all, eur c’hôle goue, hanvet amboubal

er skridou koz, hag al loen-ze ne oa ket jalet da rannan gant den e beadra. Peniti Jaoua a lakas anezan da benn-foli. Epad ma oa êt ar manac’h da bedi gant e vreudeur, hen, gant e gerniel, a ziskaras mogeriou mouded e amezeg, hag a zismantras e doen brankou. Ar manac’h, en dizro, a adsavas e di ; an amboubal, kounnaret gwasoc’h gwaz, hen diskaras eun eil gwech.

Daou Vreton ’oant o daou, pennou kalet eta ; hini ebet aneze ne c’houlenne plegan.

Peder gwech oa bet savet ar peniti, ha peder gwech oa bet freuzet. Jaoua, skuiz, a reas e glemmou da zant Pol.

— Ro d’in da lochen, eme heman, ha kemer ma hini.

Diouz an abarde, an amboubal, pa welas an den santel war bennou e zaoulin dirak al lochen, a c’hourvezas mezek e-harz e dreid. Pol a reas sin ar groaz warnan : tec’hel a reas en dônder ar c’hoat, hag abaoue, ne oe gwelet doare ebet d’ezan ken.

Goude bezan tremenet eur pennad er vro-ze, a hanver abaoue Lambol-Witalmeze, Jaoua, da heul e vestr hag e genvreudeur, a dreuzas an Aber-Benniget hag an Aber-Wrac’h hag a zigouezas en Kastel.

Eno, sant Pol a oe grêt eskob Leon, ha Jaoua a roas an dorn d’ezan da astenn dre ar vro rouantelez Jezuz-Krist. Hanvet e oe da abad en manati Ak, ha goude-ze, en manati Baz.

Evel m’oa bet mat ha karantezus evel Jezuz-Krist, etouez an dud m’oa bet o kelenn, e oe habask hag izel a galon etouez ar venec’h, e vreudeur, an evoa da ren.

Sant Pol, deut da vezan dinerz, a c’hoantaas rei an dilez eus e garg, hag a zibabas Jaoua da bignal en e gador. Mes a vec’h ma oa bla abaoue ma oa azezet warni, ma nijas da gemer e ziskuiz en baradoz an Otrou Doue, o lezel, en kreiz ar c’hanv hag ar gouelvan, sant Pol a gare anezan evel e vab, hag ar bobl m’oa bet evitan, abaoue e yaouankiz, eur skouer da welet hag eun dudi da glevet.

Korf sant Jaoua a oe sebeliet en Plouvian, ha divezatoc’h, e oe savet eur chapel war e ve.
————


KENTEL


An dud a benn


Mar kollomp, ni, kristenien, gant enebourien Jezuz-Krist, n’eo ket abalamour m’hon defe nebeutoc’h a nerz, nebeutoc’h a spered ha nebeutoc’h a zanve evite, mes, m’oar vat, abalamour m’hon deus nebeutoc’h a benn.

Petra eo eta an dud a benn ?

An dud a benn eo ar re a oar gouzanv, stourm ha gortoz.

I. — Ar re goz a lavare :

Gouzanv an dud hag an amzer
A zo daou dra red da ober.

Ma ne wellaer ket an amzer o youc’hal warnezan, e fallaer an dud o kounnari oute ; poan e ve gant an amzer, poan e ve gant an dud, mes red eo kaout poan en eun doare pe zoare. Etouez ar muian drein eman ar braoan roz.

An den n’an eus bet poan ebet en e vue, n’eo den ebet ; seul-vui e ver bet kizellet gant kizel ar boan ha seul-vui den e ver.

II. — Tud a zo hag a oar gouzanv, mes betek re eo e c’houzanvont, rak a-wechou, stourm a zo ken red ha gouzanv ; stourm hep digare a zo bezan trabaser ; chomp hep stourm, pa ve digare, a zo bezan didalve ha lez-ober.

Tud a zo, ne reont van ouz netra ; ha goude ma welfent trei ar bed holl war an tu gin, ne lavarfent ger.

Si a gavont, avat, en kement hini a stourm ouz an droug ; ar re-man ’ zo tud a vrezel, war a lavaront ; i, avat, diouz o c’hlevet, a zo tud didrous.

En gwirione, didrous int, rak kousket int en mailhuren o leziregez. An dud-ze n’int ket tud a benn, stroberien n’int ken ; an dud a benn a gar hag a oar stourm, pa ve red.

III. — An dud a benn a oar gortoz.

Darn a zo hag a gred eo dleet d’eze kaout ar viktor d’ar c’hentan tôl skoa ha d’ar c’hentan tôl teod a zistagont, hag a zo souezet, zoken, o welet an nebeut a chenchamant a zo deut war o lerc’h.

An dud a ve kollet a vagadou
Ha salvet a hiniennou.

An droug a ve grêt en berr-amzer ; ar vad a deu divalo ; hag an dud a oar gouzanv stourm ha gortoz, ar re-ze, hepken, hen digas. Red eo sevel goude al lamm kentan, goude an eil, goude an trede ; sevel hirie, varc’hoaz ha bepred. An dud a benn eo a gas an treo endro, war an douar-man ; an dud berboellik a ra niver, ha netra ken :

Bezomp bepred
Bretoned,
Bretoned, tud kalet.

  1. En galleg. Irlande, Hybernie, pe Erin.