Buhez ar Sent/1912/Gwennole

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Jaoua Gwennole Kasimir   ►


Trede devez a viz Meurz


SANT GWENNOLE
Kentan Abad Landevennek (461-532)



En amzer-ze, e oa eun den brudet, e hano Fregan, kenderv ar roue Breizad Katoui...

» Gant e zaou oanig, da lavaret eo, e zaou vab, Gwezenok ha Jakut, hag o mamm Gwenn, hag eun nebeudik tud-all, e treuzas mor Breiz, oc’h ober hent warzu Bro-Arvor, a oa disheoliet mat d’ar c’houlz-ze gant ar c’hoajou bras a c’holoe anezi eus an eil penn d’egile.

» Douaran ’ reas en porz Brehak, war-dro pemp heur diouz an abarde. En em lakat a reas raktal d’ober eur bale en douarou tostan. Dizoloi a reas eur mêzou, bras awalc’h da c’hallout sevel ennan eur ploue, gwaskedet gant ar c’hoajou, klozet tro-dro gant ar strouez ha douret gant dour stêr ar Gwad. Sevel a reas eno e lojeiz. »

Hepdale, niver ar re a oa gantan a greskas. Eleiz a zanve o devoa : Ploufregan, ar gentan parouz pe ar c’hentan Ploue a zo hano anezan en Breiz, a oa savet (460).

Eno eo e lakas Gwenn eun trede bugel er bed. Hanvet e oe Gwennole gant e dad. Tleout a rê bezan unan eus an dud a lezas dônan o roudou en douarou Breiz.

Da seiz vla, Gwennole a oe kaset d’ar skol gant sant Budok, da enezen Laure. Gwech an amzer, ar pôtr a deue, koulskoude, da welet e gerent, hag eun dro bennak da vihanan, e c’hoarvezas eun neventi, epad ma oa er gêr, hag a roas da anaout ar c’halloud an evoa dirak Doue.

Eul leo diouz Ploufregan, en park an derven, e oa deut da chom eur Breizad-all, e hano Rhigall. Na Fregan, na Rhigall ne oant gwell droet gant al labour-douar ; troetoc’h kalz e oant gant ar c’hezeg. Hogen, en amzer-ze, e oa kezeg goue, a vandennou, o redek en dônder ar c’hoajou ; gant dreven ha lien e veze tapet ha kabestret ar re yaouankan ha stummet kaeran, ha, dre forz preder e teued a benn d’o donvât.

Fregan ha Rhigall a deuas evelse da gaout peb a varchosiad kezeg kaer ; mes dalc’h-mat e save tabut etreze
da c’hout da biou oa ar re vuhannan. Setu m’en em glevjont eta, eun devez, d’ober eur redadeg gant ar re wellan a bep tu. Kement-se a oe grêt, da gredi eo, war an trêz ; reier an torrôd oa ar pal. Pôtred yaouank skanv a bign war ar c’hezeg, mes ar re-man, o vezan ne oa ket barrek kaer ar re a oa gante, e lec’h mont war eün gant o hent, a yee a-gle hag a-zeou. Eur marc’h hepken, war e gein Maël, mab yaouank Konomaël, gwestegnet ha reizet gwelloc’h gant e varc’heg, a gerz eun tenn etrezek al lec’h a oa da dizout. Tud Fregan, o welet kement-se, o vezan ma oa Maël diouz o zu, a oa lorc’h ennê hag a lakas an hekleoiou tro-war-dro da dregerni gant o youc’hadennou laouen.

Mes siouaz, ar marc’h, o tostât ouz ar pal, a zirollas hag a yeas, a benn-kaer, d’en em strinkan war ar reier elec’h m’en em lazas. Ar marc’heg, stlapet d’an traou ha torret e izili, a gollas e anaoudegez, ha darn a gredas e oa maro. Neuze, al levenez a droas en gouelvan.

Gwennole a oa eno, deut da welet ar gouel. Pedi rejod anezan da gemer true ouz Maël.

Diskib yaouank sant Budok a deuas a benn, dre e bedennou, da zivatan ha da barean, en eun tôl, e vignon reuzeudik.

Gwennole an evoa neuze ugent vla. Daou vla goude, e kimiadas diouz e vestr karet hag e teuas, gant unnek eus e ziskibien, da ziazezan ar c’hentan lann pe ar c’hentan manati a zo hano anezan war douar Breiz-Izel ; hini Landevennek.

« Savet eo en eul lec’h klouar ha brao. Ar c’hentan a wel er vro ar bleuniou o tigeri, an divezan a wel an deliou o kouezan, eul liorz gwaskedet ouz peb avel ha marellet gant bleuniou a bep liou. »

Eno, Gwennole hag e vreudeur a ziskaras gwe, a zavas eun iliz ha peb a beniti endro d’ezi, a droas an douar hag a hadas anezan.

Ar re gentan oant o tont da chom er c’horn-douar-ze ; kemer a rejont ar pez a blije d’eze. Ar vrud eus Landevennek hag eus e abad a yeas betek Kemper elec’h ma oa ar roue Grallon o chom.

Grallon ha Gwennole a deuas da vezan mignoned bras, ha labourat a rejont o-daou da gristenan Bro-Gerne ha da ziazezan eur gador-eskob en Kemper, gant Korantin warnezi, da gentan.

Daoust ma oa trec’h, hag a-bell, d’e venec’h, dre e c’halloud hag e ouiziegez, Gwennole a oe bepred izel a galon, evel eur bugel, ha troet gant ar binijen. Bara heiz oa e vagadurez ; eur c’holc’hedad krec’hin gwez e wele ; epad ar c’hoareiz, ne gemere nemet daou bred er zun.

Mes daoust ma oa striz en e genver e-unan, ne oa ket rok en kenver ar re-all ; ne oa ket uheloc’h an eil ger d’ezan evit egile. Bepred e veze laouen ha netra n’helle strafilhan e ene.

Gwennole a varvas er bla 532. O c’houzout e oa tost d’e dremenvan, daoust ne oa ket klanv c’hoaz, e vodas e venec’h hag e kimiadas dioutê. Goude-ze, e lavaras an oferen hag e kommunias dindan doareou ar bara hag ar gwin. Neuze, en e zav en kreiz an ôter, harpet war daou eus e venec’h, e tremenas hep poan, d’an 3 a viz meurz.

————


KENTEL


An dristidigez


Sant Gwennole a veze laouen dalc’h-mat ; e boaniou an evoa koulskoude, evel ma ’n eus pep den, mes n’hellent ket noazout ouz peuc’h e ene ; kemeromp skouer warnezan, rak an dristidigez a zo unan eus ar c’hlenvejou gwasan a c’hell kregi en den !

An dristidigez a bella ar Spered-Santel, rak ar Spered-Santel eo al levenez memes, hag abalamour da ze, e ve lavaret eus eun den hag an eus levenez gwalc’h e galon, eo laouen evel ar Spered-Santel.

An dristidigez, ma lak ar Spered-Santel da bellât diouz an ene, n’eus ket par d’ezi, war dâl eun den, kennebeut, evit lakat an drouk-spered da dostât outan.

Bep gwech m’en em laouennaomp herve Doue, bep gwech e roomp eur laz d’an drouk-spered, eme Origen. Quoties in Deo gaudemus, toties diabolum flagellamus.

An dristidigez, ma ra droug ha droug bras d’an ene, ne ra ket a vad d’ar c’horf kennebeut, pell ac’hane. Ma lak an ene da gouezan prim etre skilfou an drouk-spered, e lak ive ar c’horf da gouezan en tenvalijen ar be, kentoc’h evit ne oa dleet : an dristidigez eo c’hoar ar follente.

Gwelet ho peus bet, marteze, ar c’hreiz hag an traou eus ar meneziou uhel, goloet a goumoul, skoet gant barrou arne spontus, epad ma ve o c’hribennou beuzet en sklerijen dudius an heol. Evelse e tle bezan hon ene, en kreiz hon brasan poaniou a gorf, a spered, pe a galon ; laouen bepred, ha daoust da bep tra, rak, eme sant Fransez a Zal, eur zant trist a zo trist e zantelez.