Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Gouel ar Relegou santel

Eus Wikimammenn
◄   Trifina ha Tremeur Gouel ar Relegou Santel Dedi iliz Hon Zlaver   ►


Eizvet devez a viz Du


Gouel ar Relegou Santel [1]



Burzudus eo Doue drezan e-unan, ha burzudusoc’h c’hoaz pa ve kurunen e zent endro d’ezan.

An dud dife o deus lavaret en o c’halon : « Eur wech maro, maro mat.» An dra-ze n’eo ket gwir.

Eun dra bennak a zo ennon, dishenvel diouz ma c’horf, eun dra ha n’en deus na ment, na liou, na pouez evel ma c’horf ; n’en deus na kig, nag eskern, evel ma c’horf ; n’en deus ezom ebet da zibri na da evan, evel ma c’horf, hag an dra-ze eo ma ene.

Eun dra bennak a zo ennon, ne gouez ket dindan ivinou an amzer ; a ya en eun hunvre, eus eul lec’h d’eun all ; a anave piou a gas ar bed endro, hag eleiz a dreo-all ha ne wel ket ar c’horf aneze, hag an dra-ze eo ma ene.

Eun dra bennak a zo ennon, trec’h d’am c’horf, a lak anezan en pinijen, hen ha ne c’houl kaout nemet plijadur ; a stlejo anezan zoken, ouz red, d’ar maro, [2] hen ha ne c’houl nemet bevan, hag an nerz-ze a zo ’n em diabarz, o rei bue d’am c’horf hag o vevan eus he bue he-unan, eo ma ene.

Disparti a c’hall dont etre ar gwad, ar c’hig, an eskern hag ar c’hant ha kant tra-all a zo oc’h ober ar c’horf, hag an dra-ze evitan eo ar maro. Mes an ene ’n eus na ment, na liou, na pouez ; dre n’eo ket grêt a dammou, n’hall disparti ebet dont ennan ; hennez a zo holl a-unan ; hennez a chomo en e zav, beo buek, ’us da dismantrou ar c’horf ; hennez a zo divarvel, hag an dud dife a glever a-wechou o lavaret : « Eur wech maro, maro mat », ne glaskont en em lakat, en renk an anevaled, nemet evit gallout, evel ma lavar Bossuet, bevan evel anevaled.

Ar maro eo gouel Nedeleg an ene da vue ar bed-all : dies natalis ; rak-se ’ta, goude e dremenvan, an den n’eo ket maro mat : e ene a vev, hag e gorf, zoken, n’eo maro nemet evit eur pennad. Sevel a reio adarre.

Adam an eus digaset ar maro. Jezuz-Krist, an eil Adam, an eus digaset ar rezureksion. Grêt en deus pep tra eveldomp, nemet an droug. Ni a raio pep tra eveltan, rak hen eo hon skouer, ha p’eo gwir eo savet eus a varo da veo, ni ive, eun de, a zavo eus hon beziou, leun a c’hloar, ma vezomp bet sentuz ouz e c’hourc’hemennou, ha leun a vez, ma vezomp bet dizent.

Sevel a refomp gant ar c’horfou hon devo bet war an douar. Doue a viro hon eskern, ha hini ebet aneze ne vezo torret. N’eo ket dleet d’imp eta kaout aon rak ar re a laz ar c’horf ha n’hallont ket mont pelloc’h ; kemeromp aon, kentoc’h, rak ar re a laz an ene, hag a stlap an den war e benn en ifern. N’eo ket dleet d’imp kaout aon ; Doue a viro hon eskern, ha n’eus forz pegen bruzunet e vefent bet epad hon bue ha war ar maro, ec’h ouveo adober aneze ken brao, ma ne vo ket anat, zoken, e voint bet torret ; Doue a viro hon c’horf gant preder, ha kontet en deus, zoken, kement bleven a zo en hon fenn : « Capilli capitis vestri omnes numerati sunt » [3].

Sevel a refomp ; an Iliz hen embann, credo... carnis resurrectionem. Sevel a refomp : dleet eo. Eur spered hepken n’e ket eun den eo. An den n’eo den, nemet pa ve en e bez, e gorf unanet gant e ene. Ar c’horf en deus bet peurz en droug ; ar c’horf en deus bet peurz er vad ; dleet eo en defe peurz en poaniou hag en evurusted an ene.

Sevel a refomp : an drompilh a zono, ha ni a vezo adneveaet. Doue a zigoro hon beziou ; tennan a ray ac’hanomp eus an denvalijen ; lakat a ray nervennou ha kig war hon eskern, gant kroc’hen war c’horre ; digas a ray enne hon eneou, hag e vevfomp, hag e welfomp eo Doue Doue ar re veo ha nan Doue ar re varo, hag e c’hallfomp lavaret d’an ankou : « O ankou, pelec’h eman da c’halloud ? Pelec’h eman da vroud ? »

An haden ne deu ket da vevan anez breinan en douar ; hon c’horf ne deuio ket da gaout eur vue neve, anez tremen dre ar be. Mes er be eman ar vue, ha pa deuio heol ha gliz an Otrou Doue da baran ha da gouezan war ar be-ze, ar vue a zavo hag a vleunio ennan adarre.

Sevel a refomp euz hon beziou, ha ma vezomp sent, hon c’horfou glorius n’o devo poan ebet ken ; skedusoc’h e vefont evit an heol ; treuzi a refont ar c’horfou kaletan, ha skanvoc’h e vefont evit ar bluen.

Sevel a refomp, hep mar ebet. Lavaromp eta da Zoue : « Otrou, kresket ennomp ar fe er rezureksion, c’houi hag a ra burzudou en kenver relegou ho sent, ha grêt m’hon devo peurz er gloar peurbadus e kavomp ar promese anezi el ludu a enoromp. Evelse bezet grêt. »

————


KENTEL


An devosion d’ar relegou santel


Pobl Doue, en amzer goz, a anaveze an devosion d’ar relegou. Lenn a reomp er Skritur-Zakr [4] : « Eskern Jozef a zo bet miret gant preder en Ejipt ; anat e oa dioute e ouie an amzer da zont, p’eo gwir int bet digaset d’ar Jude, evel m’en devoa lavaret. »

An Iliz, a holl viskoaz, a zastumas gant doujans relegou he bugale, o c’houzout ervat int bet templou ar Spered-Santel hag e savfont adarre leun a vue. En eul lizer skrivet gant ar merzer Polykarp da gristenien Smyrn, e welomp eo « eskern ar zent skedusoc’h eget ar perlez ha glannoc’h eget an aour, hag eo red o dastum hag o c’hlozan en eul lec’h dereat. »

« N’adoromp ket relegou ar verzerien, eme sant Jerom, mes o enori a reomp, evit adori, dre eno, Otrou ar verzerien. Enori reomp ar zervijerien, abalamour d’an enor da bignial dreist e betek o mestr. »

An devosion da relegou ar zent a zo herve ar skiant vat : An neb a gar unan bennak, eme sant Thomas, a gar kement a chom war e lerc’h goude ar maro ; rak-se, e tleomp enori relegou ar zent a zo mignoned an Otrou Doue, hag hon difennourien dirakan. »

An devosion-ze a zo unan eus ar re a blij ar muian da galon an Otrou Doue, ha mil ha mil gwech en deus hen diskouezet, kemend all a viraklou a zo bet c’hoarvezet hag a c’hoarvez bemde e-tal beziou ar zent.

Enoromp eta ar relegou santel a zo war hon ôteriou, dreist-oll pa vezont douget en prosesion ; enoromp relegou hon tud koz er vered ; daoulinomp bep sul en harz o beziou ; dalc’homp aneze kempenn ; lakomp warneze skridou brezonek [5] ha kristen ; lakomp, zoken, gened ha c’houez vat ar bleuniou d’o gwiskan. N’eo ket mat kuruni ar re varo : da Zoue eo ober an dra-ze ; mes eun dra gaer eo gwelet fuilhan al lili hag ar roz endro d’o relegou.



  1. Ar gouel-man a ve grêt bep bla en Iliz, d’ar zul war-lerc’h gouel an Holl Zent.
  2. Setu ar pez a ra ar verzerien, a skuilh o gwad evit Jezuz-Krist, n’o deus anavezet, peurliesan, nemet dre zaoulagad o ene.
  3. Lukas XII, 7.
  4. Eccl. XLIX. 18. Ossa ipsius (Josephi) visitata sunt et post mortem prophetaverunt.
  5. Piou a gredfe bezan en Breiz, pa lak e dreid en eur vered eus hon bro ? Daoust hag ar yez a zo bet da bedi Doue n’eo ket mat da lakat war eur be ? Bezomp eta Bretoned en peb lec’h, zoken en hon berejou !