Buhez ar Sent/1912/Trifina ha Tremeur

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Iltud Trifina ha Tremeur Gouel ar Relegou Santel   ►
Santez Trifina ha sant Tremeur
Seizvet devez a viz Du


Santez Trifina ha Sant Tremeur



Nebeut eus ar zent ganet en Arvorig a zo bet muioc’h brudet ha karet gant o c’henvroïz evit santez Trifina ha sant Tremeur.

Gwerok a rene war bro Gwened (500-550) : bezan ’n evoa eur verc’h hanvet Trifina kelennet gant sant Gweltas, houman oa eur skouer a furnez hag a zoujanz Doue. Ar c’homt koz hag a anaveze an tensor roët d’ezan gant an Otrou Doue, a gare e verc’h dreist e vugale-all, hag a glaske eviti eur stad uhel.

Komor, [1] roue bro Keraëz, a welas eun de Trifina hag he c’hoantaas da bried, gonezet dre he gened, he furnez, marteze ive dre ar c’hoant da gaout komtach he zad, ha da vezan mestr da Vreiz. D’eun hevelep goulenn, Gwerok a deu spont d’ezan : « Penôs rei ma merc’h da fallan den ar vro ? » Rak Komor, den didrue, dife, a laze e briejou, war lavariou fôz ar zorserien : « Diwallet, Komor, emeze, gant eur mab d’ac’h e vefet lazet ! »

Evit dalean, Gwerok a respontas da Gomor : « N’ho pezo ket ma merc’h Trifina da bried, ma ne deu an den santel Gweltas d’he goulenn en ho hano. » Galvet eo Gweltas d’ar palez gant aon na zavje brezel etre an daou brins, e lakas Gwerok d’asanti.

Na badas ket pell ar garante a zeblante Komor kaout evit e bried yaouank. Trifina oa o vont da vezan mamm d’eur bugel, ha
Komor na c’houlle ket an enor da vezan tad. Sellet a ra breman a-dreuz ouz e wreg. Ar brinsez a renk sonjal terc’hel da di he zad : « O ma Doue, eme Trifina, pebez stad truezus eo ma hini ! Mes ne dlean ket en em glemm, rak pep tra eus ho polonte zo grêt evit ma evurusted. »

Beure mat ha didrous, e tilez Trifina ar c’hastel mes hepdale ive Komor a glask e bried. Pa oar eo tec’het kuit, gant kounnar e lamp war e varc’h, hag arôk pell e tap en eur c’hoad Trifina. Nag he zellou glac’harus, nag he fedennou, netra ne denera kalon Komor evel eur blei gant eun danvad, dre eun tôl kleze e lemm digant ar brinsez he bue.

Pelec’h e c’hoarvezas an torfed-ze ? War douar parouz Santez-Trifina, pehini he deus c’hoaz be ar zantez hag he relegou.

War-lerc’h e dorfed, Komor a red da Gastel-Finanz, savet ’us d’ar Blavez. — Servijerien a gas d’he zad kelo eus muntr Trifina. Gwerok a c’halv Gweltas :

— D’eur bourreo, e laras hen, hoc’h eus roët ma merc’h ; ar bourreo an eus he dibennet.

— Gloar a deuio da Zoue, eme sant Gweltas, eus ar muntr a ra ho klac’har.

Daoulinan ra ar manac’h dirak ar c’horf maro, ha goude eur beden, e lar : « Trifina, en hano an Drinded santel, me hen gourc’hemen d’ec’h, savet ha bevet adarre. » Ha setu ar c’horf maro o sevel leun a vue evel gwechall.

Benn eun nebeut amzer goude, oe galvet c’hoaz sant Gweltas da skuilh dour ar vadeziant war dâl ar bugel a c’hanas Trifina : « Tremeur, eme ar manac’h, a vo e hano evel eun êl e vevo evurus e vamm hag e vro ! »

Betek an oad a bemp bla e chomas gant e vamm goude oe kaset d’abati sant Gweltas, da Rhuis. Neuze Trifina en em dennas en eur manati leanezed, elec’h ma varvas leun a veritou.

En berr amzer, Tremeur, desket gant sant Gweltas, oa deut da vezan eur bugel santel. Eur zulvez, an 8 a viz du 554, ma oa êt da vale war ar mêz gant ar skolaerien-all, Komor en em gavas gantan, hag an tad digar a dibennas e vab evel an evoa dibennet e bried.

Parouz Santez-Trifina he deus an enor da gaout be ha relegou santez Trifina ha sant Tremeur, he fatroned. Ar chapelig savet war o be zo darempredet gant kalz a gristenien. Epad miz mae, mammou ar vro a digas o bugale vihan war o be, ha meur a vugel an eus grêt eno o c’hammejou kentan.

Pardon ar zantez a ve grêt an 21 a viz gouere, devez berz evit ar barouz. Pardon sant Tremeur a ve lidet ar zul kentan a viz mae.

————


KENTEL[2]


Deveriou ar priejou an eil en kenver egile


Ar priejou a dle en em glevet : trouz ebet kammed ; en em garet herve Doue, rak en em garet eneb Doue n’eo ket en em garet eo.

Arabad dimezi nemet gant unan hag a anavezer mat. « Kemer da bried, a lavare eun den fur, etouez da vignoned, etouez da amezeien, etouez tud ar barouz, ha ne vezi ket tromplet. » Ar re goz a lavare : « Ar gedon a-bell a ya holl da lern. »

Ar priejou a dle c’hoaz en em bardoni. N’eus parkad ed ebet, ha ne vefe ennan eul louzaouen fall bennak ; red eo dilouzaoui an douar. N’eus ti ebet ha ne vefe ennan eur gomz rok bennak ; red eo en em bardoni.

Fachet Mari, ne lavar ger ;
Troet he fenn ouz ar voger.
Mouzet Yannig ha du e dâl
Tost eo an arne da strakal.

Arabad fachan, arabad mouzan. Arabad chom mouzet, rak n’eo ket brao. En em zispartian n’hellet ket. Ha pa rafec’h, ne vefec’h ket gwell, pell ac’hane.

Eur c’houezaden war an tamm koummoul-ze, ha peuc’h en ti, en hano Doue !



  1. Komor pe Konomor.
  2. Tennet eus skridou an ôtrou Quere, ar prezeger bras, ganet en Plouenan ha marvet person en Kastellin.