r bla 312, an impalaer Konstantin, den tuet war ar relijion gristen hep bezan kristen c’hoaz e-unan, a oa o vont da stourm ouz Maxanz, e enebour-touet, daoust d’ezan da vezan e vreur-kaer.
Eun devez goude kreiste, en Bro-C’hall, war a greder, eur groaz skedus a baras ’us d’an heol, gant ar geriou-man a-us d’ezi : Dre an dra-man e c’honezi.
Ar gwel-ze a lakas da estlammi an impalaer hag ar zoudarded a oa ouz e heul hag a oe test eveltan eus ar burzud. Klask a rê gouzout petra verke kement-se. En noz war-lerc’h, en eun hunvre, Jezuz-Krist a ’n em ziskouezas d’ezan hag a gemennas d’ezan ober eur banniel war skouer ar groaz skedus en devoa gwelet en nenv, hag a vije douget en penn an arme.
Konstautin a zentas. Lakat a reas ober eur banniel a oe lezhanvet Labarum, he zroad en kroaz, gant lizeren gentan hano ar C’hrist ’us d’ezi en eur gurunen aour.
D’an 28 a viz here, e trec’has war Maxanz, en kichen Pont Milvius ; en miz genver war-lerc’h, e rê eun embann en Milan (313) da rei d’an Iliz, goude eur stourmad hag a bade daou-c’hant hanter-kant vla a oa, al liberte hag ar madou a oa bet laeret diganti.
En penn rouantelez Rom, eus c’houec’h den a oa bet eur pennad, ne chome mui nemet daou : Konstantin, impalaer ar C’huz-heol, ha Lisinius, e vreur-kaer, impalaer ar Zav-heol ; re oa c’hoaz. Lisinius, evit ober an heg ouz Konstantin, a ’n em lakas da wall-gas ha da lazan ar gristenien. Brezel a zirollas ; Lisinius a oe trec’het, diskaret ha lazet (324). En doare-ze, Konstantin, ar c’hentan impalaer kristen oa mestr bras an douar, ha banniel ar groaz a zispakas he flegiou binniget ’us da rouantelez Rom a-bez.
Konstantin, dleour evel ma oa d’ar groaz eus e c’honidou, en devoa devosion eleiz eviti. Helena, e vamm, n’he devoa ket nebeutoc’h, hag er bla 326, prest goude konsil-meur Nise, ec’h eas da Jeruzalem, daoust d’he zri bla ha pevar-ugent, da glask relegou ar wir groaz.
War mene Kalvar, dindan dismantrou Templ Venus, savet eno gant ar baganed da guzan roudou Jezuz-Krist, e oe kavet ter groaz. Hep mar ebet, an ter groaz-ze oa hini hon Zalver ha re an daou laer ; mes penôs o anaout an eil diouz eben ? Ar skrid a oa bet staget ouz ar groaz kreiz ne oa mui outi.
Neuze Maker, eskob Jeruzalem, goude bezan pedet kalonek, a dostaas ar c’hroaziou, an eil goude eben, ouz eur wreg klanv ; goude touch an diou gentan ne reas tamm gwell ebet ; mes dal ma oe tostaet an drede, ar glanvou-rez a ’n em gavas pare.
En doare-ze, e oe anavezet ar wir groaz. Helena ne viras nemet eun tammik anezi ha daou dach, hag a roas ar rest da eskob Jeruzalem. Ar c’helou-ze a reas eur blijadur dreist-muzul da Gonstantin ; rei a reas urz da zevel raktal eun iliz kaer war be Hon Zalver, ha difenn a reas stagan den ebet ken ouz ar groaz.
Jezuz-Krist a gavas e groaz o tont war an douar. Dal ma c’hourvezas e gorf a vugelig war blouz kraou Bethleem, e welas anezi, ha kerkent e stagas outi e galon zakr.
Tregont vla a dremenas en Nazareth, mes epad an amzer-ze ne zizroas ket e spered diouz mene Kalvar ; epad an tri bla a dremenas o prezek ar fe, e komzas alïes eus e varo. P’eo en em ziskouezet d’al leanez Mac’harit-Mari, ar groaz a lufre ’ us d’e galon.
N’eus den ebet ha ne gavfe ket e groaz war an douar-man. Ar roue kouls hag ar pab ; an den gouiziek kouls hag an den dizesk ; ar pinvidik kouls hag ar paour a gav ar groaz war o hent, ha pep den a zo grêt e hini d’ezan diouz m’eo goest da zougen.
Evel Jezuz, hon mestr, daoust ha karet a reomp hon c’hroaz ? Daoust ha ne glaskomp ket en em zizamman diouti ? Daoust ha n’en em glemmomp ket, war digare m’en em gavomp sammetoc’h evit hon nesan ?
An neb a goll e groaz a goll e gurunen. Etre daouarn Jezuz-Krist, ar groaz oa alc’houe ar baradoz, hag abalamour da ze e kare anezi. Etre daouarn pep-hini ac’hanomp, ar groaz a c’hell bezan skeul ar baradoz, hag abalamour da ze, karomp ha dougomp anezi a galon vat : seul-vui he stlejfomp ha seul-vui e vezo ponner ; seul-vui he zougfomp sonn hag uhel, ha seul-vui e vezo skanv.