◄ Philip ha Jakob | Athanas | Gouel ar Groaz kavet ► |
entan hano a gavomp en skridou kristen ar pevare kantved eo hini Athanas, a reas muioc’h gant e spered, evit kreski relijion Jezuz-Krist, evit Konstantin gant e holl c’halloud. Genel a reas en Alexandri, er bla 297, hag Alexandr, eskob ar ger-ze, hen savas en e lez hag a lakas Origen ha sant Anton d’e gelenn. Unan a reas anezan eun doktor ; o-daou e rejont anezan eur zant.
En amzer-ze (318), Arius, person eur barouz eus kêr Alexandri, a lavaras gaou en e gelennadurez war Jezuz-Krist. Evitan, Hon Zalver, elec’h bezan Mab da Zoue, ne oa nemet ar c’hosan, ar c’haeran hag ar zantelan eus e grouadurien.
Eskob Alexandri, sant Alexandr, skoazellet gant Athanas, en devoa neve grêt avieler, a enebas start ouz Arius ; o welet n’helle ket dont a benn anezan, e vodas eur c’honsil en Alexandri (320). Kelennadurez Arius a oe kondaonet.
Heman a dec’has neuze etrezek ar Palestin hag a gavas digemer en Nikomedi. Ac’hane e talc’has da brezek e gelennadurez foz. Pa deuas di Konstantin da chom, goude bezan trec’het Lisinius (323), n’hallas ket chom hep zoursial eus an tabut a oa savet en Iliz ar zav-heol, ha goude bezan en em glevet gant ar pab sant Sylvestr, e tigoras ar c’hentan konsil-meur en Nise, er bla 325. Tri-c’hant triouec’h eskob a oa ennan. An impalaer a ’n em gargas e-unan eus holl frejou o hent. Eun dra gaer oa gwelet an eskibien-ze diredet eus pevar c’horn ar bed kristen. Darn a zouge war o c’horfou ar merkou enorus eus ar poaniou o devoa bet da c’houzanv evit Jezuz-Krist ; darn a oa brudet dre o c’hargou uhel, ha darn-all, dre ar miraklou o devoa ar c’halloud d’ober. Athanas, daoust ne oa c’hoaz nemet avieler, a oe ene ar c’honsil-ze ; hen eo a zispennas, barz ar berran amzer, geier Arius hag a lakas ar gwellan ar wirione da skedi.
Kreden an Iliz a oe embannet dre ar geriou-man, a ganer bep sul en oferen-bred :
« Ni a gred en eun Doue, Tad Holl-C’halloudeg, Krouer an treo a weler hag ar re ne weler ket ; hag en eun Otrou, Jezuz-Krist Mab Doue, engehentet e-unan hepken gant an Tad, da lavaret eo, gant danve an Tad, Doue eus Doue, sklerijen eus ar sklerijen, gwir Doue eus gwir Doue, engehentet ha nan krouet, eus an hevelep danve gant an Tad, ha gantan eo bet grêt pep tra en nenv ha war an douar. Diskennet eo bet eus an nenv evidomp hag evit hon zilvidigez ; kemeret en deus korf, hag en em c’hrêt eo den ; gouzanvet en deus ha savet eo leun a vue, d’an trede de goude e varo ; pignet eo en nenv hag ac’hane e teuio da varn ar re veo hag ar re varo. »
Alexandr a varvas nebeut awalc’h goude konsil-meur Nise, hag Athanas, daoust d’e yaouankiz, a oe hanvet raktal da gemer e Gador (326).
E vue a eskob pen-da-ben a dremenas o stourm ouz an Arianed. Pemp gwech e oe harluet, abalamour ma talc’he start da gredo Nise ; eur wech, en amzer Konstantin (330) ; diou wech, en amzer Konstans (341) hag eur wech, en amzer Julian ; eur wech, en amzer Valans (367). Ugent vla, war c’houec’h vla ha daou-ugent ma oe eskob, a dremenas er-mêz eus e eskopti ; mes ne baouezas ket, evit kelo-ze, da gomz, da skrivan ha da skei war Arius ha war e gelennadurez. Pemp bla e chomas kuzet en eur puns sec’h ; pevar miz en be e dad ; goude eur vue hirr ha strafuilhet, seurt ne weler ket, e varvas en peuc’h en e wele, en Alexandri, er bla 373.
Athanas a oa eun den dispar ; eun den hag en devoa lagad da welet buhan ar sklerijen war bep tra ; eun den, hag evitan da vezan klasket trabas outan, a-gle hag a-zeou, a veze bepred difazi ar skridou a zave ; eun den hag en devoa penn. Karet a rê e bobl, hen kare ive evel eun tad ; karantezus a oa evit ar bec’herien hag an heretiked, pa wele enne eun neuden eun bennak ; mes spontan rê prezegerien ar gaou hag ober aon da bennou-bras an douar, p’en em lakent da dispenn gwiriou an Iliz.
Dre e spered dispar hag e zantelez, Athanas a oa deut da vezan, en gwirione, roue ar bed kristen.
N’eus goulenn ebet hag on defe kement a ezom da gaout eur respont skler ha frêz hag ar goulenn-man : Jesuz-Krist hag hen a zo Doue, ya pe nan ?
I. — Ya ! Jezuz-Krist a zo Doae. Kement-se a zo anat dre ar pez a dremenas arôk e zonedigez er bed-man.
Hano a oa anezan, gant Adam hag Eva, war dreujou baradoz an douar.
Skrivet oe e vue pempzek kant vla arôk e c’hinivelez.
II. — Jezuz-Krist a zo Doue. Kement-se a zo anat dre ar pez a reas epad ma oa war an douar.
a) Grêt en deus miraklou. Laket en deus an drouk-sperejou da vont eus ar c’horfou perc’hennet gante ; troet en deus an dour en gwin ; laket ar bara hag ar pesked da greski ; gourc’hemennet d’an avel bezan sioul ; kerzet war ar mor ; pareet en deus tud lor, tud dall, tud bouzar, tud mut, tud notet ; laket en deus mab intanvez Naïm, merc’h Jaïr, Lazar Bethani, da zevel eus a varo da veo ; savet eo bet e-unan eus ar be hag en em ziskouez en deus grêt d’e ziskibien, leun a vue.
b) Grêt en deus profesiou, diwar-benn ma tlee mervel ha sevel eus ar be, d’an trede de ; diwar-benn e ziskibien hag ar brezel a vije grêt d’eze ; diwar-benn e Iliz hag he galloud d’en em ledan dre ar bed ; diwar-benn e vro hag an darvoudou spontus a dlee digouezout ganti ; ar profesiou-ze holl a zo deut da wir.
c) Savet en deus eur gelennadurez. Den ne gomzas biskoaz ken uhel ha ken splann, evel ma reas, war gement tra a dle gouzout au den ; ar re o deus heuilhet e gomzou a zo ken skedus o bue, ha m’eo tenval hini ar ro a vev c’hoaz er-mêz eus e lezen.
III. — Jezuz-Krist a zo Doue. Kernent-se zo anat dre ar pez a c’hoarvezas goude e dremenvan. An Ebestel a embannas e hano hag a ziazezas e Iliz en o gwad ; ne varver ket abalamour da zorc’hennou goullo.
Konversion ar baganed ha dismantr ar Judevien a ziskoue eo Jezuz-Krist ar sklerijen a c’hede ar boblou, hag eo deut war an douar da glozan an Testamant koz ha da zigeri an Testamant neve.
Piou zo brudet evel Jezuz, kalvez yaouank Nazareth ? Piou zo karet eveltan ? Hag ar garante a zo evitan a zo seul souezusoc’h m’eo red en em gasaat an unan ha dougen ar groaz evit he c’haout. Piou zo kasaet eveltan ? Tud a zo hag a garfe e gaout etre o daouarn, evit e stagan adarre ouz ar groaz, hag o vezan ne gavont ket anezan, e reont brezel d’ar re a gred ennan, d’ar re a zent outan, d’ar re a gomz anezan.
Jezuz-Krist, mar deo karet ha kasaet war an douar evel mac’h eo, n’eo nemet abalamour m’eo Doue.