Buhez ar Sent/1912/Divi

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Ar Seiz Breur merzer Divi Thivisiau   ►



SANT DIVI
Arc’heskob ha Patron Bro-Geumri


Ober a rêr hirie ive, en Breiz-Izel, gouel sant Divi, eskob Kaer-Leon, war-lerc’h sant Dubrik ; sevel a reas manatiou niverus, a roas eleiz a zent da Vreiz-Veur ha d’an Iverzon.

Kas a reas e gador-eskob eus a Gaer-Leon da Venevia.

Bezan e oe, war eun dro, gened ha skouer holl bastored e amzer, hag unan eus kaeran sperejou a sklerijennas Iliz Breiz.

Bretoned Keumri o deus e gemeret da batron o bro, hag ober a reont e ouel gant lid bras, d’an de kentan a viz meurz.

Sant Divi a zo patron Logivi, hag en deus meur a chapel en Bro-Treger, ’vel en Goudelin hag en Tonkedek. Pedet eo evit ar vugale glanv.

————


BOKED


Ar Skritur-Zakr ne c’hourc’hemenn d’imp nemet ar pez a zell ouz hon zilvidigez, ha pa lavar « Meulet Doue, binniget Doue », n’her gra nemet evit brasan mad an den, a zo e-unan o tastum ar frouez eus an deveriou-ze en deus en kenver Doue. Rak bep gwech ma lavar eun den, gant eur galon c’hlan : « Ra vezo meulet Doue, ra vezo binniget Doue », an Otrou, war an tol, a respont : « Evidoc’h eo ar bennoziou hag ar meuleudiou-ze a roët d’in. »

Ar wirione-ze a zo ês awalc’h da gompren, pa weler n’hall an den binnigan Doue hep ma teufe Doue e-unan da vinnigan anezan, da gentan, o rei d’ezan e c’hras.

P’eo gwir e teu eta pep bennoz digant Doue, eienen an holl vennoziou, an den ne ra nemet restôl d’ezan ar pez en deus bet digantan, hag evelse, o veuli Doue dalc’h-mat, e laka da gouezan war e ine bennoziou puilh an nenv, a ra d’ar garante sevel ha bleunian ennan en eun doare dudius.

Sant Divi


Doue ra viro Breiz