Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Ar Seiz Breur merzer

Eus Wikimammenn
◄   Goulven Ar Seiz Breur merzer Divi   ►


Dekvet devez a viz Gouere


Ar Seiz Breur Merzer
ha Santez Felisite o mamm
(162)



Felisite a oa eun itron vras eus kêr Rom, eun intanvez, seiz mab d’ezi, a zave en doujanz hag en karante ar gwir Doue.

Beleien an doueou fôz he diskuilhas. Ar prefed Publius a reas d’ezi dont d’e gaout ha, dre gaer ha dre heg, e klaskas ober d’ezi senti ouz lezennou an impalaer.

Felisite a respontas :

— Da bromeseou ne douelfont ket ac’hanon ha da c’hourdrouzou n’am diskarfont ket ; rak ar Spered-Santel a zo ennon hag a vir ouz an drouk-spered da zont a benn ac’hanon ; setu perak e vezin trec’h d’it keit ha ma vezin beo, ha pa varvin, az trec’hin gwelloc’h c’hoaz.

Publius a lavaras :

— Paour kez zo ac’hanout, ma kavez c’houek mervel, lôsk, da vihanan, da vugale da vevan.

— Ma bugale, eme Felisite, a vevo, ma ne ginnigont ket a ezans d’an doueou, mes dal ma refont eun torfed henvel ouz hennez, e varvfont eus ar maro a bado da viken !

An de war-lerc’h, Publius a reas dougen e gador-varn war leuren Mars, hag eno, dirak ar bobl, e reas digas ’n e gichen an itron Felisite hag he bugale, hag e lavaras d’ezi :

— Kemer true ouz da vugale, pôtred seder evel mac’h int, hag i en kreiz o yaouankiz.

Felisite a respontas :

— N’eo ket dleet d’it kemer true ouzimp en doare-ze ! Hag o trei warzu he fôtred : Savet ho taoulagad en nenv, ma bugale, ha sellet d’an nec’h, elec’h m’eman ar C’hrist ouz ho kedal gant e zent. Stourmet evit hoc’h ineou, ha diskouezet da Jezuz-Krist pegement e karet anezan.

O klevet an dra-ze, Publius a roas urz da skei ganti, hag e lavare :

— Petra, emezan, dirazon e kredez ober gwap eus gourc’hemennou hon mistri !

Hag e c’halvas ar mab henan, Janvier ha, dre bromeseou ha dre c’hourdrouzou, e klaskas ober d’ezan kinnig ezans d’an idolou.

— Diskiant eo da aliou, eme ar pôtr ; furnez an Otrou Doue am harpo, hag am graio goest da vezan trec’h da bep tra.

Kerkent, ar barner a roas urz d’e skei gant gwial ha d’e gas d’ar prizon.

Felix, an eil eus ar bôtred, a deuas neuze e dro : « Arabad d’it kredi, emezan, e c’hellfez diframman karante Jezuz-Krist eus ma c’halon, nag eus kalon hini ebet eus ma breudeur. »

Raktal e oe grêt d’ezan en em denn.

An trede, Philip, a deuas : « Ar re, emezan, a ginnig ezans d’an doueou a vezo kastizet da virviken. »

Pa oe pellaet, Silvan, ar pevare, a lavaras : « Ar re a ador an diaoulou a gouezo gante er maro hag en tân a bado da viken ! »

Eur wech kaset Silvan d’ar prizon e oe digaset Alexandr : « Me, emezan, eo servijer ar C’hrist ; hen anzao a ran a c’henou ; stag on outan a galon ; hen adori a ran heb ehan. »

Goude Alexandr, Vital, ar c’houec’hvet, a gomzas : « An holl doueou a zo diaoulou, kouls hag ar re a ador aneze ! »

Goude Vital e oa tro ar zeizvet, Marsial : « Oh ! emezan da Bublius, ma ouezfec’h ar poaniou a zo, er bed-all, o c’hedal ar re a ador an idolou ! Ar re ne anzavfont ket eo Jezuz-Krist Mab Doue a yelo holl da dân an ifern. »

Publius a roas da anaout da Vark-Aurel penôs oa tremenet ar prosez. An impalaer a roas urz raktal d’o lazan en doareou dishenvel ; ar mab henan a oe lazet a dôliou skourje, an eil hag an trede a dôliou baz, ar pevare a oe tôlet eus uhel war e benn d’an traou, an tri yaouankan a oe dibennet.

Felisite a welas he seiz mab o vervel hag a oe dibennet he-unan, pevar miz goude. Lavaret a c’heller eta e oe eiz gwech merzerez, rak maro pep-hini eus he bugale en devoa grêt kement a boan d’ezi hag he maro he-unan.