Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Trankuillin

Eus Wikimammenn
◄   Sirill ha Method Trankuillin Pulkerii   ►



ar c’houec’hved devez a viz gouere


SANT TRANKUILLIN, MERZER
————


Trankuillin oa tad sant Mark ha sant Marsellian, a reer ho gouel d’ann trivac’h a viz even. Hen a ioa c’hoaz paian petra bennag m’oa he zaou vab kristenien leun a feiz, ha pa oue koundaonet ar re-ma d’ar maro gant ar prefet Kromaz, ec’h obtenaz ma vije gortozet eur miz abarz ho dibenna, enn esper ober d’ezho adori ann idolou epad ann amzer-ze. Mes ar c’hountrol eo a erruaz ; rak, o veza bet kelennet gant sant Sebastian, Trankuillin a anavezaz he-unan ar virionez eur ar relijion gristen, hag he c’hreg, he verc’hed-kaer hag he vugale-vihan a gemeraz skouer diouthan.

Hogen, he c’hreg, he verc’hed-kaer hag he vugale-vihan a oue badezet prest goude gant ar belek Polikarp ; mes hen ne oue ket badezet asambles gantho. Ar remm a ioa krog enn he ilizi unnek vloaz a ioa, hag ann dra-ze a rea kement a boan d’ezhan ma c’houzanve veac’h beza douget. Kaset e oue goulskoude da vadezi enn eur feson bennag. Mes d’ar mare-ze e veze roet ar vadiziant o souba ar c’horf holl enn dour, ha diez braz e oue diviska he zillad diganthan.

Neuze ar belek Polikarp a c’houlennaz outhan ha kredi a rea euz a greiz he galoun e c’helle Jezuz-Krist he barea ha pardouni d’ezhan holl bec’hejou he vuez tremenet. Trankuillin a respountaz a vouez huel :

« — Kredi a rann euz a greiz va c’haloun eo Jezuz-Krist Mab da Zoue, hag e c’hell rei d’inn iec’hed ar c’horf ha iec’hed ann ene. Mes, gant ma pardouno d’inn va fec’hejou, ne rann ket a fors hag e chomfenn ato klanv goude beza resevet ar vadiziant. »

Eunn hevelep respount a reaz eur blijadur vraz d’ann dud fidel a ioa var al leac’h, ha setu hi d’en em strinka d’ann daoulin raktal evit pedi ann Aotrou Doue da rekoumpansi feiz Trankuillin enn eur rei d’ezhan var eunn dro iec’het ar c’horf ha iec’het ann ene. Ho fedenn a oue selaouet, ha Trankuillin en em gavaz pare var ann heur : diskenn a c’hellaz he-unan e pinsin ann dour da vadezi heb kaout sikour digant den.

Etre daou e oue galvet dirak ar prefet Kromaz ; rak echu oa ann termen roet d’ezhan evit lakaat he zaou vab da ginnig ezans d’ann idolou. « — Ac’hanta, eme ar prefet, petra oc’h euz da lavaret d’inn euz ho taou vab ? Treac’h oc’h bet d’ezho abarz ar fin ? » Trankuillin a respountaz : « — Ho trugarekaat a rann, Kromaz, abalamour m’oc’h euz gortozet eur miz gantho ; rak epad ann amzer-ze me a zo deuet ive da veza kristen ha bet em euz, ouspenn, ar c’hras da veza pareet dioc’h ar remm a ioa krog ennon abaoue keit all. »

Ar c’homzou diveza-ma a ieaz doun e kaloun ar prefet ; rak hen en doa ive ar c’hlenved-se. Goulskoude ne ziskouezaz netra abalamour ma’z oa paianed all eno ; mes ordren a reaz kas Trankuillin d’ar prizoun enn eur lavaret e vije barnet divezatoc’h. Pa deuaz ann noz avad, e lakeaz he gerc’hat ac’hano dre guz evit klevet ganthan petra en doa great evit en em barea dioc’h ar remm. « — N’em euz great netra, eme Drankuillin, nemed kredi e Jezuz-Krist, ha mar kirit me zigaso ive d’ho kaout ann hini en deuz desket dinn al louzou-ze. » Kromaz o veza asantet, Trankuillin a ieaz da glask Sebastian, hag ar zant-ma a c’hounezaz ive d’ar feiz ar prefet hag he vab Tiburs.

Heb dale e oue muioc’h a veac’h c’hoaz var ar gristenien, hag eur maread anezho en em dennaz er meaz euz a gear evit savetei ho buez. Mes Trankuillin hag he vugale a jomaz e Rom asambles gant sant Sebastian hag ar pab. En em zastum a rejont holl e palez ann impalaer he-unan, e ti eunn offlser a ioa he hano Kastul, hag enn ti-ma e tremenent ho amzer o pedi hag o iun da c’hortoz ar pez a blichese gant Doue a c’hoarvezche gantho.

Eunn devez, e klevchont lavaret oa bet merzeriet santez Zoe, greg Nikostrat, abalamour m’oa bet kavet daoulinet var bez sant Per. Kerkent Trankuillin a lavaraz oa eur vez e skuillje ar merc’hed ho goad evit Jezuz-Krist araok ar goazed, ha setu hen raktal er meaz euz a di Gastul hag euz a balez ann impalaer evit mont da bedi var bez sant Paol. Paket e oue eno gant ar baianed evel mac’h espere he-unan, ha, var a gounter, e oue lazet gant ar bobl a daoliou mein araok ma oue gellet he gas d’ar prizoun. He gorf a oue stlapet er ster ; mes tennet e oue ac’hano asambles gant hini santez Zoe, ha goudeze e oue enterret gant henor. Ar re hen enterraz avad a oue ho-unan lakeat d’ar maro. Merzerenti sant Trankuillin a erruaz e tro ar bloaz 286.


SONJIT ERVAD

Pa oue goulennet outhan ha kredi a rea euz a greiz he galoun e c’helle Jezuz-Krist he barea ha pardouni d’ezhan noll bec’hejou he vuez tremenet, ar zant-ma a respountaz a vouez huel : « — Ia, kredi a rann e c’hell Jezuz-Krist rei d’inn ieched ar c’horf ha iec’hed ann ene. Mes, gant ma pardouno d’inn va fec’hejou, ne rann ket a fors hag e chomfenn ato klanv goude beza resevet ar vadiziant. » Evelse ive ar pez a dleomp da c’houlenn digant Doue dreist peb tra enn hor pedennou eo ar grasou m’on euz ezomm anezho evit ober hor. zilvidigez. Goudeze evelato n’e ket difennet ouzomp goulenn diganthan grasou all, evel ar iec’hed pe eur vuez hirroc’h, gant ma vezimp bepred rezinet d’he volontez e goeled hor c’haloun.