Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Sirill ha Method

Eus Wikimammenn
◄   Ulrik Sirill ha Method Trankuillin   ►



ar pemped devez a viz gouere


SANT SIRILL HA SANT METHOD, ESKIBIEN
————


Sirill ha Method a ioa ganet e Thesalonik a dud a lignez huel. Breudeur oant, hag ho daou e ouent kaset da Gonstantinopl da ober ho studi. Eno e teujont da veza habil e berr amzer, ha Sirill zoken a ioa ker brudet dre he zeskadurez ma oue leshanvet ar Philosoph. Pa oue echu ho studi gantho, Method a ieaz da vanac’h, ha Sirill a resevaz ann Ursiou sakr hag a oue karget goudeze da brezeg ar feiz d’ar Chazared, eur bobl paian hag a ioa o chom enn tu all d’ar Mor Du. Raktal e stagaz d’al labour, ha ne oue ket pell evit gounit ar bobl-se holl da Jezuz-Krist.

Neuze e tistroaz da Gonstantinopl, hag ec’h en em dennaz er gouent el leac’h m’edo dija he vreur Method.

Mes heb dale e oue karget adarre da brezeg ann Aviel d’ar baianed, hag enn dro-ma ez eaz he vreur asambles ganthan. Setu ama perak. Er Bulgarii eo e tlie Sirill rei misionou, ha Bogoris, roue ar vro-ze, en doa goulennet digant impalaer Konstantinopl eunn den hag a vije eur mestr da ober taolennou : c’hoant en devoa da gaout taolennou kaer enn he balez. Ann impalaer a gasaz d’ezhan ar manac’h Method ; rak ne anaveze nikun all ebed hag a vije gouiziekoc’h egethan var ar vicher-ze.

(D’ann ampoent ez oa er c’houenchou eur maread menac’h hag a rea taolennou a zevosion evit beza lakeat enn ilizou).

Pa erruaz Method er Bulgarii, ar roue Bogoris her pedaz da ober eunn daolenn hag a vije ann holl spountet ouz he guelet. Ar Zant en em lakeaz dioc’htu da ober taolenn ar varn jeneral. Var ann daolenn-ma e verkaz Jezuz-Krist, azezet var eunn tron skeduz hag ann elez enn dro d’ezhan a gleiz hag a zeou, ha dirazhan ann dud holl o c’hortoz enn eur grena ar zetans a dlie beza douget enn ho c’henver. Pa oue diskouezet ann daolenn d’ar roue, ha pa oue lavaret d’ezhan petra zinifie, Bogoris a skoaz eunn taol pounner enn he galoun hag a zigoraz var ann heur he zaoulagad da sklerijenn ar feiz. Method her c’helennaz var guirioneziou ar relijion, ha prest goude e oue badezet.

Goulskoude ar bobl a ieaz drouk ennhan pa glevaz oa deuet he roue da veza kristen ; mes Bogoris ne fallgalounaz ket evit kement-se. Delc’her a reaz penn d’ar bobl, hag a nebeut a nebeut ar Bulgared holl a gemeras skouer diouthan hag a resevaz ive ar vadiziant.

O velet ar guir Doue anavezet hag adoret e kement korn a ioa er Bulgarii, Sirill ha Method a skoaz d’ar Moravii, hag eno ho frezegennou a zougaz adarre frouez puill ha burzuduz. Abarz nemeur o devoue ann eur da vadezi roue ar vro hag ann darn vuia euz he zujidi. Neuze ar pab Nikolas Kenta ho galvaz da vont da Rom, hag ann daou vreur en em lakeaz raktal enn hent. Sirill a gasaz ganthan relegou ar pab sant Klemant, en doa kavet e bro ar Chazared el leac’h m’oa bet da genta o prezeg ar feiz.

Etre daou, e varvaz ar pab Nikolas, hag Adrian Eil a oue hanvet enn he blas. Ar pab-ma, o veza klevet oa erru ann daou visioner gant relegou sant Klemant, a ieaz he-unan d’ho diambroug asambles gant ann dud a iliz hag ar bobl. Sirill ha Method a gountaz d’ezhan ho labouriou abostolik, ha goudeze peb hini anezho a oue sakret eskop.

Mes Siriil en doa dija gounezet he gurunenn. Mervel a reaz e Rom e tro ar bloaz 868, hag he gorf a oue enterret er bez en doa lakeat ar pab da ober evithan he-unan.

Method a zistroaz d’ar Moravii, hag a gendalc’haz da brezeg ann Aviel er vro-ze. Kas a eure ive sklerijenn ar feiz d’ar Bohem ha d’ar Pologn, ha lod a lavar zoken ez eaz betek ar Rusii.

Evelato er Moravii eo e varvaz, enn eunn oad braz, mes ne c’houezer ket d’ar just e pe vloaz. He gorf a oue enterret gant kement a zolanite ha m’oa bet enterret korf Sirill e Rom, ha Doue a ziskleriaz he zantelez hag hini he vreur dre galz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Ar roue Bogoris a skoaz eunn taol pounner enn he galoun o velet taolenn ar varn jeneral, hag a zigoraz dioc’htu he zaoulagad da sklerijenn ar feiz. O pezet ive enn ho ti eunn daolenn bennag da zigas sonj d’ehoc’h euz ho finveziou diveza, evel taolenn ar maro, taolenn ar varn pe daolenn ann ifern, ha sellit piz ouz ann daolenn-ze eur vech enn amzer. Eur zell hebken evelse a roio nerz d’ehoc’h da enebi kalounek ouz tentasionou ann drouk-spered, hag a viro ouzhoc’h da goueza e meur a bec’hed. Rak, ar Spered-Santel a lavar d’eomp : « Sonjit enn ho finvezou diveza ha ne bec’hot morse. »