◄ Servul | Tharsilla | Ginivelez hor Zalver ► |
harsilla a ioa moereb da zant Gregor, pab, ha setu
ama petra en deuz skrivet he niz divar he fenn :
« Va zad, eme zant Gregor, en doa teir c’hoar hag a
voestlaz ho zeir ho guerc’hded da Jezuz-Krist er memes
devez : ar genta anezho a ioa he hano Tharsilla, ann eil
Gordiana, hag ann drede Emiliana. Ho zeir e tiskouezent
ober kement ha kement a fae var gloar, madou ha
plijadureziou ar bed, ha beva a reant asambles enn ho
zi evel leanezed enn eur gouent.
« Mes gant ann amzer e oue remerket kalz kemm entrezho. Tharsilla hag Emiliana a gendalc’he da garet Doue euz a greiz ho c’haloun, ha ne glaskent nemed plijout d’ezhan e peb tra. Ho spered a veze ato o sonjal ennhan pe e traou ann env, hag evelse e c’heller lavaret ne oa nemed ho c’horf var ann douar.
« Kaloun Gordiana, er c’hountrol, a ioa deuet da glouaraat e kenver Doue. Ne oa mui ken devot, he fenn a ioa leun a avel, hag he zonj a veze aliesoc’h enn dillad kaer hag e traou ar bed eged enn hini e devoa choazet evit pried.
« Ar jenchamant-se a rea poan da Dharsilla, hag houma a lavaraz meur a vech da Emiliana : « — Me vel ervad e deuz hor c’hoar Gordiana troet kein d’eomp. Re a zarempred e deuz gant ann dud dianveaz, hag he buez n’eo mui ar pez ma tlefe beza goude ar bromesa e deuz great eveldomp d’hor Zalver Jezuz. »
« Tharsilla hag Emiliana a gelenne ho c’hoar guella ma c’hellent, ha bemdez e poanient, enn eur gaozeal brao outhi, da rei d’ezhi da goumpren oa re skanv he fenn ha re laosk e servich he c’hrouer. Gordiana a anzave dioc’htu edo ar virionez gantho, ha lavaret a rea zoken e vije furoc’h hiviziken. Mes ann dra-ze ne bade ket, ha prest goude e klaske adarre koumpagnunez merc’hed ar bed.
« Euz ann teir c’hoar, Tharsilla oa ar vodesta, ann aketusa d’ar bedenn hag ann hini a rea ar muia pinijenn ; abalamour da ze e tizaz heb dale betek ann huela pazenn euz ar zantelez, hag ann holl a ioa leun a istim hag a respet evithi. Eunn nozvez, e velaz dre he c’housk sant Felis, eskop Rom, hag ar zant-ma a ziskouezaz d’ezhi eur palez hag a ioa ennhan eur sklerijenn dudiuz, enn eur lavaret : « — Deuit, rak ama eo e tleann ho tigemeret. » Antronoz e krogaz ann derzienn ennhi, hag abarz nemeur e oue var he zremenvan. Hogen, eur maread tud, goazed ha merc’hed, a ioa var he zro, evel m’eo ar c’hiz pa vez unan bennag prest da vervel, ha va mamm a ioa ive enn ho zouez. Enn eunn taol kount, ann hini glanv a zavaz he daoulagad hag a velaz Jezuz o tont etrezek ennhi. Kerkent e kriaz d’ar re a ioa e kichen he guele : « — Grit plas ! ema erru Jezuz ! » hag a greiz m’edo o sellet ouz he Zalver, he ene santel a guiteaz ann douar evit nijal d’ar baradoz.
« Raktal e oue klevet er gambr eur c’houez ker mad
ma oa anat d’ann holl ne oa nemed eunn Doue hag en devije
gellet lezel var he lerc’h eur c’houez evel hennez.
Pa oue divisket he dillad digant Tharsilla evit goalc’hi he
c’horf hervez ar c’hustum, e oue kavet ar c’hroc’henn
var he ilinou ha var bennou he daoulin ker kalet ha ken
teo hag hini eur c’hanval. Evelse, he c’horf maro zoken
a roe testeni euz he devosion ; rak ar pez a ioa kaoz
d’ann dra-ze oa abalamour m’oa bet boaz da jom pell da
bedi var bennou he daoulin, he ilinou harpet enn eunn
tu bennag.
« Tharsilla a ioa marvet araok gouel Nedelek. Hogen, goude ar gouel, ec’h en em ziskouezaz enn noz d’he c’hoar Emiliana, hag e lavaraz d’ezhi : « — Deuz, ma selebrimp asambles gouel ar Rouanez p’e guir em euz selebret hebdoud gouel Nedelek. » Mes Emiliana a ioa nec’het gant he c’hoar all, hag a respountaz : « — Mar d-ann ganez, piou a gemero soursi euz hor c’hoar Gordiana ? » « — Siouaz ! eme Dharsilla gant eur vouez glac’haruz, hor c’hoar Gordiana a zo guell ganthi chom etouez tud ar bed ; deuz eta ha lez anezhi. »
« Emiliana a glanvaz antronoz hag a varvaz da zeiz gouel ar Rouanez. Neuze Gordiana, oc’h en em velet he-unan, a deuaz da laoskaat muioc’h-mui e servich Doue, hag abarz ar fin ec’h ankounac’heaz ar veu e devoa great hag e timezaz d’he merour. »
« Setu aze, eme zant Gregor, teir c’hoar hag a voestlaz ho guerc’hded da Jezuz-Krist er memes devez. Diou anezho a gendalc’haz ato da garet Doue euz a greiz ho c’haloun ; mes ann drede a zigoraz he hini da garantez ar bed hag a ieaz erfin a enep he ger. Arabad eo eta da zen kounta var he berz he-unan, n’euz fors peger vertuzuz e ve ; mes red e d’eomp beza bepred var evez gant aoun na zigouezfe ganeomp koll enn eunn taol ann holl mirit euz hor buez tremenet. »