Buhez ar Sent/1894/Ginivelez hor Zalver

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Tharsilla Ginivelez hor Zalver Stephan, Kenta Merzer   ►


ar pemped var’nn ugent a viz kerzu


GINIVELEZ HOR ZALVER JEZUZ-KRIST
————



Setu ama petra verk ann Iliz, divar benn ar gouel hirio, el levr m’ema ennhan hanoiou ar Zent a dle beza henoret gant ann dud fidel :

« Er bloaz pemp mil naontek ha nao-ugent abaoue m’oa krouet ar bed ha m’en devoa Doue great euz a netra ann env hag ann douar ; er bloaz daou vil nao c’hant seiz hag hanter-kant abaoue ann dour diluch ; er bloaz daou vil pemzek abaoue m’oa ganet Abraham ; er bloaz mil pemp kant dek abaoue Moizes hag abaoue m’oa deuet ar bobl a Israel euz ann Ejipt ; er bloaz mil daou ha tregont abaoue m’oa bet David sakret roue ; er pemped ha tri-ugent euz ar zizuniou m’en doa ar prophet Daniel great kaoz anezho ; er bloaz seiz kant daou hag hanter-kant abaoue m’oa bet lakeat ar mean kenta euz a gear Rom, enn eil blavez ha daou-ugent abaoue m’edo var ann tron ann impalaer Oktav-Aogust ; ar bed holl o veza e peoc’h hag o ren he c’houec’hved amzer : Jezuz-Krist, Doue a holl-viskoaz

ha Mab d’ann Tad a zo a holl-viskoaz, o fallout d’ezhan
santifia ar bed dre he zonedigez santel, a zo ganet

evel den euz ar Verc’hez Vari, e Bethleem kear Juda, nao miz goude m’oa bet konsevet dre vertuz ar Spered-Santel. »

Ann impalaer Aogust, o veza c’hoanteat gouzout ped den a ioa enn he rouantelez, a roaz urs d’he holl zujidi, goazed ha merc’hed, da vont da lakaat ho hano var rollou ar c’houarnamant. Ann hanoiou a dlie beza kemeret dre lignez pe dre vouenn dud, hag el leac’h m’oa bet al lignez pe ar vouenn dud-se o chom da genta. Hogen, Joseph ha Mari a ioa ho daou euz a lignez ar roue David, hag al lignez-ma a deue euz a Vethleem ; red e oue d’ezho eta mont di da lakaat ho hano petra bennag m’edont o chom e Nazareth.

Mes, pa errujont, ez oa dija kement a dud enn ho raok ma ne gavchont ket a blas enn hostaliriou. Kavet o devije marteze m’o devije bet arc’hant braz ; mes n’o devoa ket, hag abalamour da ze e renkchont klask repu enn eur c’havarn a ioa e kichenik kear hag a zerviche da graou d’al loaned. Eunn ejenn hag eunn azenn a ioa ennhan d’ann ampoent, ha kolo ha foenn a ioa ive.

Goulskoude ar Verc’hez a ioa deuet he zermen, hag er c’havarn pe er c’hoz kraou-ze eo e c’hanaz, e kreiz ann noz hag heb poan ebed, ann hini m’o devoa ar batriarched, ar bropheted hag ann holl dud just euz al lezenn goz huanadet kement oc’h he c’hortoz, ann hini m’edo ann holl boblou euz ann douar var c’hed anezhan, hor Zalver Jezuz-Krist, guir Vab Doue en em c’hreat den evidomp. Kaloun Mari a zridaz gant eur joa santel pa velaz erfin dirak he daoulagad ar c’hrouadur a zouge nao miz a ioa. He adori a eure gant respet, ha goudeze her mailluraz hag hen lakeaz da c’hourvez enn eul laouer goat var eur guchenn foenn pe golo.

Epad ann amzer-ze, ez oa pastored var zao tost da Vethleem o tiouall ho denved. Hogen, enn eunn taol kount, ar bastored-ma a remerkaz eunn eal enn ho c’hichen hag eur sklerijenn euz ann env o para enn dro d’ezho, ha setu hi da gemeret aoun ken a grenent. Mes

ann eal a lavaraz d’ezho : « — N’o pezet aoun ebed ; rak
dont a rann da zigas d’ehoc’h eur c’helou euruz : hirio

ez euz ganet evidhoc’h eur Zalver e kear David, hag ar Zalver-ze eo ar C’hrist, hon Aotrou. Setu ama penaoz e c’hellot he anaout : kaout a reot eur bugel mailluret ha gourvezet enn eul laouer goat. » Kerkent eur maread elez all en em lakeaz da veuli Doue asambles gant ann hini a ioa o paouez komz ouz ar bastored, hag holl e lavarent a vouez huel : « — Gloar da Zoue e barr ann envou, ha peoc’h var ann douar d’ann dud a volontez vad ! »

Pa oue eat ann elez kuit, ar bastored a lavaraz ann eil d’egile : « — Deomp da Vethleem da velet petra zo c’hoarvezet eno a nevez hervez ar c’helou on euz bet digant ann Aotrou Doue. » Mont a rejont dioc’htu, tiz varnho, ha kaout a rejont er c’hraou Mari ha Joseph, hag ar Mabik Jezuz gourvezet enn eul laouer goat. Neuze ec’h en em lakejont da gounta da Vari ha da Joseph ar pez o doa klevet divar benn ar bugel-ze, ha goude beza he adoret gant devosion, e tistrojont d’ar gear enn eur rei gloar ha meuleudi da Zoue.


SONJIT ERVAD

It ive a spered da adori Jezuz da graou Bethleem asambles gant ar bastored. Guelit anezhan gourvezet enn eul laouer goat, var eur guchenn foenn pe golo, e kreiz etre daou anenval. Ar c’hrouadur paour-ze eo roue ann env hag ann douar, ann hini a zalc’h ar bed holl var bal he zorn ! Dre garantez evidhoc’h hag evit ho parea dioc’h klenvejou hoc’h ene eo en em lakeat er stad-ze. Ganet eo enn eur c’hraou etouez al loaned, er boan hag enn dienez a bep tra, evit deski d’ehoc’h beza humbl ha labourat da zistaga ho kaloun dioc’h madou ha plijadureziou ann douar. Dont a ra, he zaouarn leun a c’hrasou ha prest eo d’ho skuill varnhoc’h gant largentez. Goulennit eta diganthan gant fizians ann holl zikourou m’oc’h euz ezomm anezho evit ober ho silvidigez ha beza eunn deiz euruz ganthan enn he varadoz, goude beza he garet

hag he zervichet egiz ma’z eo dleet epad ar vuez-ma.