Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Stephan Vihan

Eus Wikimammenn
◄   Didas Stephan Vihan Hoardon   ►



ann eizved var ’nn ugent a viz du


SANT STEPHAN, ERMIT HA MERZER
————


Stephan a ioa ganet e Konstantinopl a dud pinvidik hag a zoujans Doue. Reseo a reaz eta eunn deskadurez kristen enn he vugaleach, ha pa oue pemzek vloaz echu, e kemeraz sae ar venac’h enn eur gouent euz ar Bithinii. Ne oue ket pell eno na zervichaz da skouer d’ann holl venac’h all, ha goude maro ann abad, e oue choazet evit delc’her he blas, petra bennag ne oa c’hoaz nemed tregont vloaz.

Ar gouent en doa da c’houarn a ioa dishenvel dioc’h ar c’houenchou a zo brema ; rak ne oa nemed eunn toullad lochouigou, disparti ann eil diouz egile ha savet ama hag ahont var gern eur menez. Hini ar superior a ioa er penn huela, hag ac’hano e c’helle guelet petra rea ar venac’h all ha teuler evez anezho.

Stephan a dremene he holl amzer o pedi hag o labourat : al labour a rea oa skriva hag ober rouejou. He lochik a ioa enk meurbed, hag enn dro d’he gorf e touge bepred eur c’houriz houarn. Mes ne gave ket d’ezhan e raje c’hoaz pinijenn aoualc’h, hag a benn eunn nebeut bloaveziou e roaz ann dilez euz he garg evit mont da jom enn eul lochik all a gostez, el leac’h m’en doa a veac’h plas da c’hourvez ha da zevel enn he za.

Ann impalaer Konstantin Kopronim, enebour touet d’ar c’hroaziou ha da imachou ar Verc’hez hag ar Zent, a glevaz hano euz ar vuez santel a rene Stephan, hag a c’hoanteaz he lakaat da drei enn tu ganthan. Pedi a reaz eta eunn den a renk huel da vont d’he velet ha da ober kement a c’hellje evit he c’hounit. Mes ann den-ze a gollaz he boan hag he amzer, ha Stephan a respountaz grons oa prest da vervel evit ar respet a ioa dleet da imachou Jezuz-Krist ha da re ar Zent. « — Ha pa n’em befe mui, emezhan, nemed eur berad goad em goazied, e skuillfenn anezhan a galoun vad evit difenn ar virionez-se. »

Neuze ann impalaer a gasaz soudarded d’he denna euz he lochik. Hogen, ker boaz oa da veza ato var bennou he zaoulin pe azezet var he zeuliou ma n’oa ket evit ehuna he zivesker, hag ar zoudarded a renkaz he zougen var ho divreac’h. Mes d’ann ampoent e savaz brezel etre Konstantin Kopronim hag eur rouantelez all, hag ar Zant a oue douget d’he ermitach enn dro goude beza bet lezet heb tamm epad c’houec’h devez dioc’htu.

Pa oue echu ar vrezel, e oue tennet ac’hano adarre, ha kaset da eunn enezenn e kreiz ar mor. Mes enn enezenn-ma e teuaz da veza brudetoc’h eget biskoaz dre ar miraklou a rea, hag abalamour da ze ann impalaer a ordrenaz he gas da Gonstantinopl.

Eno Konstantin her galvaz dirazhan, hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Perak e livirit-hu ounn-me heretik ? » « — Abalamour, eme Stephan, e lamit euz ann ilizou ann imachou a zo bet henoret hed ar vech gant hon tadou koz. »

Var gement-se ar Zant a ziskouezaz sklear d’ann impalaer peger braz pec’hed oa mankout a respet da imach hor Zalver pe da re ar Verc’hez hag ar Zent. « — Sellit, emezhan, enn eur denna euz he vruched eur pez arc’hant en doa bet digant unan bennag ; patrom piou a zo var hema ? » « — Va fatrom-me, » eme Gonstantin.

« — Mad, eme Stephan, petra reot d’inn mar bresann ho patrom dindan va zreid ? » « — Ah ! eme ann offiserien a ioa a bep tu d’ann impalaer, ann dra-ze a goustfe ker d’ehoc’h. » « — Pe seurt torfed eta, eme ar Zant, ne ra ket ann hini a vres dindan he dreid hag a daol enn tan imach Jezuz-Krist hag imach he vamm benniget ? »

Ann impalaer a ieaz enn egar o klevet ar c’homzou-ma. Goulskoude moustra a reaz var he galoun ha ne lavaraz netra nemed rei urs da gas Stephan d’ar prizoun da c’hortoz ma vije barnet. Ar Zant a gavaz eno tri c’hant daou ha daou-ugent manac’h hag a ioa bet dija bourrevet evit ar feiz katholik. Lod a ioa bet trouc’het ho fri, ho daouarn pe ho diouskouarn d’ezho ; lod all a ioa bet skourjezet, disvlevet ho fenn pe zevet ho baro. Stephan a drugarekeaz Doue evit ar c’hras en doa great d’ezho da c’houzanv ar poaniou-ze gant pasianted ; mes diez oa he spered abalamour n’oa ket bet c’hoaz bourrevet eveldho.

He dro ne zaleaz ket da erruout. Eunn devez e teujot d’he glask d’ar prizoun, ha raktal ec’h en em lakeaz he-unan etre daouarn he vourrevien. Ar re-ma a stagaz eur gordenn ouz he dreid, hag her stlejaz dre ruiou kear var bouez ar gordenn-ze. Abarz ar fin unan anezho a faoutaz d’ezhan he benn gant eunn tamm koat teo, hag evelse e varvaz ann ermit kalounek d’ann 28 a viz du euz ar bloaz 764, oajet hebken a hanter-kant vloaz.


SONJIT ERVAD

Disprijout ar groaz a zo disprijout Jezuz-Krist maro evidomp holl var ar groaz, hag ober fae var imachou ar Verc’hez hag ar Zent a zo ive ober fae var ar Verc’hez hag ar Zent ho-unan. Hogen, ann nep a zisprij Jezuz-Krist ne c’hell ket beza salvet, hag ann nep a ra fae var ar Verc’hez ha var ar Zent n’en devezo alvokad ebed d’he zifenn dirak Doue. Lakit evez eta da veza ato leun a respet evit ar c’hroaziou hag evit imachou ar Verc’hez hag ar Zent. Ar guir gristenien, a bep amzer, a zo bet boazet da zougen eur groaz pe eur vetalen venniget evit beza miret euz a bep drouk, ha dreist holl, diouz ar pec’het.