Buhez ar Sent/1894/Spiridion

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Lusia Spiridion Nina   ►



ar pevarzekved devez a viz kerzu


SANT SPIRIDION, ESKOP
————



Spiridion a ioa ganet enn enez Chipr, hag a oue he vicher genta diouall ann denved. Ar vicher-ma a blije d’ezhan abalamour ma kave tro ennhi da veva he-unan gant Doue ha pell dioc’h trouz ar bed. Tremen a rea he holl amzer o pedi, o vedita hag o lenn ar Skritur Sakr ; ann dra-se ne vire ket outhan da deuler evez euz he loaned, hag evelse e teuaz heb dale da veza habil var skiant ar Zent.

Ann impalaer Maksimian o veza en em lakeat da ober goall vuez d’ar gristenien, Spiridion a oue diskuillet evel unan euz ar re vrudeta anezho. Galvet e oue dirak ar barner, hag o veza ne felle ket d’ezhan kinnig ezans d’ann doueou faoz, e oue diframmet he lagad deou euz he benn ha trouc’het d’ezhan he jaritell gleiz ; goudeze e oue koundaonet da vont da labourat er mengleuziou, asambles gant eur maread kristenien all hag a ioa bet great ar memes tra d’ezho.

Goude maro Maksimian, e c’hellaz distrei d’ar gear, hag e kemeraz adarre ar vicher en devoa araok. Mes eskop Tremithont o veza deuet da vervel, ann dud a iliz hag ar bobl her choazaz evit delc’her he blas. Spiridion a jomaz mantret pa glevaz ar c’helou-ze : biskoaz n’en doa sonjet mont da velek, hag ez oa c’hoant da ober

eunn eskop anezhan ! Klask a reaz a bep seurt digareziou

evit pellaat diouthan eur garg ken huel ha ker pounner. « — Me ne d-ounn, emezhan, nemed eunn dioualler denved ; n’em euz ket a zeskadurez aoualc’h evit beza eskop ; enn han’ Doue eta, va lezit er stad m’emaounn. » Mes ne oue ket selaouet, kaer en devoue, ha red e oue d’ezhan reseo ann Ursiou ann eil goude egile evit beza sakret eskop.

Guir eo, Spiridion n’en doa studiet nemeur skianchou ar bed ; mes rouez oa ar re a anaie ar Skritur Sakr kerkouls hag hen. Eunn devez, eunn eskop all a ioa o prezeg dirazhan, hag a gountaz enn he zarmoun histor ann den seizet a zo hano anezhan enn Aviel. Mes enn histor-ma e chenchaz eur ger, da lavaret eo, e leac’h en em zervichout euz ar ger a ioa enn Aviel, ec’h en em zervichaz euz a eur ger all hag a zinifie ar memes tra. Kerkent Spiridion a lavaraz d’ezhan : « — Ar ger-ze n’ema ket enn Aviel ; ne c’hellit ket chench komzou Doue evelse. »

Pa oue roet ar peoc’h d’ann Iliz gant ann impalaer Konstantin, Spiridion a ieaz da gonsil Nisee asambles gant ann eskibien all. Eunn doktor paian, lemm he spered hag he deod, en em gavaz eno ive, hag en em lakeaz da lavaret a bep seurt traou euz ar relijion gristen. Spiridion n’oa ket eunn den helavar, hag evelato ec’h en em gargaz da skolia ann doktor-ze. Diskouez a eure d’ezhan ker brao, ha dre gomzou ker sklear, ne oa nemed gevier oc’h he heul hag edo ar virionez gant ar gristenien, ma oue nec’het o klask gouzout petra da respount, ha ma lavaraz erfin : « — Ann eskop-se a zo treac’h d’inn, hag hiviziken he gredenn a vezo ive va c’hredenn-me. »

Spiridion a rea tro he eskopti var he droad, he vrevier ganthan dindan he gazel hag eur vaz enn he zorn ; mes he eskopti n’oa ket braz. Dre ma’z ea gant he hent, ann dud fidel en em strinke d’an daoulin dirazhan enn eur c’houlenn he vennoz. Doue en doa roet d’ezhan ann donezoun a viraklou, hag ann dra-ma a greske c’hoaz ar

respet o devoa ann holl evithan.


Petra bennag n’oa ket pinvidik, Spiridion a rea peurvuia diou lodenn eur ar pezik en devoa : eul lodenn a ioa evit ar paour, hag al lodenn all evithan. Mes var al lodenn-ma e kemere c’hoaz aliez pe a dra da zikour ar re a c’hoarveze gantho eur c’holl bennag, pe a goueze enn dienez enn eunn taol kount. Erfin, goude beza bevet betek eunn oad braz, e varvaz leun a veritou e tro ar bloaz 348 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma n’oa ket eunn den helavar, ha goulskoude e reaz skol da eur paian hag a lavare traou euz ar relijion gristen. N’euz ket a ezomm ken nebeut da veza eunn den helavar, nag eunn den habil, evit lakaat da devel ar fals doctored a zo ker stank enn hon amzer-ni ; aoualc’h eo gouzout mad ar c’hatekiz. Mar gouzoc’h mad ho katekiz, e vezo eaz d’ehoc’h ive diskouez d’ar seurt tud-se ne d-int nemed azenned, ha n’ez euz nemed gevier ouz ho heul.