Buhez ar Sent/1894/Lusia

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Korantin Lusia Spiridion   ►



ann trizekved devez a viz kerzu


SANTEZ LUSIA, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————



Ar zantez-ma a ioa ganet e kear Sirakuz er Sisiil, a dud pinvidik hag a lignez huel. Ne oa nemed pevar bloaz pa varvaz he zad ; mes savet e oue e doujans Doue gant he mamm, ha dre ma kreske enn oad, he furnez hag he devosion a greske ive.

O veza ma'z oa pennherez ha m’e devoa eur gened dispar, Lusia a oue goulennet da bried gant meur a zen

iaouank euz a gear. Unan anezho a oue kavet dioc’h he

doare gant he mamm, hag houma a lavaraz d’ezhan en devije he merc’h. Hogen, ann den iaouank-se a ioa paian, ha Lusia e devoa dija great he zonj da jom bepred guerc’hez.

Ar Zantez a oue nec’het eta pa glevaz petra e doa great he mamm, ha ne espernaz netra evit obten diganthi ma vije appellet ann eured. Lavaret a rea d’ezhi : « — Me zo re iaouank c’hoaz da fortunia, hag ouspenn, re a boan am befe o kuitaat ac’hanhoc’h. » Dalc’h-mad ive e pede ann Aotrou Doue da viret na’z aje ann dimezi-ze da benn, ha Doue a zelaouaz erfin he fedenn. He mamm a gouezaz klanv hag he c’hlenved a badaz pevar bloaz : setu epad ar pevar bloaz-ma ne oue mui hano euz a eured Lusia.

D’ann ampoent, ne oa ken brud er Sisiil nemed euz ar miraklou a c’hoarveze e Kataan var bez santez Agatha. Eunn devez, Lusia a ginnigaz d’he mamm mont di da bardouna, ha prest goude, setu hi enn hent ho diou. Kerkent ha ma errujont, ec’h en em lakejont da bedi euz a greiz ho c’haloun. Mes Lusia a ioa skuiz, hag a oue gounezet gant ar c’hoant kousket. Hogen, santez Agatha en em ziskouezaz d’ezhi dre he c’housk, hag a gomzaz outhi evelhenn. « — Va c’hoar Lusia, perak goulenn diganen-me ar pez a c’hellit da obten hoc’h-unan evit ho mam ? Ho feiz e deuz meritet d’ezhi ar iec’hed, hag evel Jezuz-Krist en deuz great d’inn-me ar c’hras da veza gloar Kataan dre va merzerenti, evelse c’houi a vezo ive heb dale gloar Sirakuz dre hoc’h hini. »

Enn eur zihuna, Lusia a velaz oa pare he mamm, ha raktal ec’h en em daolaz etre he divreac’h enn eur drugarekaat Doue. Goudeze e lavaraz d’ezhi : « — Va mamm, p’e guir en deuz great Doue eur mirakl ker kaer enn ho kenver, rannit brema etre ar beorien ann arc’hant a dliac’h da rei d’inn enn argoulou ; rak evidon-me ne fell d’inn kaout ken pried nemed Jezuz-Krist. » He mamm a asantaz ganthi, ha var gement-se e tistrojont da Zirakuz.

Neuze ann den iaouank a gounte var Lusia a ieaz
kement a zrouk ennhan ma tiskuillaz anezhi da Baskaz,

gouarner kear ; rak ann dra-ma a ioa enn amzer ann impalaer Dioklesian. Paskaz, o veza galvet Lusia dirazhan, a implijaz he holl ijin hag he holl finesa evit ober d’ezhi kinnig ezans d’ann doueou faoz. Mes ar gristenez iaouank a lavare ato : « — Ne anavezann nemed eunn Doue hebken ; dija em euz roet d’ezhan va madou, ha prest ounn ive da rei d’ezhan va buez. »

« — Bremaik, eme ar gouarner, pa viot etre daouarn ar vourrevien, ne vezo mui ken huel ho mouez. » « — Servicherien ar guir Doue n’int ket evit tevel, eme Lusia ; rak Jezuz-Krist en deuz lavaret d’ezho : Pa viot kaset dirak ar vernerien, n’e ket c’houi eo a gomzo, mes ar Spered-Santel he-unan a gomzo dre ho kinou. » « — Kredi a rit eta ema ar Spered-Santel ennhoc’h ? » eme Baskaz. « — Ia, eme Lusia, ann eneou chast a zo templou d’ar Spered-Santel. » « — Mad, eme ar gouarner, me ho koundaono da goll ho kuerc’hded evit ma’z ai ar Spered-Santel ac’hanhoc’h. » « — Ar pez a vezo great d’am c’horf enn despet d’inn ne viro ket ouzinn da jom pur ; evelse, er c’hountrol, e c’hounezinn diou gurunenn e leac’h unan. »

Ar c’homzou-ma a lakeaz ar gouarner da egari, ha setu hen ha rei urs da gas Lusia da eur gambr a gostez evit ober d’ezhi koll he guerc’hded. Mes ar Zantez a deuaz enn eunn taol kount da veza henvel ouz eur garrek, ha ne finvaz ket euz he flas kaer a oue chacha varnhi, kaer a oue zoken staga kerdinn outhi ha lakaat ejenned da jacha var ar c’herdinn-ze.

Neuze Paskaz a lavaraz ober tan enn dro da Lusia, goude beza skuillet pek, rousin hag eol bervet var ar c’heuneud evit ma krogche ann tan buhanoc’h. Mes ar flamm, o sevel enn ear, ne reaz drouk ebed d’ar Zantez : ne oue ket devet zoken eur vlevenn euz he fenn.

Erfin ar gouarner aheurtet a reaz planta beg eur c’hleze enn he gouzoug, ha Lusia a varvaz enn eur veuli Doue d’ann 13 a viz kerzu euz ar bloaz 304. Araok

mervel e c’hellaz c’hoaz komz ouz ar gristenien a ioa

var al leac’h, hag e lavaraz d’ezho e vije roet ar peoc’h d’ann Iliz abarz nemeur.


SONJIT ERVAD

Euruz ann eneou chast p’e guir int templou d’ar Spered-Santel ! Mes ive nag hi zo reuzeudik ann eneou a zo saotret gant ar pec’hed p’e guir ann drouk-spered a zo o ren ennho evel eur roue var he dron ! Goulskoude ar pec’hed ne c’hell dont enn ene nemed dre asant ar volontez ; n’euz fors eta petra errufe gant ar c’horf, ann ene a jom ato pur keit ha ma ne ro ket ar volontez he asant d’ar pec’hed.