Buhez ar Sent/1894/Silvestr

Eus Wikimammenn
◄   Sabin Silvestr Pedennou   ►



ann unan ha tregont a viz kerzu


SANT SILVESTR, PAB
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Rom, hag a oue skoliet gant eur belek devot, he hano Sirin. Kemeret a eure skouer dioc’h ar belek-se, hag he vrasa plijadur, pa oue mestr d’ezhan he-unan, oa loja ann divroidi a deue da bardouna var beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol, Unan euz ar bardounerien-ma o veza bet merzeriet ; Silvestr a enterraz he gorf gant respet. hag abalamour da ze e oue taolet er prizoun dre urs ar gouarner. Mes ar gouarner a varvaz he-unan antronoz, ha raktal e oue laosket ar prizounier da redet.

D’ann oad a dregont vloaz, e oue beleget gant ar pab sant Marsellin, ha goude maro ar pab sant Melkiad, e oue choazet evit delc’her he blas. Ann impalaer Konstantin en doa dija roet ar peoc’h d’ann Iliz, dre anaoudegez vad evit ar viktor gaer en doa gounezet var ann impalaer Maksans gant sikour Doue ar gristenien ; mes n’oa ket c’hoaz kristen he-unan. A hent all, ann impalaer-ze ne jome ket ato e Rom, ha pa ne veze ket eno, ar baianed a ioa e karg a gendalc’he da voall-gas ann dud fidel evel diagent. Setu ar pez a reaz d'ar pab nevez kuitaat Rom dre guz evit en em denn seiz leo ac’hano var menez Sorakt.

Etre daou, Konstantin en devoa trec’het he holl enebourien hag a ioa distroet da Rom ; mes er memes amzer e oue goloet he gorf gant eul lorgnez heuzuz, hag ar vedisined paian a lavaraz d’ezhan e renke, evit parea dioc’h ar c’hlenved-se, en em voalc’hi e goad bugaligou vihan. Meur a grouadur a vije bet red da laza evit ann dra-ze, hag ann impalaer n’en devoue ket ar galoun da ober kement all : respount a eure oa guell ganthan mervel.

Hogen, enn noz varlerc’h, e velaz dre he gousk daou zen koz, guenn ho bleo, hag ar re-ma a lavaraz d’ezhan, mar en doa c’hoant da veza pare, n’en doa ken da ober nemed gelver ar pab Silvestr da zont d’he gaout. Konstantin a zentaz ouz ann daou zen koz-se hag a reaz klask Silvestr var menez Sorakt. Ar pab, o veza erruet e Rom, a ziskouezaz d’ann impalaer patromiou ann ebestel sant Per ha sant Paol, ha Konstantin a anavezaz raktal ann daou zen koz en doa guelet dre he gousk. Raktal ive e c’houlennaz ar vadiziant, ha Silvestr her badezaz goude beza he gelennet epad eunn nebeut deveziou var guirioneziou ar feiz. Kerkent ann impalaer a oue pareet neat dioc’h al lorgnez.

Divar neuze ne espernaz netra evit lakaat he zujidi da zilezel eveldhan servich ann doueou faoz ha da heul ar relijion gristen. Rei a reaz urs da rapari pe da greski ann ilizou koz, ha sevel a eure ive eur maread re nevez. Ann diou vrudeta anezho a oue iliz Sant-Iann Latran hag iliz Sant-Per ha Sant-Paol e Rom : ar pab Silvestre a reaz he-unan ann dedi euz ar re-ma gant eur zolanite vraz.

D’ar mare-ze, ann Arianed a rea kalz freuz dre ar bed katholik. Sant Silvestr ha Konstantin en em glevaz da asambli eur c’honsil e Nisee evit dispenn labour ann heretiket-ze. Tri c’hant trivac’h eskop en em gavaz er c’hoñsil-ze, el leac’h ma oue koundaonet Arius, mestr ann Arianed. Ar pab a ioa re goz evit mont di he-unan, mes karget en doa eunn eskop euz a Spagn ha daou velek euz a Rom da zelc’her he blas.

Sant Silvestr a asamblaz c’hoaz eur c’honsil all e Rom, ha goude beza gouarnet ann Iliz gant eur furnez vraz epad tost da zaou vloaz var’nn ugent, e varvaz erfin leun a veritou d’ann unan ha tregont a viz kerzu euz ar bloaz 335. He gorf a oue enterret e guered Prisilla, ha divezatoc’h e oue savet eunn iliz enn he henor gant ar pab Simmak.


SONJIT ERVAD

Setu ama eur bloaz all tremenet evidhoc’h ; evelse, a vloaz da vloaz, ho puez holl a dremeno, hag erfin ec’h erruot enn heur ar maro. Penaoz oc’h euz-c’houi implijet hoc’h amzer epad ar bloaz a zo hirio oc’h echui ? Pe e servich Doue, pe e servich ar bed, oc’h euz-c’houi he implijet ? Marteze oc’h euz great muioc’h a zrouk eged a vad epad ar bloaz-ma ; marteze oc’h bet meur a vech e stad a bec’hed marvel : ma vijac’h marvet er stad-se, e pe leac’h e vijac’h-hu brema ? Goulennit pardoun digant Doue, euz a greiz ho kaloun, euz ann holl bec’hejou m’oc’h kouezet ennho epad ar bloaz tremenet ; trugarekait anezhan evit ann holl grasou oc’h euz resevet diganthan, ha lakit ho poan d’he zervicha guelloc’h epad ar bloaz a zeu, ha da veilla varnhoc’h gant muioch a evez evit en em ziouall diouz ar pec’hed. Mar c’hoantait, e guirionez, kreski hoc’h aket da labourat evit ho silvidigez, sonjit aliez er maro, ha tremenit ar bloaz ha peb devez anezhan ec’hiz pa dlefent beza ar re ziveza euz ho puez.

FIN
————