Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Romuald

Eus Wikimammenn
◄   Jildas Romuald Iann Matha   ►



ar seizved devez a viz c’houevrer


SANT ROMUALD, ABAD
————


Romuald a ziskenne euz a lignez ann duked a Raveenn enn Itali, hag a heuliaz ar bed hag he blijadureziou betek ann oad a ugent vloaz. Evelato pa veze o chaseal var ar meaz, e kreiz ar c’hoajou, e lavare avechou ennhan he-unan : « — Ama avad e ve eur plas brao da zevel eunn ermitach. » P’edo o ren he ugent vloaz, he dad a lazaz eunn den hag a ioa kar d’ezhan oc’h en em ganna outhan divarbenn eur prat. Romuald a oue test euz ar muntr-se, ha petra bennag n’en doa bet perz ebed ennhan, e kemeraz kement a velkoni gant ann dra-ze ma sonjaz mont da ober pinijenn enn eur gouent epad daou-ugent devez. Mes abarz ma oue echu ann daou-ugent devez, e c’houlennaz beza resevet he-unan e touez ar venac’h euz ar gouent.

Goude beza tremenet tri bloaz eno, ez eaz, gant kounje he zuperior, da gaout eunn ermit hag a ioa brudet er vro dre he vouiziegez var ar pez a zell oc’h servich Doue hag ouz ar zantelez. Ann ermit-ma a ioa kustumm da lenn bemdez levr ar Salmou a vouez huel enn eur bourmen enn dro d’he ermitach, ha Romuald a dlie respount outhan bep eil koublad. Mes ar manac’h iaouanka fazie aliez abalamour ne c’houie ket c’hoaz ar Salmou dindan evor. Hogen, bep vech ma fazie var eur ger bennag, ann ermit a zistage ganthan eunn taol guialenn var he skouarn gleiz. Gouzanv a reaz ann dra-ze pell heb en em glemm. Eunn devez goulskoude e pedaz he vestr da skei hiviziken var he skouarn deou; rak, emezhan. remerket en doa ne gleve mui kerkouls dioc’h ann tu kleiz. Ann ermit a oue souezet o velet pasianted Romuald, hag a-c’houdevez ne oue mui ker rust enn he genver.

Ar manac’h iaouank a deuaz heb dale da veza skouer ann holl ermited all dre he humilite, dre he aked da bedi ha da labourat. ha dreist peb tra dre he iuniou hag he binijennou. Kement-se a reaz d’ann drouk-spered mont enn egar. Klask a eure he spounta enn eur ober trouz enn he lochenn, pe oc’h en em ziskouez dirazhan dindan eur furm heuzuz bennag. Avechou zoken her pile d’ann douar, e vrese anezhan dindan he dreid, hag e voustre varnhan egiz p’en devije c’hoant d’he vouga. Mes Romuald, ato leun a feiz hag a fizians e Doue, a oue bepred treac’h da holl ardou ann ærouant. « — Petra glaskez ama, a c’houlenne diganthan, goude moud bet stlapet er meazeuz ar baradoz? Mont a ri kuit, loan hudur… » O klevet ar c’homzou-ma, Satan a dec’he lostek diouthan.

Mar grea evelse mez d’ann drouk-spered, e rea ive avechou goab euz he gorf evit he gastiza muioc’h-mui. Lakaat a rea servicha d’ezhan eunn tamm boued fin bennag, ha neuze e lavare outhan he-unan : « — Setu aze avad, Romuald, eunn tamm boued hag a rafe plijadur d’id. Me zo sur te lipfe da vourrou goude beza debret hennez. Mad, kaer az pezo, ne danvai ket anezhan : gant ar guel hebken e renki karga da gof. » Enn despet d’he binijennou, d’ar vrezel a rea d’ezhan ann drouk-spered ha d’ar pez en devoue da c’houzanv euz a berz ann dud fall, ar Zant ne veze morse tenval he benn, hag ar joa a bare bepred var he dal a lakea ive ar re all da veza laouen eveldhan.

Kement a dud a zirede d’he gaout evit deski ganthan ar guella feson d’en em zantifia ma renkaz sevel evitho eunn niver braz a gouenchou. Betek kant a zavaz dioc’htu e nebeut bloaveziou. Mes ar vrudeta eo hini Hamaldoli enn Toskaan. Eunn devez Romuald a ioa en em roet da gousket eno e tal eur feunteun, ha setu, epad he gousk, e velaz eur skeul hag a ioa he zroad var ann douar hag he beg harp enn env. Eur vandenn venac’h, guisket e guenn, a bigne hag a ziskenne dre ar skeul. Pa zihunaz, ar Zant a gountaz ann huvre-ze d’he ziskibien, ha goudeze e reaz d’ezho kemeret eur zae venn e plas ar zae zu a zougent araok. Evelse e teuaz da veza ar foundatour euz a eunn Urs nevez a venac’h, hanvet Kamalduled, hag hen a oue ann abad kenta pe ar c’henta superior euz ann Urs-ma.

Romuald a vevaz betek ann oad a c’houec’h-ugent vloaz, istimet hag henoret gant ar brinsed hag ar rouaned kouls ha gant ar bobl. Ouspenn m’en d’oa bet digant Doue ann donezoun a viraklou, e tisklerie c’hoaz avechou ar pez a dlie erruout enn amzer da zont. O c’houzout e tostea he heur diveza, e lakeaz ober evithan eunn toullik-kambr kloz el leac’h ma tremenaz hiviziken ann deiz hag ann noz heb lavaret ger, hag ato he-unan gant Doue. Ac’hano eo e nijaz he ene santel d’ar baradoz er bloaz 1027 goude donedigez hor Zalver.


KENTELIOU SANT ROMUALD

Da genta. — Buez ar Zent a laka va c’haloun da ranna. Mez am euz pa velann petra o deuz-hi great ha petra a rann va-unan.

D’ann eil — Peger spountuz eo barnedigez ann Aotrou Doue! Seul-vui ma sonjann e kement-se, seul-vui e kav d’inn n’emaounn ket c’hoaz e stad da vont dirak va barner.

D’ann trede. — Bevet em euz ugent vloaz er bed ha kant er gouent pe enn eunn ermitach. Peger berr eo bet ar c’hant Vloaz-ma, ha pegen hirr, peger poaniuz eo bet ann ugent vloaz all!