Buhez ar Sent/1894/Iann Matha

Eus Wikimammenn
◄   Romuald Iann Matha Tit   ►



an eizved devez a viz c’houevrer


SANT IANN MATHA
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Frans, enn tu dioc’h ar C’hresteiz, er bloaz 1160. Araok ma teuaz er bed, ar Verc’hez Vari a ziskleriaz d’he vamm e divije eur mab hag a garje he nesa betek riskla he vuez evit prena ar gristenien a ioa enn esklavach etouez ann dud divadez. Kerkent ha ma oue ganet, ar vamm vad-se her c’hinnigaz da Zoue hag her goestlaz d’ar Verc’hez evel eur frouezenn benniget hag a ioa dija merket he flas e liorzou ar baradoz.

E guirionez, biskoaz ne oue guelet eur c’hrouadur devotoc’h evithan. Ar vugale all a vez ato o klask mont da c’hoari, hag hen, er c’hountrol n’en em blije nemed o pedi Doue hag o sonjal e traou ann env. Kalz truez en doa ive ouz ar beorien, ha ne veze morse eurusoc’h eget pa c’helle rei eunn dra bennag d’ezho.

D’ann oad a zaouzek vloaz, e oue kaset d’ar skolach, ha goudeze ez eaz da Baris da studia ann theoloji. Eno e resevaz ann Ursiou sakr. Hogen, enn devez ma oue beleget, d’ann ampoent m’edo ann Aotrou’nn Eskop oc’h astenn he zaouarn varnhan enn eur lavaret: « — Resevit ar Spered-Santel, » e oue guelet eur flamm tan o tiskenn var he benn, evit diskouez e felle d’ar Spered-Santel skuill he c’hrasou gant largentez enn he ene evel m’ho skuillaz guech all e kalounou ann Ebestel.

Antronoz-vintin, Iann Matha a ieaz da lavaret he offerenn genta da japel ann eskopti, ha setu, da vare ar gorreou, e remerkaz azioc’h ann aoter eunn eal guisket e guenn, hag eur groaz ruz ha glaz enn he gerc’henn. E kichen ann eal ez oa daou gaptiv, eur c’hristen hag eur morian. Ar belek iaouank a goumprenaz dioc’htu oa galvet gant Doue da brena ar gaptived a ioa kouezet etre daouarn ann Turked pe ann dud divadez; mes ne c’houie ket penaoz en em gemeret evit kement-se.

Evit anaout guelloc’h bolontez Doue, ec’h en em dennaz da genta enn eul leac’h distro ha gouez, pell dioc’h trouz ar bed. Kaout a reaz eno eunn ermit santel, he hano Feliz a Valoa, ha chom a eure tri bloaz e koumpagnunez ann ermit-ma. Eunn devez m’edont ho daou e tal eur feunteun o kaozeal divar benn traou ann env, e veljont o tont varzu ennho eur c’haro guenn-kann hag a ioa eur groaz ruz ha glaz etre he gerniel. Feliz, souezet-maro, a c’houlennaz raktal : « — Sell, petra zinifi ann dra-ze da vihana? » Iann Matha a gountaz d’ezhan neuze ar pez a ioa c’hoarvezet p’edo o lavafet he offerenn genta, ha var gement-se ann daou ermit en em lakeaz da greski ho iuniou hag ho fedennou. Abarz ar fin eunn eal a deuaz a benn teir guech da lavaret dezho mont da Rom da gaout ar Pab. « — Eno, eme ann eal, e klevot petra oc’h euz da ober. »

Ar Pab ho digemeraz gant karantez hag a ieaz antronoz da offerenna da iliz Sant-Iann-Latran. Hogen, epad m’edo o sevel ann hosti d’ar gorreou, e velaz he-unan azioc’h ann aoter eunn eal guisket e guenn, gant eur groaz ruz ha glaz enn he gerc’henn. Goude ar burzud-se ne jomaz mui da varc’hata, ha kerkent e tiskleriaz d’ann daou zant e kave mad e savchent eunn Urs nevez a venac’h, dindan hano ann Dreinded Sakr, evit prena ar gaptived a ioa enn esklavach etouez ann Turked. Ar venac’h-ma a dlie dougen eur zae venn gant eur groaz ruz ha glaz var c’horre, hag ar pab a roaz dioc’htu ar viskamant-se da Iann Matha ha da Feliz a Valoa.

Ann Urs nevez en em skignaz buhan e Frans, enn Itali hag e Spagn. Iann Matha o veza kaset daou euz he venac’h da rouantelez Marok enn Afrik, ann daou vanac’h-ma a brenaz enn dro genta c’houec’h kaptiv ha naougent. Goudeze ez eaz he-unan da Dunis, hag e tigasaz gantha ac’hano dek prizounier ha kant.

Mont a eure di eur vech all c’hoaz; mes enn dro-ma e oue dare d’ezhan koll he vuez, ha ne c’hellaz en em zavetei nemed dre virakl. Dija en doa prenet c’houec’h-ugent kaptiv hag edo enn hent evit distrei d’ar gear gant-ho, pa zonjaz ann Turked he laza evit paka adarre ar gaptived en doa tennet euz adre ho daouarn. Etre daou goulskoude e teuaz eur zonj all enn ho spered, mes eur zonj ker fallakr hag hounnez pe fallakroc’h zoken.

Distaga a rejont ar stur dioc’h al lestr m’oa pignet ar Zant ennhan gant ar brizounierien en doa prenet, ha goude beza roget ar goeliou, hen lezchont da vont he-unan el leac’h ma karje ar mor hag ann avel he gas : esper o devoa ne zaleje ket da veza kollet tud hag all. Mes Iann Matha, leun a fizians e Doue, a stagaz he vantell oc’h ar guerniou da zervichout da lien, ha kerkent ann avel a grogaz er goel-ze a c’hiz nevez hag a boulzaz al lestr var ehun da borz Ostii. Ar porz-ma a zo pemp pe c’houec’h leo dioc’h Rom ha tost tri c’hant leo dioc’h Tunis.

Ar Zant a dremenaz ann daou vloaz diveza euz he vuez e Rom, o vizita ar brizounierien hag ann dud klanv hag o prezeg d’ar bobl. Erfin, dinerzet-holl dre he binnijennou hag he labouriou abostolik, e renkaz chom d’ar guele, ha prest goude e varvaz, er bloaz 1213, d’an oad a dri bloaz hag hanter-kant.


SONJIT ERVAD

Jezuz-Krist a lavar d’eomp enn Aviel ne lezo ket heb rekoumpans eur banne dour hebken roet d’ar paour enn he hano. Ma ne c’hellit ket ober aluzennou braz, grit da vihana ar pez a zo enn ho kalloud evit ho nesa enn he zienez pe evit dousaat he boan. It evel ar zant-ma da velet ann dud klanv euz ho karter ; klaskit ann tu da ober vad d’ho c’horf ha d’ho ene ; en em ginnigit da veilla gantho mar bez ezomm. Evit ann distera tra a reot evelse dre garantez evit Doue, oc’h sur da veza paet mad eunn deiz gant ann Tad oc’h euz enn env.