Buhez ar Sent/1894/Norbert

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Bonifas, Eskop ha Merzer Norbert Robert   ►



ar c’houec’hved devez a viz even


SANT NORBERT, ARC’HESKOP
————



Norbert a ioa mab da dud a lignez huel euz a gostez ann Allemagn. Eur spered kaer a zen oa, ha goude beza great he studi gant henor, e resevaz ann donzur zantel ha zoken ann Urs a abostoler. Mes ne falvezaz

ket d’ezhan mont larkoc’h. Guell oa ganthan chom

evelse evit gellout beva easoc’h enn he roll ; rak he benn a ioa c’hoaz leun a avel, ha ne glaske nemed gloar, madou hag ebatou ar bed. Ho c’haout a reaz e palez ann impalaer Herri IV, el leac’h ma tremenaz he iaouankiz. Mes er palez-se edo e riskl braz d’en em goll evit biken pa blijaz gant Doue digeri d’ezhan he zaoulagad dre eur gentel hag a skoaz eunn taol pounner enn he galoun.

Eunn devez m’edo o vont da bourmen var ar meaz evit kemeret he blijadur hervez he gustumm, e oue paket enn hent gant eur barr-arne skrijuz. Ar gurun a groze estlammuz, hag al luc’hed a strinke stank-stank enn dro d’ezhan. Abarz ar fin e kouezaz ar gurun eharz treid he varc’h, hag hema, spountet-holl, a reaz eul lamm treuz hag a bilaz he vestr d’ann douar. Norbert a jomaz semplet eno epad eunn heur dioc’htu. Pa deuaz ennhan he-unan, e c’houlennaz ouz Doue evel sant Paol guech all : « — Va Doue, petra fell d’ehoc’h a rafenn-me? » Ker buhan eur vouez euz ann env a respountaz : « — Tec’het dioc’h ann drouk hag ober ar mad. » Kerkent ive ann den iaouank a zentaz ouz ar vouez-se hag a droaz kein a-grenn d’ar bed ha d’he follenteziou.

Kuitaat a eure raktal palez ann impalaer evit tremen he holl amzer o pedi, o vedita, o labourat hag o kastiza he gorf dre ar binijenn. Gouela dourek a rea pa zonje pegen trugarezuz oa bet Doue enn he genver. « — Nag a bec’herien, emezhan, a vez skoet gant ar maro e kreiz ho dizursiou, ha ne d-eont euz ar bed-ma nemed evit beza stlapet e tan ann ifern ! Ha Doue en deuz bet truez ouzinn-me, Doue en deuz saveteet d’inn va buez p’ounn kouezet divar va marc’h ; pebez anaoudegez vad eta, pebez karantez ne dleann-me ket da gaout evithan ! »

A benn daou vloaz goude, e resevaz ann Urs a avieler hag e oue beleget. Neuze e viskaz eur zoudanenn great gant kroc’henn danvad, hag e verzaz he holl zanvez evit rei ann arc’hant d’ar paour. Goudeze e teuaz d’en em

strinka da dreid ar pab, a ioa d’ann ampoent e Frans, evit
goulenn kounje diganthan da redet ar vro enn eur brezeg

ama hag ahont evel eur misioner abostolik.

He c’houlenn a oue roet d’ezhan, ha raktal ez eaz enn hent. Hogen, he gomzou a zougaz kement a frouez ma ve diez niveri ann heretiked a c’hounezaz d’ar feiz katholik, ar bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue, hag ann enebourien a lakeaz da veza mignouned adarre goude m’oa bet pell kasouni etrezho. Evit guir, ar guel anezhan hebken a ioa eur brezegenn hag a iea betek goeled ar galoun ; rak ne oa varnhan nemed liou ar binijenn. Diarc’henn e valee ato, ha ne rea nemed eur pred bemdez, dioc’h ann abardaez. Ha c’hoaz pe seurt pred ? Ne zebre morse nemed boued groz ha dizaour, ha dibaot a vech ec’h eve guin.

O veza erruet enn eskopti Laon, Norbert a joazaz eno eur plas gouez ha distro evit sevel eur gouent da loja ar re o doa c’hoant da zeski ganthan skiant ar Zent. Ar re-ma ne oant nemed trizek da genta ; mes heb dale e ouent daou-ugent, hag o veza ma kreske bemdez ann niver anezho, e oue red abarz nemeur sevel eur maread kouenchou all. Evelse e teuaz ar Zant da veza ar foundatour euz a eunn Urs nevez a venac’h hag a reaz goudeze kalz vad d’ar relijion ha d’ann Iliz.

Etre daou, e oue hanvet da arc’heskop e Magdebourg. Ne felle ket d’ezhan, a briz ebed, kemeret ar garg-se ; mes senti a renkaz oc’h kannad ar pab. Hogen, pa zigouezaz dirak he balez e Magdebourg, ar porcher, o velet pegen dister oa guisket, a zerraz ann or outhan. Biken n’en devije kredet e vije ar manac’h paour-ze ann arc’heskop nevez. Pa c’houezaz oa hen oa, ec’h en em daolaz d’ann daoulin dirak ar Zant enn eur c’houlenn pardoun. Mes Norbert a respountaz d’ezhan : « — Mad eo, va breur, c’houi a anavez guelloc’h ac’hanon eged ar re o deuz va hanvet da eskop.

Ar zant-ma ne espernaz netra evit terri ar giziou fall enn he eskopti ha lakaat ann devosion da ren e peb leac’h. Mes dija en devoa gounezet he gurunenn, ha goude beza bet pevar miz klanv, e varvaz leun a veritou,

er bloaz 1134, oajet hebken a dri bloaz hag hanter-kant.

Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Sant Norbert a oue dare d’ezhan beza lazet enn eur goueza divar he varc’h, hag a anavezaz dioc’htu e kement-se dorn ann Aotrou Doue. Mar c’hoarvez ganehoc’h hoc’h-unan, pe mar guelit oc’h erruout gant eunn ali eur goall dra bennag evelse, anavezit ive eo ann dra-ze eur gentel a ro Doue d’ehoc’h evit hoc’h alia da lakaat urs enn ho koustians, hag hastit affo senti outhan, evel a reaz sant Norbert, gant aoun na deufe he drugarez da skuiza ganehoc’h ha d’ho lezel erfin da vervel enn ho pec’hed.