Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Bonifas, Eskop ha Merzer

Eus Wikimammenn
◄   Fransez Karaksiolo Bonifas, Eskop ha Merzer Norbert   ►



ar pemped devez a viz even


SANT BONIFAS, ESKOP HA MERZER
————


Ar zant-ma a oa Winfrid he hano kenta, hag a ioa ganet e Bro-Zaoz. Kerkent hag ann oad a bemp bloa en devoa eur blijadur vraz o klevet komz euz a Zoue hag euz a draou ann env, hag a benn daou vloaz goude e oue lezet da vont d’ar gouent. Ne oue ket pell eno na oue remerket he aked d’ar studi ha d’ar bedenn, hag o veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz buhan da veza habil var ann holl skianchou. Pa oue skoliet ha desket aoualc’h he-unan, e oue lakeat d’he dro da ober skol d’ar re all. D’ann oad a dregont vloaz e oue beleget, ha divar neuze n’en devoe mui ken ioul nemed da labourat evit silvidigez ann eneou.

D’ar mare-ze, ez oa c’hoaz kalz poblou paian enn Allemagn, ha Winfrid a c’houlennaz mont di da brezek ann Aviel. Roet e oue kounje d’ezhan, ha raktal setu hen enn hent asambles gant daou vanac’h all. Erruout reaz evelse er Friz ; mes ne c’hellaz ober netra eno enn dro-ma abalamour d’ar vrezel a ioa d’ann ampoent etre ar roue Radbod ha Charles Martel. Distrei a eure eta da Vro-Zaoz, hag a veac’h distro e oue hanvet da zuperior enn he gouent.

Mes, a benn daou vloaz goude, e roaz ann dilez euz he garg evit mont da Rom da gaout ar pab Gregor II. Ar pab-ma hen digemeraz gant eur vadelez a dad, hag her greaz misioner abostolik gant urs da gas sklerijenn ar feiz larka ma c’hellje enn holl broiou paian a ioa anavezet enn amzer-ze. Winfrid ne c’houlenne ket guell, ha kerkent e skoaz adarre etrezek ann Allemagn.

Prezeg a reaz da genta enn Thurenj ha goudeze er Friz. Ar roue Radbod, enebour touet d’ar gristenien, a ioa maro etre daou, ha komzou ar Zant a zougaz kement a frouez er vro-ze ma ne c’houfe den niveri ann templou paian a lakeaz da ziskar, hag ann ilizou a lakeaz da zevel enn ho flas. Chom a eure tri bloaz eno da zikour sant Willibrod, arc’heskop Utrek, da denna ar bobl euz he idolatri. Ann arc’heskop-se, o veza koz dija, a c’hoanteaz choaz anezhan evit beza eskop var he lerc’h ; mes Winfrid a respountaz oa karget gant ar pab da brezeg c’hoaz e leac’h all, hag a deuaz ac’hano da vro Hes.

Neuze e skrivaz da Rom da renta kount da C’hregor II euz ar pez en doa great dija ; mes ar pab a gemennaz d’ezhan mont di he-unan. Winfrid a zentaz raktal, ha pa oue erruet, Gregor II her sakraz eskop hag a jenchaz hano d’ezhan. Hiviziken e oue hanvet Bonifas, ha dindan ann hano-ma eo e kendalc’haz da labourat betek fin he vuez evit gounit d’ar feiz ar baianed a ioa c’hoaz enn Allemagn. Doue a gendalc’haz ive da vennigen he labour, ha bez’en devoue ar joa da velet ar relijion gristen oc’h en em astenn muioc’h-mui er vro vraz-se.

Ar pab Gregor III her greaz arc’heskop, hag a roaz d’ezhan ar c’halloud da zevel eskoptiou nevez enn Allemagn dre ma vije ezomm. Sevel a eure pevar, hag hen a c’houarne he-unan eskopti Maians. Goude maro sant Willibrod, hini Utrek a oue lakeat ive enn he garg. Erfin hen eo a zakraz Pepin, roue Frans, dre urs ar pab Zakarii.

Goulskoude tud ar Friz, el leac’h m’en doa prezeget gant kement a frouez araok beza eskop, a ioa en em droet adarre da adori ann doueou faoz. Ar c’helou-ma a oue eur rann-galoun evit Bonifas, ha dioc’htu, heb damant ebed d’he gozni, e sonjaz mont da glask ann denved dianket-se. Eur maread anezho a zelaouaz he vouez ; mes eunn devez e kouezaz etre daouarn eur vandenn baianed aheurtet, hag ar re-ma hen lakeaz d’ar maro enn eur feson didruez asambles gant ar visionerien a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan. Ar Zant a zouge levr ann Aviel enn he zorn, ha tra eston ! ar baianed a dreuzaz al levr-se gant eunn taol kleze heb na oue trouc’het lizerenn ebed.

Merzerenti sant Bonifas a erruaz er bloaz 755. He gorf a oue digaset da Vaians, hag enterret enn eur gouent a ioa bet savet ganthan. Kalz miraklou a c’hoarvezaz goudeze var he vez. Ar zant-ma a zo bet leshanvet Abostol ann Allemagn abalamour d’ar boan en deuz kemeret evit gounit ar vro-ze da Jezuz-Krist.


SONJIT ERVAD

Prezeg a c’heller ann Aviel e diou feson, dre gomz ha dre ober : dre gomz, oc’h embann a vouez huel ar pez a zo bet diskleriet gant hor Zalver epad m’edo var ann douar, ha dre ober, oc’h heul a boent da boent ar c’henteliou en deuz roet d’he ziskibien. Ma n’oc’h ket galvet da brezeg ann Aviel dre ho komzou, bezit ato aketuz d’he brezeg dre hoc’h oberiou, enn eur ziskouez d’ho nesa, dre ar vuez a renit, ann hini a dle da ren he-unan mar en deuz c’hoant da vont d’ar baradoz.