Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Neree, Achillee ha Domitilla

Eus Wikimammenn
◄   Tudi Neree, Achillee ha Domitilla Briek   ►



ann daouzekved devez a viz mae


SANT NEREE, SANT ACHILEE HA SANTEZ DOMITILLA, MERZERIEN
————


Neree hag Achillee a ioa daou vreur, ho daou e servich ar brinsez Domitilla, nizez d’ann impalaer Domisian. Kristenien oant, hag ho mestrez a ioa kristenez ive : badezet oant bet ho zri gant sant Per he-unan. Mes Domitilla a ioa kalz iaouankoc’h eged he daou zervicher, ha n’oa ket c’hoaz ken desket hag hi var guirioneziou ar relijion.

Ar brinsez-se a ioa bet goulennet da bried gant eunn den iaouank, he hano Aorelian, hag eunn devez edo oc’h en em ficha evit plijout d’ann den iaouank-ma p’en em lakeaz Neree hag Achillee da ober meuleudi ar guerc’hded dirazhi. « — Ar guerc’hezed kristen, emezho, o deuz eur pried ha n’euz prins ebed hag a ve par d’ezhan evit ar gened, ann danvez hag ar c’halloud. Ar pried-se eo Jezuz-Krist, ar roue a c’hloar, a garg anezho er bed-ma zoken a c’hrasou dioc’h ann dibab, hag ho c’huruno er bed all gant ar sked dudiuz a zo enn dro d’ezhan he-unan. »

« — Ma’m bije gouezet ann dra-ze kentoc’h, eme Zomitilla, me n’em bije ket sonjet dimezi; great em bije ive fae var joaiou ar briedelez evel m’am euz troet kein d’ann idolou da zeiz va badiziant. Mes c’houi marteze a c’hello obten evidon ar c’hras da ober brema ar pez am bije great kentoc’h ma’m bije gouezet. »

Neree hag Achillee a redaz raktal da gaout sant Klemant, ar pab kenta goude sant Per, hag a lavaraz d’ezhan : « — Hor mestrez Domitilla, o veza anavezet peger kaer eo beza pried da Jezuz-Krist, e deuz c’hoant da voestla d’ezhan he guerc’hded; deuit eta d’he lakaat e renk ar guerc’hezed kristen.» Sant Klemant a respountaz « — Ar pez a gountit d’inn a zo eur merk ne zaleo ket Doue d’hor gelver davethan, hag e tleomp, c’houi ha me hag ar brinsez-se, beza merzeriet abarz nemeur. Mes hor Zalver en deuz lavaret arabad eo kaout aoun rak ar re a laz ar c’horf; bezomp eta prest da zenti outhan, rak hen eo a ro ar vuez a bado da viken. » Ar pab a skoaz rak ehun etrezek palez Domitilla evit he reseo e renk ar guerc’hezed.

Aorelian a ieaz enn egar pa glevaz ar c’helou-ma, ha ne espernaz netra evit gounit adarre kaloun ar brinsez. Mes, o velet e kolle he boan hag he amzer, e tiskuillaz anezhi evel kristenez, ha Domitilla a oue koundaonet d’ann harlu, da lavaret eo, da guitaat Rom ha d’en em denna enn eunn enezenn e kreiz ar mor. Neree hag Achillee a ieaz d’ann enezenn-ze gant ho mestrez, hag a gendalc’haz d’he c’helenn ha d’he c’hennerzi dre ho c’homzou hag ho aliou mad.

Heb dale Aorelian a erruaz eno ive, hag o veza ma tiskrede ne oa ken kaoz d’ar brinsez da veza goestlet he guerc’hded da Zoue nemed he daou zervicher, e reaz skourjeza ar re-mabetek ar beo, ha goudeze ho c’hasaz da Derrasin d’ar gouarner Rufus. Hema a glaskaz ober d’ezho kinnig ezans d’ann doueou faoz; mes Neree hag Achillee a respountaz oant bet badezet gant sant Per, ha ne c’hellent adori doue all ebed nemed Doue ho badiziant. Neuze ar gouarner a lakeaz ho bourrevi enn eur feson didruez, hag erfin e roaz urs d’ho dibenna. Ho merzerenti a erruaz er bloaz 98.

Goude maro he daou zervicher, Domitilla ne zelaouas ket muioc’h Aorelian eget n’e devoa he zelaouet araok. O velet eta ne c’helle ket dont a benn anezhi, ann den iaouank-se he c’hasaz d’he zro d’ar gouarner Rufuz. Hogen, o veza ma chome ato stard enn he feiz ha ne felle ket d’ezhi a briz ebed kinnig ezans d’ann idolou, ar gouarner a ordrenaz lakaat ann tan enn he c’hambr. Ar brinsez a oue mouget buhan e kreiz ar flammou, hag evelato he c’horf ne oue ket devet. Kavet e oue goudeze enn he bez heb na vije eur vlevenn rostet var ar penn, hag ann avieler Sezer hen enterraz gant respet. Evelse e nijaz ene ar Zantez euz a greiz ann tan d’ar baradoz evit reseo ann diou gurunenn e devoa meritet dre he guerc’hded hag he merzerenti.


SONJIT ERVAD

Sant Neree ha sant Achillee a zeskaz d’ho mestrez iaouank Domitilla ober fae var ar bed ha var he blijadureziou. Pebez kemm azo etre ann daou zervicher santel-ze ha mevellien hon amzer-ni ! Ar re-ma siouaz ! e leac’h kelenn bugale ho mistri var ar mad, ho c’helenn aliez var ann drouk ; e leac’h lakaat ploumm enn ho fenn, ne lakeont nemed avel; e leac’h ho hencha da vont d’ar baradoz, ec’h henchont anezho da vont d’ann ifern. Ah ! mevellien baour, taolit evez : Doue hen talvezo d’ehoc’h, hag eunn devez a zeui e paeot ker d’ezhan ar c’henteliou hag ar skoueriou fall o pezo roet d’ar vugale ha d’ann dud iaouank-se. Mar karfac’h, er c’hountrol, ober evel ann daou zant-ma, mar karfac’h dougen ar vugale hag ann dud iaouank-se d’ar vertuz ha d’ann devosion, dre ho komzou hag hoc’h oberiou, neuze e tastumfac’h dirak Doue eunn tenzor a veritou, hag ho rekoumpans a ve braz ebarz enn env.