Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Briek

Eus Wikimammenn



ann trizekved devez a viz mae


SANT BRIEK, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Bro-Zaoz a dud a lignez huel, hag a oue skoliet er gear evel ma veze skoliet neuze ar vugale hag ann dud iaouank euz he renk. He dad hag he vamm a ioa c’hoaz paianed, pe, mar d-oant badezet, e talc’hent c’hoaz da vihana da lod euz a c’hiziou fall ar baianed. Mes hen a oue a-vihanik devot evel eunn eal.

Sant Jermen a Aoserr o veza eat da ober eur bale d’ar vro-ze, Briek a glevaz hano anezhan hag a c’hoanteaz he velet. Dont a reaz eta d’he gaout, hag e c’houlennaz beza resevet etouez he ziskibien. Sant Jermen, o veza remerket doare vad ann den iaouank, hen resevaz gant joa, hag hen digasaz ganthan pa zistroaz e Frans. Briek a ioa eunn ugent vloaz bennag d’ann ampoent.

Dre genteliou eur mestr ker santel e teuaz buhan da veza habil var ar skianchou sakr, hag eur skouer a bep seurt vertuziou. Bez’en devoa dreist holl eur garantez heb he far evit ar beorien, hag aliez e roe d’ezho he zillad pa n’en deveze mui netra da zioueret gantho. Sant Jermen her belegaz, ha goudeze ez eaz da ober eunn dro da velet he dud.

Hogeo, erruout a reaz er gear d’ann deiz kenta euz ar bloaz ha kaout a eure koumpagnunez vraz e ti he dad hag he vamm : fest ann doue Janus a ioa gantho. Ar fest-ma a bade tri devez, hag a denne kalz dizursiou d’he heul. Eunn darn vad euz ann deiz hag euz ann noz a dremenet o tibri hag oc’h eva, ha pa veze leun ho c’hof, ar goazed a viske krec’hinn loaned pe zillad merc’hed, hag a iea da redet ha da zansal er meaz enn eur iouc’hal evel pennou diskiantet.

Briek a lavaraz dioc’htu d’he gerent ne azezche ket ouz taol enn ho zouez. « — Fest ann diaoul, emezhan, eo a zo ganehoc’h, ha ne c’hellann ket kemeret perz er fest-se anez nac’h ar guir Doue a adorann. » Neuze ec’h en em lakeaz da brezeg gant kement a nerz var zantelez ar relijion gristen ma’z oa he dud hag ho mignouned souezet ouz he glevet. Goulskoude ho c’halounou n’oant ket gounezet c’hoaz. Mes ar Zant a reaz meur a virakl dirazho, ha kerkent n’o devoue holl nemed eur vouez evit lavaret: « — Prest oump da guitaat servich hon doueou hag hor giziou fall ; hiviziken n’or bezo ken doue nemed Doue Briek. »

Ar c’homzou-ma a lakeaz kaloun ar Zant da zridal gant ar joa. Hasta a eure kelenn ar baianed-se var guirioneziou ar feiz, ha pa gavaz d’ezhan oant desket aoualc’h e roaz d’ezho ar vadiziant. He dad hag he vamm a oue badezet ive ganthan, pe, mard-oant dija badezet, e ouent da vihana distroet ganthan dioc’h ar fals kredennou a c’hellent da heul c’hoaz, hag evelse e teujont da veza hervez ar c’hras bugale d’ann hini a ioa mab d’ezho dre natur.

Brieka a brezegaz goudeze er c’harteriou divar dro, hag a zavaz ilizou e meur a leac’h. He dad hag he vamm a roaz d’ezhan ive arc’hant da zevel eur gouent, hag er gouent-ma en devoue d’he dro eur maread diskibien. Ar Zant a reaz d’ezho miret ar reolenn a vuez en doa heuliet he-unan epad m’oa bet e Frans gant sant Jermen.

Eur pennad mad a ioa ma laboure evit silvidigez he genvroiz, asambles gant beleien all en doa galvet d’he zikour, pa lavaraz eunn eal d’ezhan dre he gousk dont da Vreiz-Izel. Briek a zentaz var ann heur hag en em lakeaz enn hent gant eiz-ugent euz he ziskibien : eskop oa dija d’ar mare-ze.

Diskenn a eure da genta var aochou Leon, hag ac’hano e skoaz etrezek Treger. Goudeze ez eaz larkoc’h c’hoaz, hag o veza digouezet el leac’h m’ema brema ar gear a zoug he hano, e savaz eno eur gouent hag eunn iliz enn henor da zant Stephan, kenta merzer. Er gouent-se e tremenaz ann nemorant euz he vuez. Hogen, enn he gozni zoken e kendalc’he da iun ha da gastiza he gorf dre ar binijenn. Kendelc’her a rea ive da brezeg d’ar boblou divar dro, ha ne esperne netra evit pourvei da holl ezommou ann eneou fidel. Eleiz a dud a deuaz a nebeut a nebeut da jom e kichen he gouent, ha setu aze penaoz e oue savet kear Sant-Briek. Ar zant-ma a varvaz e tro ar bloaz 502, oajet a ouspenn dek vloaz ha pevar-ugent ha brudet dre he viraklou a bell hag a dost.


SONJIT ERVAD

Pebez poan n’o deuz ket kemeret ar Zent, pebez poan ne gemer ket irio c’hoaz ar visionerien evit gounit eneou da Zoue, evit savetei eneou tud ha ne anavezent ket! Ha c’houi, petra rit-hu evit savetei hoc’h ene hoc’h-unan? Koumprenit eta eur vech evit mad n’oc’h euz nemed eunn ene, ha mar kollit ann ene-ze, setu c’houi reuzeudik da viken, setu c’houi da viken enn tan, da viken enn dizesper. Er c’hountrol, mar saveteit hoc’h ene, setu c’houi euruz evit ato, evit ato er baradoz, evit ato gant Doue. Pehini eo ar guella evidhoc’h ?... « Mont d’ar baradoz, » a leverot. Ia, mes evit mont di e renkit poania noz-deiz d’en em ziouall diouz ar pec’hed ha diouz kement tra a zoug d’ar pec’hed. Hen ober a rit-hu !