Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Marsellin ha Per

Eus Wikimammenn
◄   Ronan Marsellin ha Per Klotild   ►



ann eil devez a viz even


SANT MARSELLIN, SANT PER, HAG HO C’HOUMPAGNUNEZ, MERZERIEN
————


Per ha Marsellin a veve ho daou e Rom enn amzer ann impalaer Dioklesian. Marsellin a ioa belek, ha Per ne oa c’hoaz nemed kloarek ; mes ar brud en doa dija da veza eunn enebour braz d’ann doueou faoz, hag abalamour da ze e oue kaset d’ar prizoun dre urs ar gouarner Serenus.

Per a oue joa ganthan kaout eunn dra bennag da c’houzanv evit Jezuz-Krist, ha daoust m’oa karget a jadennou, e veze klevet noz-deiz o kana meuleudiou ann Aotrou Doue. Eunn devez e remerkaz e veze ato ann daelou e daoulagad ar gardian Artem, bep vech ma teue d’ar prizoun, hag e c’houlennaz outhan petra a ioa kaoz d’ezhan da vouela evelse. « — Eur verc’h am euz, eme ar gardian, hag a garann euz a greiz va c’haloun ; mes, abaoue eunn nebeut bloaveziou a zo, ez euz eat eunn drouk-spered enn he c’horf, hag ann drouk-spered-se a ra d’ezhi goasa a c’hell : ema adarre o paouez beza pilet ganthan. » « — Ma neuz nemed ann dra-ze oc’h ober poan d’ehoc’h, eme Ber, ne vezo ket diez ho konsoli. » « — Penaoz ta, eme Artem ? » « — O kas ann drouk-spered euz a gorf ho merc’h. » « — Mes piou a zo goest da ober eunn hevelep burzud ? » « — Me, eme ar c’hloarek, dre holl-c’halloud Jezuz-Krist, va Mestr ha va Doue. » « — Mar fell d’id, eme ar gardian, e kredfenn enn da Zoue hag enn he holl-c’halloud, torr da jadennou, digor ar prizoun da-unan, ha deuz e verr d’am c’haout a dreuz ar goardou a zo e tal ann or. » « — Mad, eme Ber, mont a rinn. »

Pa zistroaz d’he di, Artem a gountaz da Gandid, he c’hreg, ar gaoz a ioa bet etre ar Merzer hag hen. « — Sur, emezhan, ar c’hristen iaouank-se a zo troet he spered. Lavaret e pareo hor merc’h Paolina dre holl-c’halloud Jezuz-Krist, he Zoue, red eo beza sot evit komz evel-se. » « — Piou a c’hoar ? eme Gandid ; gortozomp da vihana ken na vezo guelet hag ober a rai ar pez en deuz lavaret. » « — Petra, eme ar gardian, c’houi oc’h euz kollet ho penn ive ? »

Mes d’ann ampoent Per a ioa dija var dreujou ann ti, guisket e guenn hag eur grusifi ganthan enn he zorn. Artem ha Kandid a oue mantret oc’h he velet hag en em strinkaz d’he dreid enn eur vouela hag enn eur lavaret : « N’euz ken Doue nemed Doue ar gristenien ! » Er memes amzer Paolina, ho merc’h, en em daol ive d’ann daoulin dirak ar Zant ha kerkent ann drouk-spered a deu kuit euz he c’horf enn eur grial : « — O Per, galloud Jezuz-Krist a zo ganez hag a ra d’inn tec’het. »

Amezeien ha kerent Artem ha Kandid, o veza klevet hano euz ar mirakl-se a ziredaz raktal d’ho zi, hag a c’houlennaz holl ar vadiziant. Per a ieaz dioc’htu da glask ar belek Marsellin, hag hema ho badezaz goude beza desket d’ezho ar c’henta misteriou euz ar feiz. Etre daou ar gouarner Serenuz a ioa kouezet klanv, hag epad he glenved Marsellin ha Per o devoue amzer da gelenn ervad ar gristenien nevez-se, ha d’ho lakaat e stad da c’hounit kurunenn ar verzerien.

Mes a veac’h e oue pare ar gouarner ma’z eaz enn egar ouz Artem. Ordren a eure dispenn he gorf gant fouetou ploumm, ha goudeze e c’halvaz dirazhan Per ha Marsellin. « — Me a lakai ober kement all d’ehoc’h, emezhan, ma ne ginnigit ket a ezans d’hon doueou. » « — Biken ne raimp ann dra-ze, eme Varsellin ; rak n’ez euz nemed eunn Doue, ha brasa follentez a zo eo anaout ouspenn unan. »

O klevet ar respount-se, Serenus a reaz skourjeza Marsellin enn eur feson didruez, ha pa oue blounset-holl he izili, e lavaraz liamma d’ezhan he zaouarn, hag he lakaat da c’hourvez enn noaz var dammou guer torret, heb rei netra d’ezhan da zibri na lezel goulou ebed ganthan. Per a oue taolet enn eur prizoun all, he dreid hualet. Mes enn noz varlerc’h eunn eal a dennaz ann daou verzer euz ho frizoun, hag ho c’hasaz d’al leac’h m’edo ar gristenien nevez o pedi.

Pa c’houezaz ar gouarner oant tec’het kuit, e tiskargaz he gounnar var Artem, hag e roaz urs d’he enterri ez-veo dindan eur bern mein, asambles gant he c’hreg hag he verc’h, nemed adori a rajent ann doueou faoz.

Ne oue ket dare d’ezho hen ober, hag edont o vont d’ar maro ho zri pa deuaz Marsellin ha Per d’ho diambroug evit ho c’hrenvaat muioc’h-mui er feiz. Neuze ar belek hag ar c’hloarek santel a oue kroget ennho adarre, hag heb dale e ouent koundaonet da veza dibennet. Ho merzerenti a erruaz e tro ar bloaz 304.


SONJIT ERVAD

Ar Verzerien, evel ann Ebestel enn ho raok, en em istime euruz p’o deveze eunn dra bennag da c’houzanv evit Jezuz-Krist ; rak gouzout a reant seul-vui a boan o devije er bed-ma seul-gaeroc’h a ze e vije ho c’hurunenn enn env. Ha c’houi, peur e koumprenot-hu ar virionez-se ? Ma ne c’hellit ket rei da Zoue ann holl merkou a garantez o deuz roet ar Zent hag ar Verzerien, bezit ato da vihana prest da vervel var ann heur kentoc’h eged he offansi biken dre eur pec’hed marvel hebken.