Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Klotild

Eus Wikimammenn
◄   Marsellin ha Per Klotild Fransez Karaksiolo   ►



ann trede devez a viz even


SANTEZ KLOTILD, ROUANEZ A FRANS
————


Ar zantez-ma a ioa nizez da C’hondevald, roue ar Bourgogn, hag a oue savet e palez he eontr. Klovis, roue Frans, o veza klevet hano euz he vertuz hag euz he gened, he goulennaz evit pried. Mes ar roue-ze a ioa c’hoaz paian, hag hi e devoa bet eunn deskadurez vad ha kristen enn he bugaleach ; n’edo ket e poan eta da zimezi da eur prins hag a adore c’hoaz ann doueou faoz. Asanti a reaz goulskoude dre ma oue roet d’ezhi da esperout ne zaleje ket he fried d’en em ziskleria kristen. Klovis a ieaz d’he diambroug beteg kear Soason, hag eno e oue great ann eured.

Klotild, eur vech dimezet, a zigasaz da zonj d’ar roue euz ar bromesa a ioa bet great d’ezhi enn he hano. Ne ehane, enn eur gomz outhan dre gaer, d’he alia da zeveni ar bromesa-ze, ha da zilezel erfin servich ann idolou. Mes Klovis a appelle ato : « — Diveatoc’h, emezhan, divezatoc’h me velo. » A hent all avad e leze ar rouanez da heul he relijion ha da ober he devosionou egiz ma karje ; rak leun oa a istim hag a respet evithi.

Ar Zantez o veza bet eur mab, ar roue a roaz kounje d’he vadezi. Mes ar c’hrouadur a varvaz-prest goude, ha Klovis a lavaraz d’he bried : « — Setu aze petra eo beza kaset ar c’hrouadur-ze da vadezi ; va doueou-me eo o deuz lamet he vuez diganthan evit en em venji. » Mes Klotild a respountaz : « — Evidon-me a drugareka ann Aotrou Doue euz a greiz va c’haloun abalamour m’en deuz va c’havet din da rei eunn eal d’ar baradoz. »

Ar rouanez e devoue eur mab all hag a oue badezet evel ar c’henta. Mes koueza a reaz goall glanv ive, ha setu ar roue, drouk ennhan, o lavaret : « — Guelet a reot, hema a varvo evel he vreur abalamour m’eo bet badezet eveldhan. » Goulskoude Klotild a bedaz Doue ker stard ha ker kalounek ma pareaz he mab dre virakl. Neuze Klovis a anavezaz en doa Doue he bried eunn tammik galloud ; evelato ne falvezaz ket d’ezhan c’hoaz trei kein d’he idolou.

Etre daou e savaz brezel etre ann Allemanded hag hen, ha p’edo o tiblas euz ar gear evit mont d’ar vrezel-ze, ar Zantez a lavaraz d’ezhan : « — Mar teu beac’h varnhoc’h, o pet sonj euz va Doue-me. » Ar roue ne eaz ket kalz a van evit klevet ar c’homzou-ma, ha setu hen var varc’h hag enn hent.

Erruout a eure gant ann Allemanded e Tolbiak, e kichen Kologn, hag eno ann diou arme a stagaz ann eil d’eben. Ar c’hrogad a badaz pell, ha dioc’h ann daou gostez e oue tomm d’ar zoudarded. Abarz ar fin goulskoude ar Fransizien a gollaz, ha Klovis he-unan a oue dare d’ezhan koueza etre daouarn ann enebourien.

Neuze eunn offiser a griaz ouz ar roue : « — Goulennit sikour digant Doue Klotild. » Klovis a zentaz raktal, hag a zavaz he zaoulagad etrezek ann env enn eur lavaret: « — Doue Klotild, mar roit d’inn ar viktor, me a gredo ennoc’h hag a vezo hiviziken fidel d’ho servich. » Kerkent ar Fransizien a ia adarre araok, hag ann Allemanded a renkaz tec’het d’ho zro. En em rei a rejont zoken pa veljont n’edont mui e stad d’en emzifenn, hag evelse Klovis hag he arme a c’hounezaz varnho eur viktor euz ar re gaera.

Ar roue a zigasaz kelou d’ar rouanez euz ar pez a ioa c’hoarvezet, hag ar c’helou-ze a lakeaz kaloun Klotild da zridal gant ar joa. Klovis a zalc’haz mad d’he c’her, ha pa oue distro euz ar vrezel, e oue kelennet var guirioneziou ar feiz ha badezet e Soason gant sant Remi, eskop Reims. Hen a oue ar roue kenta euz ann amzer-ze a en em ziskleriaz kristen katholik : ar rouaned all a ioa holl heretiked d’ann ampoent. Abalamour da ze eo bet hanvet ar Frans a-c’houdevez Merc’h hena ann Iliz.

Ar roue Klovis o veza deuet da vervel, santez Klotild en em dennaz e Tour, e kichen bez sant Martin, hag eno e tremenaz ann nemorant euz he buez o pedi Doue, o vizita ar beorien, ann dud klanv hag ar brizounierien, hag oc’h ober vad d’ann ilizou ha d’ar c’houenchou. Ac’hano ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou d’ann 3 a viz even euz ar bloaz 545.


SONJIT ERVAD

Santez Klotild a c’hounezaz ar roue he fried d’ar feiz katholik. Eur c’hreg hag a c’hoar he de ver a zo eunn tenzor ha ne ouzer priz ebed d’ezhan, eme ar fur Salomon. Dre he c’harantez hag he dousder e c’hell beza mestrez euz a galoun he fried, ha neuze eo eaz d’ezhi trei ar galoun-ze varzu Doue. Mar oc’h euz eur c’halloud bennag var spered ha var galoun ho kerent pe ho mignouned, en em zervichit anezhi evit ho dougen d’ar mad ha d’ar vertuz, hag ober dezho beva bepred evel guir gristenien ha guir vugale da Zoue ha d’ann Iliz.