Buhez ar Sent/1894/Leon II

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Irenee Leon II Per, Prins ann Ebestel   ►



ann eizved var ’nn ugent a viz even


SANT LEON, EIL EUZ ANN HANO, PAB
————



Ar zant-ma a ioa ganet er Sisiil ha mab da eur medisin. He dad hen lakeaz abred var ar studi, hag o veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz da veza habil e berr amzer. Mes he vertuz a ioa c’hoaz treac’h d’he zeskadurez. He natur vad hag he zoare vrao a blije d’ar bed, ha setu perak ive ar bed ne espernaz netra evit gounit he galoun. Mes hen n’en doa ken ioul nemed da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou, hag abalamour da ze e reaz fae var ann holl fortuniou kaer a ginniget d’ezhan, hag ez eaz da velek.

O veza belek, e oue karget da genta da zastum ha da ingala ann arc’hant a zave ar gristenien entrezho evit maga ar beorien. Kement a druez en doa ouz ar re-ma ma’c’h

en em lakea he-unan var ann douar noaz evit pourvei

d’ho ezommou. A hent all e serviche da skouer d’ann holl dud a iliz dre he vouiziegez var ar Skritur Sakr, dre he aked da brezeg ha dre ar zantelez euz he vuez.

Ar pab sant Agathon o veza deuet da vervel, Leon a oue choazet evit delc’her he blas. Hogen, kenta tra a reaz evel pab a oue embann, evel eur virionez hag a renker da gredi dindan boan da veza daonet, ez euz e Jezuz-Krist diou volontez evel ma’z euz diou natur, petra bennag n’ez euz nemed eur persounach. Ann dra-ma a ioa bet diskleriet dija gant trede konsil Konstantinopl.

Digemeret a reaz e Rom, gant he zousder hag he vadelez ordinal, daou euz ann heretiked a ioa bet eskummunuget gant ar c’honsil-ze, ha diskouez a eure d’ezho ker sklear oa faoz ar pez a zonjent hag a lavarent ma’c’h anavezchont erfin e tifennent ar gaou, ha ma c’houlennjont pardoun euz a greiz ho c’haloun. Neuze ar pab a lamaz ann eskummunugenn divarnho hag ho resevaz adarre e renk ar gristenien gatholik.

Evelse sant Leon a ioa leun a zousder hag a vadelez e kenver ar re a anzave ho faot gant humilite ; mes er memes amzer e c’houie beza rust e kenver ann dud ourgouilluz a jome aheurtet enn ho fals kredennou, hag evit ober d’ezho plega ec’h en em zerviche euz ann holl c’halloud en doa evel pab.

Goude m’oa pignet var gador sant Per, e kendalc’haz evel diagent da veza tad ann dud paour, ann intanvezed hag ann emzivaded keiz ; ho zikour a rea, n’e ken hebken dre he aluzennou, mes e kement feson ma c’helle. Evel eur pastor eveziant, e lakea urs e peb tra, betek zoken er c’han, hag he-unan e reaz himmou nevez evit ann offisou. Ar pez a glaske dreist holl oa maga ha kreski bepred ar feiz hag ann devosion etouez ann dud fidel.

O velet gouiziegez ha vertuziou ar zant-ma, ar gristenien o doa ioul e vije chomet pell da c’houarn ann Iliz. Mes sonjou Doue a zo dishenvel dioc’h sonjou ann dud. Doue en em hastaz d’her gelver davethan, ha mervel a

eure d’ann 28 a viz even euz ar bloaz 684, dek miz ha

seitek devez goude m’oa bet hanvet da bap. Eur c’heuz braz a oue d’ezhan, n’e ket e Rom hebken, mes e kement korn a ioa er bed katholik.


SONJIT ERVAD

Sant Leon a ioa leun a zousder hag a vadelez e kenver ar re a anzave ho faot gant humilite ; mes er memes amzer e c’houie beza rust e kenver ann dud ourgouilluz a jome aheurtet enn ho fals kredennou. Tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, kemerit skouer diouthan. Bezit ato prest da bardouni d’ho pugale pe d’ho servicherien pa ziskouezint kaout eur guir volontez da veza furoc’h hiviziken ; mes ive bezit rust enn ho c’henver mar kendalc’hont da veva enn ho roll, ha da ober ho fenn ho-unan enn despet d’ho kenteliou ha d’hoc’h aliou mad. O veza re jentil outho neuze, e teufac’h d’en em zaoni asambles gantho. Bea zo gouliou ha ne c’heller da barea nemed o lakaat ann tan varnho pe ann houarn ruz.