Buhez ar Sent/1894/Irenee

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Iann ha Paol Irenee Leon II   ►



ar seizved var ’nn ugent a viz even


SANT IRENEE, ESKOP HA MERZER
————



Irenee a ioa ganet e kichen kear Smirn enn Azii, hag a oue lakeat er skol gant sant Polikarp, eskop ar gear-ze. Petra bennag m’oa c’hoaz iaouankik d’ann ampoent, he zaoulagad a veze ato o para var he vestr, ha ne golle ket eur ger euz ar pez a lavare. « — He zelaou a reann, emezhan, pisa ma c’hellenn, ha kement a rea hag a lavare a skrivenn, nann var baper, mes e goeled va c’haloun. Chomet int eno abaoue ker sklear ha biskoaz, ha Doue a ra d’inn ar c’hras da zonjal ennho aliez. »

Enn eur skol ker mad, Irenee a deuaz heb dale da veza habil var ar skianchou sakr. Mes ne oa ket aoualc’h d’ezhan beza desket gant sant Polikarp ar pez en doa klevet ar zant-ma gant ann abostol sant Iann ; c’hoant en devoue c’hoaz da c’houzout petra o doa lavaret ann ebestel all d’ar re a ioa bet diskibien d’ezho. Lakeat en devoa enn he spered labourat hervez he c’halloud da ziarbenn ha da ziskar ar c’hredennou faoz a vele bemdez oc’h en em skigna etouez ar bobl fidel, hag evit kement-se e felle d’ezhan anaout difazi ar pez a ioa bet diskleriet gant Jezuz-Krist d’he ebestel, hag ar pez o doa ann Ebestel d’ho zro diskleriet d’ar gristenien euz ho amzer.

Goude beza dastumet anu traou-se holl enn he

vemor, Irenee a oue digaset e Frans gant sant Polikarp

evit sikour sant Pothin, eskop Lion. Sant Pothin a roaz d’ezhan ann Ursiou sakr, ha kerkent ec’h en em lakeaz da brezeg gant kalz a nerz ha da zifenn ar feiz katholik a enep ann heretiked hag ar baianed.

Sant Pothin o veza achuet he vuez dre ar verzerenti, sant Irenee a oue choazet evit delc’her he blas. Hogen, diskouez a eure kement a furnez evel eskop, hag he gomzou, he aliou hag he bedennou a zougaz kement a frouez, m’en devoue ann eur da c’hounit da Jezuz-Krist, n’e ket hebken holl dud Lion, mes c’hoaz eur maread euz ar re a ioa o chom er c’heariou all divar dro.

D’ar mare-ze, eskibien ann Azii n’en em glevent ket gant ar pab divar benn ann deiz ma tliet selebri gouel Pask. Enn Azii e selebret ar gouel-ma d’ar pevarzekved devez euz a loar veurs, hag ar pab a lavare ne dliet her selebri nemed d’ar zul varlerc’h.

Prest oa dija da deuler ann eskummunugenn var ar re ne zentchent ket outhan ; mes sant Irenee hen dizaliaz enn eur skriva d’ezhan : « — Tad santel, perak koundaoni eskibien ann Azii evit eur c’hiz hag a ioa heuliet er vro-ze enn ho raok? » Ar pab azelaouaz sant Irenee, hag eskibien ann Azii a gendalc’haz da zelebri gouel Pask d’ar pevarzekved devez euz a loar veurs betek konsil Nisee. Ar c’honsil-ma avad a zifennaz ne vije hiviziken selebret ar gouel-ze e nep leac’h nemed d’ar zul varlerc’h.

Sant Irenee ne ehane da ober brezel da fals kredennou ann heretiked; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da garet ann heretiked ho-unan.« — Ho c’haret a reomp, emezhan, enn eur feson talvoudusoc’h evit ho zilvidigez eget n’en em garont ho-unan; rak mar d-oump avechou rust enn ho c’henver, ne d-eo nemet evit parea gouliou ho ene ha lamet ann ourgouill euz ho c’haloun, abalamourann ourgouill-ze eo arpenn-kaoz euz ho aheurtamant. »

Ar zant-ma en deuz skrivet kalz levriou; mes ann darn vuia anezho a zo kollet, ha ne jom mui nemed

unan hag a zo pemp lodenn ennhan. Enn drede lodenn

ez euz komzou kaer ha dudiuz divar benn ar c’halloud o deuz ar pabed var ann holl gristenien. « — Kement Iliz zo er bed, eme ar Zant, da lavaret eo ann holl dud fidel, a renk beza a-unan gant Iliz Rom, abalamour houma eo Mestrez ann holl Ilizou all. »

Sant Irenee a oue lakeat d’ar maro evit ar feiz enn amzer ann impalaer Septim-Sever. He verzerenti a erruaz er bloaz 202, ha var a gounter, e oue merzeriet asambles ganthan betek naontek mil gristen.


SONJIT ERVAD

Sant Irenee ne ehane da ober brezel da fals kredennou ann heretiked ; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da garet ann heretiked ho-unan. Karit ive bepred ar bec’herien enn eur gasaat ho fec’hejou hag enn eur goundaoni ho dizursiou. Red e d’ehoc’h ato kaout truez ouz ho nesa, n’euz fors pe he gorf pe he ene a velit enn eur stad reuzeudik. Dreist holl, p’her guelit dallet gant ann diaoul, pedit Doue da skleraat he spered, ha grit, a hent all, kement zo enn ho kalloud evit ober d’ezhan chench buez.