Buhez ar Sent/1894/Korf sant Stephan Kavet

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Stephan, Pab ha Merzer Korf sant Stephan Kavet Dominik   ►


ann trede devez a viz eost


AR MEMOR EUZ ANN DIEZ MA OUE KAVET KORF SANT STEPHAN, KENTA MERZER
————



Sant Stephan o veza bet labezet gant ar Iuzevien, da lavaret eo, lazet a daoliou mein, ann dud fidel a enterraz he gorf gant kalz a respet ; mes gant ann amzer e teujot da ankounac’haat e pe leac’h oa bet enterret. Hogen, er bloaz 415, ez oa e bourg Kaphargamala er Judee eur belek santel, he hano Lusian, hag a ioa kustumm da vont bemnoz da gousket d’ann iliz evit teuler evez euz ann traou sakr. Eur guenorvez, tri a viz kerzu, edo hanter-zihun enn he vele, a ioa e chapel ar Mean-Fount, pa velaz dirazhan eunn den koz, braz ha kaer meurbed. He varo a ioa hirr ha guenn, he zillad guenn evel he varo, hag enn he zorn e touge eur vialenn aour.

Ann den koz-ma, o veza tosteat oc’h Lusian, her galvaz dre he hano a benn teir guech, hag a lavaraz d’ezhan mont da Jerusalem da lavaret d’ann eskop Iann dont da zigeri ar beziou el leac’h m’edo he relegou ha re eunn nebeut servicherien all da Jezuz-Krist. « — Evelse, emezhan, e c’hello meur a hini obten trugarez digant ann Aotrou Doue. »

Lusian d’he dro a c’houlennaz ouz ann den koz piou oa, ha kerkent e respountaz : « — Me eo Gamaliel, ann hini en deuz great skol var al lezenn d’ann abostol sant Paol. Er zao-heol d’ar beziou ema korf sant Stephan, a oue labezet gant ar Iuzevien er meaz euz a gear Jerusalem. Ann dud fidel her c’herc’has ac’hano enn noz, dre va urs-me, hag a gasaz anezhan da eunn ti am boa var ar meaz. Me hen enterraz goudeze er plas ma tlienn beza enterret va-unan. Nicodem, ann hini a deue da velet Jezuz dre guz, a zo eno ive ena

eunn arched all. Pa renkaz kuitaat Jerusalem
abalamour d’ar garantez en doa evit hor Zalver, me a roaz

digemer d’ezhan em zi, ha chom a eure ganen betek fin he vuez. He enterri a riz gant henor e kichen Stephan. Er memes leac’h ec’h enterriz c’hoaz va mab Abidas, a zo maro em raok d’ann oad a ugent vloaz. Korf hema a zo enn trede arched, hag enn arched-se e oue lakeat ive va hini-me goude va maro ; abalamour da ze eo ann huela. »

Goulskoude Lusian en doa beac’h o kredi ar pez a lavare ann den koz, ha ne d-eaz ket dioc’htu da Jerusalem. Mes d’ar guener varlerc’h Gamaliel a zistroaz d’he gaout, hag a ziskouezaz d’ezhan peder baner, teir aour hag unan arc’hant. Euz ann deir baner aour, diou a ioa leun a roz guenn, hag ann drede, a roz ruz. Ar baner arc’hant a ioa karget a louzou a c’houez vad.

Lusian a c’houlennaz petra zinifie ar paneriou-ze hag ann traou a ioa ennho. « — Ar baner a zo leun aroz ruz a verk Stephan, eme C’hamaliel, abalamour m’en deuz skuillet he c’hoad evit Jezuz-Krist. Ann diou baner aour all a verk Nikodem ha me, hag ar baner arc’hant a verk va mab Abidas, abalamour m’eo maro gant sae venn he vadiziant. » Var gement-se, Lusiana zihunaz hag a drugarekeaz Doue ; mes nez eaz ket c’hoaz var dro ann eskop Iann, A benn eiz dez goude, Gamaliel a deuaz d’he gaout evit ann drede guech, hag a rebechaz d’ezhan he leziregez da zenti. Diskleria a eure, ouspenn, e vije fin d’ar zec’hor a ioa er vro d’ann ampoent, kerkent ha ma vije kavet ar relegou m’en doa great kaoz anezho. Enn dro-ma Lusian ne varc’hataz mui, ha setu hen da Jerusalem da gounta he histor d’ann eskop Iann.

Hema a vouelaz gant ar joa oc’h he glevet, hag a lavaraz d’ezhan hasta klask ar relegou-ze. Ho c’hlask a reaz da genta dindan eur bern mein a ioa e kichen he iliz; mes eur manac’h santel a ziskleriaz d’ezhan, euz a berz Gamaliel, n’e ket eno edont. Neuze e lakeaz toulla enn eur plas all, hag heb dale e oue dizoloet ann tri arched hag eur mean hag a ioa skrivet varnhan, e lizerennou braz, ar pevar hano-ma : Stephan, Nikodem,

Gamaliel, Abidas. Lusian a gasaz raktal ar c’helou-ze da

eskop Jerusalem, hag hema a deuaz dioc’htu da Gaphargamala gant daou eskop all.

A veac’h e oue digoret arched sant Stephan ma oue karget ann ear a c’houez vad. Eur maread tud a ioa bodet tro var dro, ha kalz anezho a ioa tud klanv pe vac’hagnet. Hogen, trizek ha tri-ugent euz ar re-ma a bareaz var ann heur. Korf ar Zant a ioa eat e ludu ; mes ann eskern a ioa enn ho fez ha chomet enn ho flas. Eul lodennik a oue lezet e Kaphargamela, hag ann arched o veza bet serret adarre var ann nemorant, ann eskop Iann la roaz urs d’he zougen e prosesion da Jerusalem, e leac’h m’oa bet great sant Stephan avieler. Kerkent e kouezaz glao aoualc’h evit lakaat ann traou da boulza enn douar kouls ha biskoaz. Ar relegou santel-ze a oue kaset goudeze da Gonstantinopl, hag ac’hano e ouent digaset da Rom.


SONJIT ERVAD

Doue en deuz roet da anaout meur a vech, enn eur feson mirakuluz, e pe leac’h pa enterret he zervicherien. Ann dra-ma a ziskouez d’eomp sklear ar c’hoant en deuz e ve henoret ho relegou. Ar relegou-ze, ha kement a zo bet var dro ar Zent, evel chadennou sant Per, o deuz bet ive aliez ar vertuz da berea klenvejou ar c’horf. Bezomp eta leun a respet hag a zevosion evitho, ha ma ne obtenomp ket ato iec’hed evit hor c’horf, dre ar respet hag ann devosion-ze, ec’h obtenimp da vihana grasou a zilvidigez evit hon ene : ar pez a dal kalz hirroc’h.