Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Kintin

Eus Wikimammenn
◄   Marsell ha Kasian Kintin Gouel ann Holl Zent   ►



ann unan ha tregont a viz here


SANT KINTIN, ESKOP HA MERZER


————


Ar zant-ma a ioa ganet e Rom, ha mab da eur senatour. Ne c’houezer ket pe da vare e oue gounezet d’ar feiz ; mes, abaoue m’oa bet badezet, en devoa kement a ioul da labourat evit silvidigez ann eneou ma c’houlennaz kounje digant ar pab Kaius da vont da brezeg ann Aviel d’ar broiou paian. Ar pab hen digasaz e Frans asambles gant dek misioner all.

Setu eta Kintin enn hent goude beza lavaret kenavo d’he dud. Erruout a reaz betek ar Pikardi, hag eno ez eaz da jom da gear Amiens. Ne oue ket pell er gear-ma na lakeaz eur maread paianed da zilezel servich ann doueou faoz. Ar brud euz he zantelez hag euz he viraklou a rea d’ann holl diredet d’he zelaou, ha den ne c’helle herzel ouz nerz he gomzou. Niver ar gristenien eta a greske bemdez enn dro d’ezhan.

Mes etre daou e oue diskuillet da Riktiovar, a c’houarne ar Frans d’ann ampoent evit impalaer Rom, hag a ioa deuet da ober eur bale da Amiens. Ar gouarner-ze en doa urs da lakaat ann holl dud fidel d’ar maro nemed nac’h a rajent ho feiz. Lavaret a eure dioc’htu kregi e Kintin hag he gas d’ar prizoun. Antronoz her galvaz dirazhan, hag p’en devoue klevet piou hag euz a be leac’h oa, e komzaz outhan evelhenn : « — Gant ar vez da vihana ! Mab eur senatour eveldhoc’h-hu, heul superstisionou ar gristenien ! » « — Ar relijion gristen, eme ar Zant, n’euz ket a zuperstisionou ennhi ; mes deski a ra d’eomp anaout ar guir Doue, ha Jezuz-Krist, he Vab ; rak ho toueou-c’houi ne d-int nemet drouk-sperejou. »

Ar respount-ma a lakeaz Riktiovar da vont enn egar, ha setu hen hag ordren skourjeza Kintin betek ar goad. Epad ann amzer-ze ar Zant a drugarekea ann Aotrou Doue, hag abarz ar fin e teuaz eur vouez euz ann env hag a lavare : « — Dalc’h mad ato, Kintin, me a zo enn da gichen. » Kerkent e kouezaz ar vourrevien a stok ho c’horf d’ann douar enn eur c’houlenn sikour digant ar gouarner.

Riktiovar a gemeraz ar burzud-ma evit eun taol maji, hag a reaz neuze kas ar Zant da eur prizoun heuzusoc’h ha tenvaloc’h eged ann hini m’oa bet ennhan araok. Mes eunn eal henn tennaz ac’hano e kreiz ann noz, goude beza pareet he c’houliou ha torret he jadennou, ha da c’houlou-deiz Kintin a ioa o prezeg d’ar bobl var brasa plasenn a ioa e kear. C’houec’h kant bennag a c’hounezaz d’ar feiz dre ar brezegenn-ze, hag enn ho zouez edo gardianed ar prizoun. Ar re-ma a goumprenaz n’en doa gellet ar Zant tec’het euz ar prizoun, heb gouzout d’ezho, nemed dre virakl.

Goulskoude ar gouarner a jome ato aheurtet enn he zallentez. Rei a reaz urs da vourrevi Kintin adarre enn eur feson skrijuz, ha goudeze e lavaraz he gas da eur gear all, el leac’h ma tlie mont he-unan ; rak aoun en doa na deuje pobl Amiens d’en em zevel enn he enep ma lakaje anezhan d’ar maro er gear-ze.

Enn eur erruout er gear all, Riktiovar a ordrenaz treuzi korf ar Zant, azalek he chouk betek he zivorzed, gant bizier houarn moan. Mes, kaer en devoue, Kintin a jome bepred stard enn he feiz, hag o velet ne c’helle ket beza treac’h d’ezhan, ar gouarner her c’houndaonaz erfin da veza dibennet. He verzerenti a erruaz d’ann 31 a viz here euz ar bloaz 287, hag ar gear el leac’h ma oue lakeat d’ar maro a zo bet hanvet Sant-Kintin a-c’houdevez.


SONJIT ERVAD

Spountet oc’h marteze o klevet hano euz ar poaniou o deuz gouzanvet ar Verzerien, ha n’oc’h ket evit miret da gemeret poan var ho zikour. Hogen, mar d-emaoc’h e stad a bec’hed marvel, oc’h euz c’hoaz muioc’h a leac’h da gaout truez ouzhoc’h hoc’h-unan. Rak petra eo ar poaniou-ze e skoaz ar re a virit eur pec’hed marvel hebken ? Lakit eta oc’h holl zoursi epad ar vuez-ma d’en em ziouall dioc’h ar pec’hed marvel ma ne fell ket d’ehoc’h gouzanv da viken enn ifern poaniou kalz goasoc’h eget re ar Verzerien.