◄ Kintin | Gouel ann Holl Zent | Gouel ann Anaoun ► |
emdez, epad ar bloaz, hor mamm zantel ann Iliz a ra
memor euz a eur zant bennag, a ginnig d’eomp eur
zant bennag da henori. Mes petra eo niver ar zent-se e
skoaz niver ar re n’int ket anavezet ? Nag a dud a zo brema
ho eneou er baradoz, tud a bep oad hag a bep stad, goazed
ha merc’hed, ha ne c’houezer nag ho hano, nag e pe
vro, nag e pe amzer o deuz bevet ! Lod anezho a zo tremenet
dre ar bed-ma heb beza remerket gant den, ker
paour ha ker kuzet oa ho buez ; lod all a zo bet remerket,
hag istim a zo bet evitho zoken abalamour d’ho
vertuziou ; mes goude ho maro int bet ankounac’heat
buhan, ha pell zo ne zonjer mui ennho.
Goulskoude Doue n’en deuz ket great evel ann dud ; he lagad a zo bet ato o para var ar zent hag ar zentezed-se ; digemeret en deuz ho eneou enn he varadoz, ha da zeiz ar varn ziveza e tiskouezo ho gloar d’ar bed holl. Mes, da c’hortoz, daoust ha n’e ket deread e teufemp, ni ive, d’ho henori var ann douar ? Hi n’o deuz ket brasoc’h ioul eget d’hor guelet oc’h erruout d’hon tro el leac’h m’int erruet dija ho-unan ; goulenn a reont evidomp ar grasou m’on euz ezomm anezho, ha prest int bepred d’hor zikour dre ho fedennou. Hon dever eo eta merka hon anaoudegez vad d'ezho holl guitibunan, ha setu aze, da genta, perak e deuz ann iliz gourc’hemennet ober ar gouel-ma.
Hor mamm zantel ann Iliz e deuz gourc’hemennet ober ar gouel-ma, d’ann eil, evit rei kaloun d’eomp da gerzet var roudou ar zent hag ar zentezed a zo bet enn hon raok var ann douar. Etouez ar zent hag ar zentezed-se ez euz meur a hini hag o deuz bevet er stad m’emaomp hon-unan, meur a hini hag o deuz labouret var ar vicher ma labouromp hon-unan ; perak eta ne c’hellfemp-ni ket ober ar pez o deuz-hi great, da lavaret eo, en em zantifia ha gounit ar baradoz eveldho o veva er stad m’o deuz bevet, o labourat var ar vicher m’o deuz labouret ?
Nag a dadou hag a vammou, nag a vistri hag a vestrezed a zo brema euruz gant Doue, hag o deuz bet muioc’h a dregas eget n’oc’h euz-hu gant ho ziegez, ho bugale hag ho zervicherien ! Nag a vugale hag a zervicherien, hag o deuz bet muioc’h a boan gant ho zadou hag ho mammou, gant ho mistri pe ho mestrezed ! Nag a dud iaouank, potred ha merc’hed, hag a ioa krevoc’h ho zechou fall eget na d-eo ho re-c’houi, hag a zo bet tentet goasoc’h eged hoc’h-hu gant ar bed hag ann drouk-pered ! Nag a brinsed hag a brinsezed, nag a offiserien hag a zoudarded, nag a varc’hadourien hag a hostizien, nag a dud all a bep seurt micher, hag a ioa diesoc’h d’ezho ober ho zilvidigez eget n’az eo d’ehoc’h-hu ! Nag a bec’herien erfin, hag o deuz great marteze muioc’h a bec’hejou ha brasoc’h pec’hejou eget n’hoc’h euz-hu great ! Ann dud-se holl a zo en em zantifiet enn despet d’ho zechou fall, enn despet da dentasionou ar bed hag ann drouk-spered, enn despet d’ann holl diezamanchou a gavent enn ho stad, enn despet d’ho fec’hejou zoken : perak eta, eur vech c’hoaz, ne c’hellit-hu ket ober ar pez o deuz-hi great ? Gras Doue n’e ket bet manket d’ezho, ha ne vanko ket d’ehoc’h ken nebeut mar bezit fidel d’he goulenn gant humilite hag heb paouez.
Selaouit petra lavar d’ehoc’h var gement-se ar Zent ho-unan : « — Goad Adam a rede enn hor goazied evel ma red enn ho re-c’houi, ha setu perak oamp sempl eveldhoc’h dre natur ; mes kavet on euz nerz er bedenn hag er zakramanchou. Ann darn vuia ac’hanomp n’o deuz ket great a draou braz, a draou burzuduz epad ho buez ; mes aketuz oump bet holl da ginnig da Zoue hon labour pemdeziek ; klasket on euz plijout d'ezhan e peb tra ; var evez e vezemp ato evit en em ziouall dioc’h ar pec’hed, ha Doue en deuz hon rekoumpanset o rei d’eomp perz enn he c’hloar hag enn he joauzded. Grit evelse hoc’h-unan, hag eunn deiz e viot ive euruz asambles ganeomp. »
Lagad ann den n’en deuz biskoaz guelet, he skouarn n’en deuz biskoaz klevet, hag he spered ne c’hello biken koumpren pegen dudiuz eo beza e baradoz ann Aotrou Doue. N’euz ket eta da varc’hata ; red eo poania da erruout eno goude ar vuez-ma, kousto pe gousto. Eno ema tud hor bro ouz hor gortoz ; eno ema dija marteze lod euz hor c’herent, euz hor mignouned. Ma ne d-eomp ket di, ez aimp d’ann ifern : enn unan euz ann daou blas-se e renkimp chom da viken. Rak-se divorfilomp, hag, enn eur zevel hon daoulagad etrezek ann env, leveromp gant sant Aogustin : « — O palez kaer a Zoue, el leac’h m’eo peb tra dous ha n’ez euz netra c’houero ; palez heb he bar, el leac’h ma vezo ar roz heb drein, ar peoc’h heb brezel hag ar vuez heb fin ; piou ne vezo ket joa ganthan labourat, o c’houzout ez oc’h ar rekoumpans euz he labour ? Piou a c’hellfe fallgalouni, o c’houzout ez euz ennhoc’h eur gurunenn da lakaat var he benn ? »