Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Kador sant Per enn Antioch

Eus Wikimammenn
◄   Gregor II Kador sant Per enn Antioch Per Damian   ►



ann eil var ’nn ugent devez a viz c’houevrer


KADOR SANT PER ENN ANTIOCH
————


Abarz dont da Rom, sant Per en doa tremenet seiz vloaz e kear Antioch, e kostez ar Zao-Heol. Hogen, ann lliz a ra eur gouel hirio e memor euz ann deiz ma’z eaz di da jom, evel ma ra eur gouel all d’ann trivac’h a viz genver e memor euz ann deiz ma teuaz da Rom. Ann daou c’houel-ze a zo hanvet Gouel Kador Sant Per, ar pez a zinifi : Gouel evit digas da zonj euz ann devez ma’ch azezaz sant Per evit ar vech genta, e kear Antioch pe e Rom, var he gador a eskop hag a bap.

Ar gristenien genta ne vankent morse da zelebri deiz ha bloaz ho badiziant. Da genver ann devez-ma e reant adarre ar promesaou o doa great da Zoue p’oant bet badezet, hag e trugarekeant anezhan abalamour m’oa plijet ganthan ho reseo etouez he vugale. Ne gave ket d’ezho e vije kaeroc’h devez enn ho buez eget devez ho badiziant, p’e guir oa ann devez m’oant ganet da vuez ar c’hras, ann devez m’oant bet great heritourien euz ann Env.

Eur c’hiz ker santel a reaz d’ann eskibien selebri ive ar memor euz ann deiz ma vezent bet sakret pe lakeat var ho zron, ha goude ho maro zoken, ar bobl a gendalc’he aliez da zelebri ar memor euz ann deiz-se. Setu petra zo erruet evit ann daou c’houel a hanver Kador Sant Per enn Anlioch ha Kador Sant Per e Rom. Ann daou chouel-ma a zo koz-koz, hag el levriou a zo bet skrivet enn amzer genta euz ann lliz ez euz dija hano anezho.

« Ho zelebri a dleomp, eme ar pab sant Leon, gant kement a joa ha ma selebromp merzerenti Prins ann Ebestel. Merzerenti sant Per a zigas d’eomp dazonj euz ann deiz euruz ma oue kurunet enn env; mes enn daou c’houel all ec’h henoromp ar garg heb he far en deuz bet digant Jezuz-Krist pa oue choazet ganthan evit delc’her he blas var ann douar. Goulennomp digant Doue ar c’hras da jom bepred stag ouz Kador sant Per; rak, anez, n’ez euz silvidigez ebed evidomp. »

Hor Zalver a zo maro var ar groaz evit ann dud holl. Lavaret a c’heller ive enn eur feson en deuz sant Per, he genta vikel var ann douar, prezeget ann Aviel d’ann holl boblou p’e guir en deuz prezeget d’ar re a gomze ann tri langach a ioa muia anavezet enn he amzer. Ann tri langach-ma oa langach ann Hebreed, ar gregach hag al latin. Hogen, e Jerusalem hag er Judee, sant Per en deuz prezeget d’ar re a gomze langach ann Hebreed ; goudeze, e kear Antioch, en deuz prezeget d’ar re a gomze ar gregach, hag erfin, e Rom, en deuz prezeget d’ar re agomze al latin. E kear Antioch e oue roet evit ar vech genta ann hano a gristenien d’ar re a heulie relijion Jezuz-Krist.

Enn iliz Sant-Per di Castello e Veniz, e virer eur gador hag a gounter e deuz servichet da Brins ann Ebestel epad m’edo o chom enn Antioch. Ann impalaer Mikeal Paleolog a roaz ar gador-ze d’ann duk a Veniz; resevet e oue eno gant kals a henor, hag abaoue ann dud fidel o deuz ato eunn devosion vraz evithi.

SONJIT ERVAD

Evel ar gristenien genta, bezit fidel da zelebri deiz ha bloaz ho padiziant. It da govez ha da gommunia enn deiz-se mar d-eo eaz d’ehoc’h, ha ma ne c’hellit ket mont enn deiz-se, it kenta ma c’hellot goudeze. Nevezit neuze ar promesaou a zo bet great evidoc’h da Zoue gant ho paeroun hag ho maerounez, ha livirit a greiz ho kaloun e fell d’ehoc’h ato trei kein da Zatan, d’he bompou ha d’he oberiou, hag anaout bepred Jezuz-Krist evit ho Mestr hag ho Roue.


PEDENN EVIT NEVEZI PROMESAOU AR VADIZIANT :

Treinded santel hag adorabl, Tad, Mab ha Spered-Glan, tri ferson enn eunn Doue hebken, ho trugarekaat a rann abalamour m’eo plijet ganehoc’h va reseo enn hoc’h Iliz hag e renk ho pugale dre ar sakramant a vadiziant. Ra zeui ann elez, ann holl zent ha sentezed euz ar baradoz, ha va zant patroun dreist ar re all, d’am zikour d’ho trugarekaat evit eur c’hras ker kaer.

Ober a rann a nevez, ac’hanon va-unan, ar promesaou a zo bet great evidon da zeiz va badiziant. Ia, euz a greiz va c’haloun me fell d’inn trei kein da Zatan, d’he bompou ha d’he oberiou: trei kein da Zatan, da lavaret eo, d’ann drouk-spered, tad ar gaou, d’ann hini a zo bet muntrer ann eneou abaoue ar penn kenta euz ar bed; trei kein da bompou Satan, da lavaret eo, da genteliou faoz ar bed, d’he vraoigou ha da gement tra goullou ha difoun a zo ennhan; trei kein da oberiou Satan, da lavaret eo, d’ar pec’hed ha da gement tra a zoug d’ar pec’hed. Kristen ounn, Jezuz-Krist eo va Mestr ha va Roue, hag enn he zervich hebken e fell d’inn hiviziken lakaat va holl gloar ha klask va holl joa ha va holl euruzded.