Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Gregor II

Eus Wikimammenn
◄   Sant Eucher Gregor II Kador sant Per enn Antioch   ►



ann unan var ’nn ugent a viz c’houevrer


SANT GREGOR, EIL EUZ ANN HANO, PAB
————


Gouel ar zant-ma a errue d’ann trizek euz ar miz



Gregor a ioa ganet e Rom, hag en em roaz da zervich Doue azalek he vugaleach. O veza bet skoliet gant ar pab sant Serj, e oue great abostoler hag avieler, ha goudeze ez eaz da Gonstantinopl da ober koumpagnunez d’ar pab Konstantin. Eno e tiskouezaz dirak ann impalaer eur furnez, eur vouiziegez hag eunn nerz-kaloun dispar evit difenn ar relijion ha lezennou ann Iliz.

Goude maro ar pab Konstantin, e oue choazet evit delc’her he blas er bloaz 715. Kenta tra a reaz er garg-se a oue lakaat rapari mogeriou Rom evit kaeat oc’h al Lombarded, ha sevel a nevez ann ilizou a ioa hanter-gouezet enn ho foull. Er memes amzer e kasaz daou visioner, leun a ioul evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou, da brezeg ar feiz enn Allemagn : er vro-ma ez oa c’hoaz neuze eur maread poblou paian. Ann daou visioner-ze oa sant Korbinian ha sant Bonifas. Sant Korbinian a zakraz eskop er bloaz 716, ha sant Bonifas er bloaz 723 ; sant Bonifas a oue hanvet a-c’houdevez abostol braz ann Allemagn.

Gregor a gasaz ive eur belek santel gant eur guchenn venac’h da zevel a nevez kouent Menez-Kasin, a ioa bet dismantret gant al Lombarded seiz-ugent vloaz araok, hag e kouenchou Rom, a ioa kouls lavaret goullou d’ann ampoent, e lakeaz adarre menac’h devot evit kana noz-deiz meuleudiou ann Aotrou Doue. He di he-unan zoken a jenchaz enn eur gouent goude maro he vamm, hag oc’h ar gouent-ma e stagaz kalz leveou ha douarou, ken e kear ken var ar meaz. Dougen a reaz erfin lezennou leun a furnez evit lamet ar giziou fall euz a douez ann dud fidel, hag asambli a eure eur c’honsil e Rom divar benn ann dra-ze.

Etre daou, Leon ann Izorian pe a Izorii a ioa bet hanvet da impalaer Konstantinopl. Ann impalaer-ma, bet marc’hadour loaned enn he iaouankiz, a lakeaz enn he benn oa pec’hed henori ann imachou, ha setu hen hag ordren tenna euz ann ilizou kement taolenn ha kement krusifi a c’helle beza ennho. Sant Gregor, o veza klevet ar c’helou-ze, a skrivaz raktal d’ann impalaer evit diskouez d’ezhan pegen diskiant oa ar zonj a ioa deuet enn he spered. « Ar pez oc’h euz lakeat enn ho penn, a lavare ar pab enn he lizer, a zo kountrol-beo da feiz ann lliz katholik ha da skridou ann tadou santel. »

Ann impalaer a ieaz enn egar o lenn al lizer-ma, hag a zigasaz tud d’ann Itali a benn teir guech gant urs da laza Gregor pe d’he derri euz he garg. Mes ann dud-se ne c’helljont ket dont a benn euz ho zaol : pobl Rom hag ar boblou divar dro a viraz outho. Epad ann amzer-ze ar Zant a greske he aluzennou, he iuniou hag he bedennou, evit goulenn sikour digant Doue. Bemdez e lakea ober prosesionou dre ruiou kear enn eur gana al litaniou.

Goulskoude unan euz ann dud fallakr a ioa bet digaset d’ann Itali gant ann impalaer Leon, ann diveza anezho, a c’hounezaz Luitprand, roue al Lombarded, ha setu hema ha dastum eunn arme evit sailla var Rom. Mes Gregor a deuaz d’he gaout er meaz euz a gear, hag a gomzaz outhan gant kement a nerz hag a zousder ma chenchaz enn eunn taol kount evel eunn all enn he blas. En em strinka a eure da dreid ar pab enn eur c’houlenn kounje diganthan da vont da iliz ar Vatikan, hag eur vech erruet eno, e tirollaz da vouela hag e roaz he gleze hag he gurunenn aour e prezant da zant Per.

Gregor a gendalc’haz betek he varo da zifenn ar feiz katholik a enep Leon ann Izorian. Evit kement-se ec’h asamblas adarre eur c’honsil e Rom, hag ar c’honsil-ma a ziskleriaz a nevez eo eunn dra vad hag eur c’hustumm devot henori ar c’hroaziou hag imachou ar Verc’hez hag ar Zent. Ar pab santel a skrivaz ive c’hoaz meur a lizer d’ann impalaer evit klask lakaat anezhan da zont ennhan he-unan ha da anaout oa faziet. Erfin, d’ann unnek a viz c’houevrer euz ar bloaz 731, e roaz e peoc’h he ene da Zoue, hag he gorf a oue enterret enn iliz ar Vatikan.

SONJIT ERVAD

Ar baianed guech all a adore e guirionez idolou pe batromiou great gant koat pe gant mean, gant aour pe gant arc’hant ; da lavaret eo, e rentent d’ann idolou ze ann henor n’eo dleet nemed da Zoue hebken, e kemerent ann idolou-ze evit guir doueou. Setu aze petra eo ar pec’hed a idolatri. Mes ni, kristenien katholik, ne reomp ket ar memes tra evit ar c’hroaziou hag imachou ar Zent: ne adoromp nag ar c’hroaziou, nag ann imachou-ze evel doueou. Evelse, pa zaludomp eur groaz koat pe eur groaz vean. p’en em daolomp d’ann daoulin dirazhi, pa bokomp d’ezhi, n’e ket d’ar c’hoat pe d’ar mean eo e fell d’eomp rei ar merkou-ze a respet hag a garantez, mes d’hor Zalver Jezuz-Krist a zo maro evidomp var ar groaz. Er memes tra, pa bedomp dirak imach ar Verc’hez pe dirak imach eur zant bennag, n’e ket d’ann imach-se ken nebeut, ha pa ve enn aour pe enn arc’hant, e kasomp hor pedenn mes d’ar Verc’hez he-unan pe d’ar zant a zo he batrom dirazomp. N’euz idolatri ebed eta enn henor a rentomp d’ar c’hroaziou ha da imachou ar Verc’hez hag ar Zent, evel a lavare guech all Leon ann Izorian hag evel a lavar c’hoaz hirio ar brotestanted.

Ar groaz, relegou pe imachou ar zent, lakeat dirag hon daoulagad, a zigas sonj d’eomp euz ho c’henteliou hag a vir ouz ’ar spered da redet du-ma du-hont, a greiz ma vezomp o pedi.