Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Hermenejild

Eus Wikimammenn
◄   Sabas Hermenejild Justin   ►



ann trizekved devez a viz ebrel


SANT HERMENEJILD, MERZER
————


Hermenejild a ioa mab da Leovijild, roue Visigothed Spagn. He dad a heulie fals kredenn ann Arianed, hag hen a oue savet ive er relijion faoz-se. Mes dimezet e oue da Ingond, merc’h da roue ann Aostrazii e Frans, hag aliou he bried ha prezegennou sant Leandr, eskop Sevill, a reaz d’ezhan trei kein d’ann heretiked evit en em ziskleria kristen katholik. He dad a ieaz enn egar pa glevaz ar c’helou-ma, hag a gasaz eunn arme da ober brezel d’ezhan; rak Hermenejild a ioa dija roue d’ann ampoent. Evel on euz merket e buez sant Leandr, Leovijild enn doa great teir lodenn euz he rouantelez : unan en doa roet da Hermenejild, he vab kosa, eunn all da Rekared, ann eil, hagann drede en devoa miret evithan. Hermenejild en doa bet ann Andalouzii evit he lod, hag a ioa o chom e Sevill.

Ar prins iaouank a zonjaz n’en doa ket a bec’hed oc’h en em zifenn a enep arme he dad, p’e guir oa roue kerkouls hag hen, ha ne reat brezel d’ezhan nemed abalamour d’he relijion. Mes koll a eure. Sevill a gouezaz etre daouarn he dad, hag eur gear all, el leac’h m’oa en em dennet goudeze gant tri c’hant soudard euz ann dibab, a oue kemeret ive gant Leovijild ha lakeat ann tan ennhi.

Hogen, Hermenejild a ioa tec’het da iliz ar gear-ze pa deuaz he vreur Rekared da lavaret d’ezhan en devije he c’hras digant he dad mar karje mont da c’houlenn pardoun outhan. Hermenejild a zentaz ouz he vreur hag a ieaz raktal d’en em strinka da dreid he dad. Leovijild a reaz ann neuz d’he bardouni, hag her briataz gant karantez hervez ann doare. Mes prest goude e roaz urs da lamet diganthan he vantell a roue, d’he garga a jadennou ha d’hen teuler er prizoun.

Hermenejild, o veza kollet ar rouantelez en devoa var ann douar, ne zonjaz mui nemed da c’hounit hini ann env. Tremen a rea he holl amzer o pedi Doue hag o kastiza he gorf dre bep seurt pinijennou. Goulskoude he dad ne espernaz netra evit lakaat anezhan da zistrei da fals kredenn ann Arianed ; mes ar prizounier kalounek ne zelaouaz na gourdrouzou, na promesaou, hag a jomaz ato stard enn he feiz. N’euz fors petra veze lavaret d’ezhan, e kendalc’he da respount ar pez en doa bet skrivet d’he dad araok beza didronet : « — Anzao a rann, va zad, oc’h euz bet kalz a vadelez evidon; abalamour da ze ive me vezo leun a respet hag a garantez evidhoc’h betek va huanad diveza. Mes penaoz e fell d’ehoc’h ez afenn-me d’en em zaoni evit eur vogedenn a henor ? Prest ounn da vervel kentoc’h eget trei kein d’ar virionez goude m’en deuz great Doue d’inn ar c’hras d’he anaout. N’e ket just en defe eunn tad muioc’h ac’halloud var he vab eget lezenn Doue hag ar goustians. »

Etre daou, ec’h erruaz amzer Bask, ha Leovijild a lavaraz da eunn eskop heretik mont da gommunia he vab d’ar prizoun. « — Ma reseo ar gommunion diganehoc’h, eme ar roue, e vezo mignoun d’inn adarre. » Mes Hermenejild a gasaz ann eskop-se divar he dro. « — C’houi, emezhan, n’emaoc’h ket e guir Iliz Jezuz-Krist ha ne c’hellit konsakri korf hor Zalver nemed enn eur ober eur sakrilach ; biken ne resevinn ar gommunion euz ho torn. » Leovijild ne oue mui treac’h d’he gounnar pa glevaz ann dra-ze, ha setu hen ha rei urs da lakaat he vab d’ar maro. Ar bourreo a gavaz ar Zant var he zaoulin, hag a faoutaz d’ezhan he benn gant eunn taol bouc’hal. He verzerenti a erruaz d’ann trizek a viz ebrel euz ar bloaz 586. Enn noz varlerc’h e oue klevet ann elez o kana enn dro d’he gorf, ha lod a lavar e oue guelet ive enn he gichen goulou var elum ha n’oant ket bet lakeat eno gant ann dud.

Ar roue Leovijild en devoue keuz d’he dorfed goudeze, hag a anavezaz ar virionez euz ar relijion gatholik; mes, gant aoun rak he zujidi, ne gredaz ket dilezel fals kredenn ann Arianed. Mervel a eure eta heretik, goude beza lavaret da zant Leandr kelenn he vab Rekared evel m’en doa kelennet Hermenejild. Rekared avad a oue guell ganthan kerzet var roudou he vreur merzer eget kemeret skouer dioc’h he dad. Dilezel a reaz a-grenn fals kredenn ann Arianed, hag heb dale ar Visigothed holl a deuaz da veza kristenien katholik eveldhan.


SONJIT ERVAD

Tad sant Hermenejild a anavezaz ar virionez euz ar relijion gatholik, ha goulskoude e varvaz heretik. Rekared, breur d’ar memes sant, a oue furoc’h: hema a oue guell ganthan kerzet var roudou he vreur eget kemeret skouer dioc’h he dad. Petra zervich d’ehoc’h anaout ar mad a dleit da ober ma n’her grit ket e guirionez ? Nemed brasoc’h pec’hed n’oc’h euz ken evelse. Ne heulit morse ar skouer fall, ha grit ar pez a zo enn ho kalloud evit heul ato, er c’hountrol, kement skouer vad a velot dirak ho taoulagad.