Buhez ar Sent/1894/Sabas

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Leon I Sabas Hermenejild   ►



ann daouzekved devez a viz ebrel


SANT SABAS, MERZER
————



Ar zant-ma a ioa euz a vouenn ar Gothed, eur bobl gouez hag a ioa deuet euz a gostez ann Hanter-Noz da draon ann Europ. Azalek he vugaleach en doa heuliet ar relijion gristen, ha ken troet oa var ann devosion ma labouraz hed he vuez da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. He galoun a ioa distag-krenn dioc’h traou ar bed, hag he vrasa plijadur oa kana enn iliz, ha delc’her neat ha kempenn ann ornamanchou sakr. Ne ehane da bedi noz-deiz, ha kastiza a rea ive he gorf dre ar binijenn. Aketuz oa da holl deveriou he stad, ha ne baoueze da zougen ar re all d’ar vertuz dre ann aliou hag ar skoueriou mad a roe d’ezho.

Er bloaz 370, Athanarik, roue ar Gothed, en em lakeaz da ober brezel da gristenien he rouantelez. Ordren a eure d’ezho da genta dibri kig hag a ioa bet kinniget e Sakrifis d’ann idolou. Hogen, el leac’h m’edo Sabas o chom, ez oa paianed hag o doa c’hoant da zavetei ho

buez d’ho c’herent kristen. En em glevet a rejont gant

beleien ann doueou faoz evit lakaat rei d’ezho kig ordinal e plas ann hini a ioa bet kinniget d’ann idolou, ha neuze e leverjont d’ezho dibri ar c’hig-se evit ober ann neuz da zenti oc’h urs ar roue. Mes Sabas a ziskleriaz dirak ann holl oa pec’hed ann dra-ze, hag evelse e viraz ouz meur a gristen da goueza e rouejou ann drouk-spered.

Goudeze ec’h erruaz er geriadenn eunn offiser euz a berz ar roue evit ober eunn enklask piz euz ann dud fidel. Ar baianed a ioa prest da doui var ho le ne oa kristen ebed enn ho zouez.

Mes Sabas a redaz buhan d’ho c’haout, hag a lavaraz d’ezho : « — Arabad e d’ehoc’h toui evidon-me, rak evidon-me a zo kristen. » Ar baianed a douaz neuze ne oa nemed eur c’hristen er geriadenn. Kerkent offiser ar roue a ro urs da zigas ar c’hristen-ze dirazhan, ha setu Sabas ha mont heb aoun ebed. Ann offiser o veza goulennet hag eunn den pinvidik oa, ar baianed a respountaz n’en doa netra var he hano nemed ann dillad a ioa ganthan. Goude ar respount-ma, ann offiser ne c’houlennaz ket hirroc’h hag a lezaz Sabas da zistrei d’ar gear heb ober netra d’ezhan.

Mes er bloaz varlerc’h ar bersekusion a zirollaz adarre goasoc’h eget biskoaz. Tri devez goude Pask, Sabas a oue tennet euz he vele e kreiz ann noz gant eul vandenn zoudarded, ha treinet diarc’henn ha kouls lavaret enn noaz a dreuz ann drez hag ar spern. Ouspenn-ze ar zoudarded ne ehanent da skei ganthan a daoliou fouet hag a daoliou baz. Goulskoude, pa deuaz ann deiz, ne oa gouli ebed enn he gorf, hag he dreid n’oant ket ribinset zoken. « — Guelit, eme ar merzer kalounek d’he vourrevien, kaer oc’h euz bet, n’oc’h euz great drouk ebed d’inn. »

Ar mirakl-ma, e leac’h digeri ho daoulagad d’ar zoudarded, ne reaz nemed kreski ho c’hounnar. Staga a rejont Sabas a-istribill oc’h eunn treust, he zaouarn liammet adren he gein, ha goudeze e lakejont dirazhan kig

hag a ioa bet kinniget e sakrifis d’ann idolou. « — Piou

en deuz lavaret digas ar c’hig-se ama, eme ar Merzer ? » « — Athanarik, hor mestr, eme ar zoudarded. » « — Ho mestr ? eme Zabas ; evit lavaret mad, n’euz ken mestr nemed Doue ; rak hen hebken en deuz krouet ann env hag ann douar, ha kement tra a zo. »

Var gement-se, kabiten ar zoudarded a lavaraz d’ar re-ma mont da veuzi ar Merzeier ster Musovo. Pa ouent digouezet var ribl ar ster, ar zoudarded a vennaz argila. « — D’ober petra, emezho, lakaat ann den-ma d’ar maro ? Laoskomp anezhan da redet; Athanarik ne c’houezo ket petra on devezo great. » Mes Sabas a lavaraz d’ezho : « — Grit ar pez oc’h euz urs da ober; me vel emaer dija o c’hortoz va ene er baradoz. » Neuze ar zoudarded a grogaz er Merzer hag her stlapaz er ster. Pa oue eat he gorf d’ar goeled, ar zoudarded a zankaz c’hoaz beg eur gifflenn enn he stomok. He verzerenti a erruaz d’ann daouzek a viz ebrel euz ar bloaz 372 : ne oa c’hoaz nemed eiz vloaz ha tregont.


SONJIT ERVAD

Nac’h ar feiz a zo zur eur pec’hed braz; mes ober ann neuz hebken ôVhe nac’h a zo pec’hed ive. ra vez hano euz ar feiz, ne c’heller morse chom etre daou : red eo he anzao pe he dianzao, red eo en em ziskleria evit Jezuz-Krist hag he Iliz, pe evit ann diaoul hag ar re a heul he genteliou. Ann nep ne gred ket a zo dija barnet, eme ann Aviel; mes ann nep en deuz mez pe aoun oc’h anzao ar pez a gred a vezo dianza-vet ive gant Jezuz-Krist da zeizar varn. Diouallit eta, ne lavarann ket hebken aa asanti gant enebourien ar relijion, mes c’hoaz da ober ann neuz hebken da asanti gantho ; evelse e rofac’h d’ho nesa eur skouer euz ar re falla, hag ann dra-ze a ve eur pec’hed braz euz ho perz.