Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Gregor Taumaturj

Eus Wikimammenn
◄   Melani Gregor Taumaturj Dedi iliz sant Per hag iliz sant Paol   ►



ar seitekved devez a viz du


SANT GREGOR, TAUMATURJ, ESKOP
————


Gregor, leshanvet Taumaturj Den ar miraklou abalamour d’ann niver braz a viraklou kaer en deus great, enn he vuez, a ioa ganet e kear Neosezaree e rouantelez ar Pount guech all. He dad hag he vamm a ioa paianed ; mes koll a reaz he dad d’ann oad a bevarzek vloaz a greiz m’edo oc’h ober he studi, ha divar neuze e teuaz da ziskredi oa eur follentez adori doueou great gant mean pe gant koat, gant aour pe gant arc’hant.

Etre daou ez eaz d’ar Palestin asambles gant eur c’hoar d’ezhan a ioa he goaz eno. Er vro-ze e reaz anaoudegez gant Orijeen, unan euz ann Tadou habila euz ann Iliz, hag ann doktor-ma her gounezaz heb dale da feiz Jezuz-Krist.

Eur vech badezet, Gregor a zistroaz d’ar gear, ha goude beza guerzet he holl vadou ha roet ann arc’hant d’ar beorien, ec’h en em dennaz enn eunn tu bennag a gostez evit beva he-unan gant Doue. Mes ne oue ket lezet pell e peoc’h. Ar brud euz he zantelez a reaz d’ann arc’heskop Fedim he henvel da eskop e Neosezaree. Pa glevaz ar c’helou-ze, Gregor a redaz da guzat enn eunn ermitach all. Mes red e oue d’ezhan senti abarz ar fin, ha goude beza resevet ann Ursiou, e oue sakret eskop. Neuze e c’houlennaz digant Fedim eur pennad amzer evit studia guelloc’h c’hoaz guirioneziou ar relijion, ha Fedim a roaz d’ezhan he c’houlenn.

Hogen, eunn nozvez, m'edo o vedita var ar guirioneziou-ze, e velaz dirazhan enn eunn taol kount eunn den koz hag eur vaouez ha n’e doa ket he far etouez merc’hed ann douar. Ar vaouez-ma oa ar Verc’hez, hag ann den koz oa sant Iann Avieler. « — Iann, eme ar Verc’hez grit skol d’ann eskop-ma var misteriou ar feiz. » Raktal ann abostol a gomzaz da C’hregor enn eur feson dudiuz divar benn mister ann Dreinded. Ar Zant a lakeaz dioc’htu he gomzou dre skrid, ha goudeze ec’h en em zervichaz anezho evit kelenn d’he dro ar bobl a ioa fiziet enn he garg.

Tremen a rea ann noz o pedi, hag ann deiz o prezeg hag oc’h ober miraklou. O veza ma kreske bemdez niver ar gristenien, e oue red sevel eunn iliz evitho. Gregor en doa kavet eur plas brao evit ann dra-ze, nemed oa re striz : ar mor, dioc’h eur c’hostez, hag eur menez, dioc’h eur c’hostez all, a vire ne vije gellet ober ann iliz hirr ha ledan aoualc’h.

Ar Zant ne fallgalounaz ket evit ken nebeut a dra. Sonj en doa euz ar c’homzou-ma euz ann Aviel : « — O pezet eur feiz krenv, ha ma livirit da eur menez : Sav ac’halese hag en em daol er mor, e sento ouzhoc’h raktal. » Goulenn a reaz eta digant Doue ma teuje ar c’homzou-ze da vir evithan, ha Doue a zelaouaz he bedenn : ar menez a jenchas plas hag en em dennaz larkoc’h.

E kichen Neosezaree ez oa eur ster hag a veze avechou, dreist holl er goanv, beuzet ann douarou divar dro gant ann dour anezhi. Ann dra-ma a rea kalz gaou ouz ann dud divar ar meaz ; mes Gregor a gemeraz truez ouz ann dud keiz-se, hag eunn devez setu hen ha sanka he vaz var ribl ar ster enn eur zifenn ouz houma, euz a berz Doue, en em astenn mui var ann douarou divar dro. Ar ster a zentaz, hag hiviziken ann dud divar ar meaz ne oue mui goloet ho douarou gant ann dour beuz.

Ar brud euz ar miraklou-ze a rea da eur maread tud dont da gaout ar Zant evit klask ar iec’hed, pe evit reseo diganthan eun ali mad bennag, pe erfin evit he bedi da lakaat ar peoc’h entrezho. Euz ann niver-ma e oue daou vreur ha ne c’hellent ket en em glevet divar benn eul lenn o doa bet enn heritach digant ho zud. Peb hini anezho a lavare e renke al lenn-ze beza d’ezhan. Dija oant prest d’en em ganna paz eaz Gregor da dremen ann noz var bord al lenn. A benn ar mintin, houma a ioa dizec’het-holl ; ne jome mui eur banne dour ennhi, hag o velet ar burzud-se ann daou vreur en em unanaz var ann heur.

Enn he glenved diveza, ar zant-ma a c’houlennaz ped paian a ioa c’hoaz e Neosezaree. « — Seitek, » a respountaz unan bennag. « — Doue ra vezo meulet ! eme C’hregor neuze ; ne oa just nemed seitek kristen pa ouenn hanvet da eskop. » Var gement-se e pedaz ann Aotrou Doue da skleraat sperejou ar seitek paian a jome c’hoaz, ha goudeze e varvaz e peoc’h er bloaz 270, oajet a zek vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Neosezaree a ioa eur gear vraz, ha goulskoude sant Gregor a c’hounezaz d’ar feiz, epad ma oue eskop, holl baianed ar gear-ze nemed seitek. Pebez joa ha pebez fizians ne dle ket da gaout enn heur ar maro eur mestr hag en deuz evelse gounezet da Zoue ann holl eneou a ioa enn he garg ! Pebez joa ha pebez fizians ne dle ket da gaout ive var ho zremenvan eunn tad hag eur vamm hag o deuz kelennet ato ho bugale hag ho zervicherien hervez Doue, ha great d’ezho heul bepred hent ar zilvidigez pe ho digaset adarre var ann hent-se mar d-int bet avechou faziet divarnhan !