Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Melani

Eus Wikimammenn
◄   Jertrud Melani Gregor Thaumaturj   ►



ar c’houezekved devez a viz du


SANT MELANI, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet enn eskopti Guened, a dud a lignez huel, hag a oue savet e doujans Doue enn he vugaleach hag enn he iaouankiz. Pa oue echu he studi ganthan, e c’helle erruout er c’hargou henorapla hag ober eur fortun gaer er bed ; rak bez ez oa eunn den a zoare, fur ha direbech enn he gomportamant, ha karet gant ann holl. Mes c’hoant mont da vanac’h en devoa, ha setu hen, d’ann oad a drivac’h vloaz, hag en em denna enn eur gouent el leac’h ma’c’h heuliet eur reolenn a vuez euz ar re strisa.

Eno e oue heb dale eur skouer a bep seurt vertuziou evit ar venac’h all. Humbl oa evel eur c’hrouadur, dous evel eunn eal, aketuz da bedi ha da gastiza he gorf dre ar binijenn ha distag-krenn dioc’h traou ann douar. Setu perak, pa deuaz ar maro d’ar superior, e oue choazet evit delc’her he blas.

Melani a ioa dija belek d’ann ampoent, hag a benn eunn tachad goude, e oue hanvet da eskop e Roazon. Ne gemerazar garg-ma nemed enn despet d’ezhan, hag eur vech m’en devoue he c’hemeret, e kreskaz he bedennou hag he binijennou. Chom a rea pell hag hirr da vedita enn noz ; mes gant ann dra-ze ne ankounac’hea ket deveriou he stad.

Ober a rea tro he eskopti aliesa ma c’helle evit lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl, diarbenn ann dizursiou ha digas d’ar gear ann denved dianket. Eunn nebeut paianed a ioa c’hoaz er vro enn he amzer ; mes ar Zant ho gounezaz holl, kouls lavaret, da feiz Jezuz-Krist, ken dre nerz he gomzou, ken dre ar burzudou a rea ; rak Doue en devoa roet d’ezhan ive ann donezoun a viraklou.

Eunn droiad e tigasaz adarre e buez eunn den koz euz a eskopti Guened, hag eunn droiad all e pareaz Euzeb, roue Breiz, hag he verc’h Aspazii, dioc’h eur goall glenved o doa paket abalamour da eunn torfed great gant ar roue. Ar prins-ma o veza anzavet he faot ha goulennet pardoun enn eur vouela, Melani a bedaz Doue evithan hag evit he verc’h, ha raktal ec’h en em gavchont ho daou ker iac’h ha biskoaz.

Klovis, roue Frans, o veza klevet hano euz ar miraklou-ze, a c’halvaz ar Zant da vont d’he balez. Melani a ieaz, petra bennag n’en doa ket kalz a c’hoant da guitaat he eskopti, ha pa oue erruet, Klovis ne c’houie ket peur en devije great stad aoualc’h anezhan. Ar roue-ze en em blije o kemeret kuzul diganthan pa veze nec’het gant eunn dra bennag, ha dre he ali e lakeaz sevel meur a iliz ha meur a gouent, hag ingala aluzennou braz etre ann dud paour hag ezommek.

Er bloaz 511, e oue asamblet e Orlean eur c’honsil el leac’h ma’c’h en em gavaz daou ha tregont eskop. Melani a ioa unan anezho, hag a oue remerket etouez ar re all dre he spered lemm, he zeskadurez hag he aked da zifenn guirioneziou ar feiz a enep ann heretiked.

Meur a vloaz goude, ar Zant a ioa e kear Anjer d’ann deiz kenta euz ar c’horaiz asambles gant pevar eskop all, hag ar re-ma her pedaz da gana ann offerenn enn iliz ann Introun Varia. Pa oue echu ann offerenn, Melani a ginnigaz d’ann eskibien all peb a damm bara benniget evel eur merk euz ar garantez a dlie beza etre hi hag hen.

Tri euz ann eskibien-ze a zebraz dioc’htu ho bara benniget ; mes ar pevare a lezaz he damm da goueza enn he vruched gant aoun da derri he iun. Hogen, pa’z eaz ann eskop-ma goudeze da glask he vara benniget, e oue spountet-holl o velet oa chenchet enn eunn aer hag a rea ann dro d’he gorf. Raktal ec’h anavezaz oa bet manket, ha setu hen d’en em strinka da dreid ar Zant enn eur c’houlenn pardoun. Melani a roaz he vennoz d’ezhan, ha kerkent ann aer a deuaz adarre da veza eunn tamm bara.

Sant Melani a garie beza he-unan gant Doue, hag abalamour da ze ec’h en em denne aliez enn eur gouent en doa lakeat sevel el leac’h m’oa ganet. Eno e varvaz leun a veritou er bloaz 530 ; mes he gorf a oue kaset da Roazon da enterri, ha prest goude e oue savet eunn iliz gaer var he vez.


SONJIT ERVAD

Ann eskop a zo hano anezhan e buez ar zant-ma, hag a lezaz he vara benniget da goueza enn he vruched, n’en doa ket great ann dra-ze dre fae var ar bara benniget, mes gant aoun rak terri he iun. Penaoz eta oa bet manket e kement-se ? O lakaat lezenn ar iun araok lezenn ar garantez. Ann tamm bara benniget en doa kinniget d’ezhan sant Melani a ioa eur merk euz ar garantez en devoa ar zant-ma evithan. Setu perak e tleje beza debret dioc’htu ann tamm bara-ze, petra bennag ma’z oa iun, evit ober plijadur da Zant Melani ; rak ar garantez eo rouanez ann holl vertuziou, ha lezenn ar garantez a dle beza miret ato dreist an holl lezennou all.