Buhez ar Sent/1837/Yan Calybit
◄ Gouel a Rouanez | Yan Calybit | Maur ► |
r Sant-mâ a voa ganet e Constantinopl ; e dad
hac e vam, tuchentil vras, ha tud a zougeanç Doue
en instruas er vad hac e c’hare meurbet abalamour
d’e natural douç, d’e vodesti ha d’e oboissanç.
Sul vui e cresque en oad, sul devotoc’h ha sul parfetoc’h e teue ive bemdez. N’en devoa nemet daouzec vloaz, pa zigoueas e ty e dad ur Religius da c’houlen logea, hac a oue recevet gant cals a garantez. Ar c’hrouadur yaouanc, ravisset o velet e zevotion, a c’houlennas digantâ e pe fæçoun e vever en e gouent ; an Tad o veza respontet penaus e voant pevar-c’hant er memes couent, hac e voant occupet-oll an eil rum goude eguile, da gana meuleudiou an Autrou-Doue nos-ha-dez, heb discontinui morse tout, ar c’hrouadur a zisclerias dezâ secretamant ar c’hoant bras en devoa da vont da servicha Doue er memes couent. Caër en devoa an Tad-se represanti dezâ e voa re yaouanc. Tad Santel, eme ar c’hrouadur, pa inspir din an Autrou Doue un hevelep resolulion, e roi din ive dre e c’hraç an nerz d’en em acquita eus va dever ; ha n’ho quitaïn quet quen n’ho pezo prometet din e tremenot dre amâ, pa zeuot en dro, evit va c’haç gueneoc’h d’ho couent : n’ouffac’h quet ma revus heb en em opposi da volonlez Doue. Ar religius oc’h aznaout ennâ un devotion hac ur gouraich dreist e oad, en assuras e tigouesse gantâ. Ar c’hrouadur Santel he songeas mui nemet d’en em brepari ; hac a bedas e dad hac e vam da rei deza levr an Aviel, o lenn pehini e tremenas un amser vras bemdez.
Ar Religius a zalc’has mad d’e bromessa, hac o veza e gavet en e zistro startoc’h eguet biscoas en e resolution, n’en devoe douët ebet na zeue e vocation abers Doue ; proposi a reas dezâ discleria e santimant d’e guerent, mæs ar Sant en disalias, en ur lavaret e teuzent d’en em opposi, hac e voa ret partial heb gouzout dare da zen ebet. Caout a rezont ul Lestr prest da sortial, pehini o rentas betec ar gouent.
E dad hac e vam, pere n’o devoa quet guelet ar Religius pa zistroas, ha pere ne vouyen quet pelec’h e voa eet o mab, a reas e glasq partout dre ar vro, mæs Doue a bermetas na songeas den da vout d’e glasq er gouent e pehini e medo.
Queit ha ma voa an oll e caoûn e ty e dad, ar Religius yaouanc a voa carguet a gonsolation e ty Doue, hac a jouisse eus a ur peoc’h hac ur joa pehini a ree dezâ anconec’hât an oll madou en devoa dileset er bed. Ur bligeadur quen douç a sante o cana meuleudiou an Autrou Doue, ma voa e vrassa poan pa voe ret sortial eus ar c’hœur.
Goude beza tremenet c’huec’h vloaz er gouent, gant ur fervor admirabl, en em santas inspiret da vont da echui ar rest eus e vuez e quichen e dad hac e vam, heb en em rei da aznaout dezo, o veva evel ur paour, diaznaveet, ha dispriset. Discleria a eureu e santimant d’an tad abad, hac en em strincas d’e dreid en ur c’houlen e bermission evit accomplissa e zessein. An Abad, goude beza e emprouet ur maread amser, er permetas dezâ. Quemeret a eureu souden an hent da dy e dad ; hac, o veza cavet ur paour var e hent, e chènchas e habit gant e hini. Quentre ma velas an ty, en em laqueas var e zaoulin, en ur lavaret : va Doue, roit din ar c’hraç da veza fidel deoc’h, ha n’am abandounit quet en danger : gouzout a rit ne d’ê quet evit quitaat ho servich e tistroàn var-zu va c’herent : o abandounet emeus dre garantez evidoc’h : mar tostaàn out-o, ne d’eo nemet evit trec’hi, bete dindan o daoulagat, ar garantez hac an deneridiguez a santàn c’hoas evit-o.
O veza arruet, var an diveat, e tremenas an nos var dreuzou an or borz. Unan eus ar servicherien, o veza e gavet eno dious ar mintin, a guemeras truez ountâ, hac a c’houlennas perac n’en devoa quet scoet var an or. Ar Sant er pedas da c’houlen conge evintâ digant an Autrou, da sevel ul logig er porz. E dad pehini a oa un den charitabl meurbet, a gonsantas. Eno e tremenas tri bloaz, evel ur paour estranjour, ha rebutet, dispriget, goapeet alies gant mevellien an ty. E occupation hac e oll gonsolation oa en em antreteni gant Doue dre an Oræsoun. O veza couezet clàn, hac o c’houzout e tostee e heur, e c’houlennas parlant ous an Ilron, da behini e lavaras : Itron, pedet am eus Doue d’ho recompansi, c’hui hac an Autrou, eus ar garantez hoc’h eus bet evidon : goulen a ràn digueneoc’h c’hoas ar c’hraç da veza, enterret er plaç-mâ e pehini em eus tremenet an tri bloaz divezâ eus va buez ; neuse, o quemeret lêvr au Aviel, pehini a voa e oll vad, er presantas dezi, oc’h e fidi d’e receo. An itron, o sellet pis ous al lêvr, a lavaras : allas ! al lêvr-mâ a so hènvel ous an hini a roïs, bremâ nao bloaz, d’am mab paour, da behini e vouelàn c’hoas bemdez. O veza disqueset al lêvr d’an Autrou, e aznavezas rac eon e voa ar memes lêvr o devoa roet d’o mab. An Autrou, o santout e galon tomet, a lavaras dezâ : paour quez, chetu c’hui prest da apparissa dirac Doue, anzavet ar virionez : abaoue p’eur hoc’heus-hu al lêvr-mâ ? Digant piou hoc’heus-èn bet ? Piou oc’hu ? Ha pe hano hoc’heus-hu ? Neuse ar Sant, o tenna un huanad hir, a lavaras dezo gant ur vouez sempl ar c’homsou diveza-mâ : hennes eo lêvr an Aviel ho poa roet din, hac eus a behini emeus æzaet heulia al Lesen ; me eo ar mab-se da behini e vouelit nao bloaz-so. O clevet ar c’homsou-mâ, e teuzout d’en aznaout dre mercou ous pere n’o devoa quet quemeret evez quent. Neuse, gant ar joa o devoa da veza cavet o mab, ha gant ar glac’har d’en aznaout nemet er mare ma yee da dremen, e teuzont d’e vriata gant ar brassa teneridiguez. Penaus, va mab quer, eme e vam en ur grial, a ret eo goude ho peza bet dindan va daoulagat epad tri bloaz, n’hoc’h aznaveen nemet er moumet ma yeet da vervel ? E dad n’en em explique nemet dre e zaelou ; an oll servicherien, diredet d’an trous, a vesque o daelou gant re o mestr. Ar Sant o veza tremenet, etre divrec’h e dad hac e vam, en em daulzont-oll d’e dreit evit bouchat dezo.
Ur foul bras a dud a ziredas evit guelet ar Sant ; soueset e voant-oll, ha leun a admiration. Mervel a eureu var dro ar bloaz 447, d’an oad a ur bloaz varn-uguent. Enterret e voe er plaç m’en devoa goulennet ; hac e dad a reas souden goude sevel un Ilis caër er memes plaç.
Admiromp couraich ar Sant-mâ, e vertuz, e vortification, e humilite, hac ispicial an nerz eus a c’hraç an Autrou Doue.