Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Gouel a Rouanez

Eus Wikimammenn
◄   Simeon Stilit Gouel a Rouanez Yan Calybit   ►


Ar c’huec’hvet devez a viz Guenver.


AN DEIZ SANTEL
EUS A EPIFANI HOR SALVER,
HANVET GOUEL AR ROUANEZ.


————


An Ilis e deus bepret celebret ar gouel-mâ gant ur solanite vras, abalamour ma e deus-èn bepret consideret evel ar gouel eus a vocation ar Gentilet d’ar feiz.

Souden goude ma voe ganet Salver ar bed e Bethleem, e oue guelet en oriant ( e bro sao heaul ), ur stereden dreist-ordinal, caër ha brillant meurbet. Tri Roue eus ar vro-ze, pere a hanver Gaspar, Baltazar ha Melchior, o consideri ar stereden miraculus-se, hac o veza er memes amser sclereet gant ur sclerigen interior, a gomprenas penaus ez oa ar Stereden eus a behini en devoa comset ar Profet hac a dlie beza ar merq eus ar Roue pehini e dlie dont er bed evit silvidiguez ar bed-oll. Quemeret a rezont o zri hep dale, an hent a Judee, e pelec’h e vouïent e tlie beza ganet ar Roue-ze desiret gant an oll nationou. Ar memes Stereden a yee bepret arau-zo hac o c’hunduas epad o beaich, pehini a badas daouzec dez pe var an dro. Mæs pa oant arru tost da Jerusalem, e tisparissas ar sclerigen. Neuse e antresont e quaer, hac e c’houlensont pelec’h edo ar Roue nevez a zeuent da adori, hac a behini o devoa guelet ar Stereden. Peb unan a ïoa soueset o velet tud eus o seurt, pere a zeue a-bell evit adori Roue a Jusevien, pehini ne aznayent quet o-unan.

An neventi-ze a droublas hac a spountas ar Roue Herodes gant an aoun en devoa na vise lamet digantàn e gurunen ; ober a reas d’an Doctoret eus al lesen dont d’e gaout, evit goulen diganto pelec’h e tlie ar Messiaz besa ganet : respont a resont oa e Bethleem, evel m’en devoa discleriet Doue dre e Brofet Michee. Herodes, pehini en devoa dija furmet an dessin d’em zisober eus ar c’hrouadur divin, a lavaras secretamant d’an tri Roue : iit, emezàn, da Vethleem, pa ze eno e tle beza ganet ar Messiaz, en em informit eus a guement a aparchant ous ar c’hrouadur, hac, en distro, deut, me ho ped, da lavaret din ar c’hêlou, evit ma zain ive va-unan de adori. Pourchu a resont eta o hent, ha quer buan e velzont adarre o Stereden, pehini o c’haças rag-eon da Vethleèm.

Concevit ar joa o devoe pa velzont c’hoaz o sclerigen dirazo, hac ispicial pa en em arretas var an ty ma edo ar Roue nevez. Antren a rezont, hac e quefsont an hini a glasquent, etre divrec’h e vam benniguet : ne barisse netra a guement en disting-se dious ar vugale all ; mæs ar memes sclerigen interior pehini e devoa graet dezo aznaout petra sinifie ar stereden a reas dezo aznaout, a-dreus an exterior simpl-se, ar vajeste suprem a Zoue en em c’hraet den. En em brosterni a resont dirazàn oc’h e adori evel ar Mæstr souveren ha Redemptor ar bed ; presanti a resont dezàn ar pez o devoa a breciussa en o bro, aour, ezenç ha myr : aour, evel un tribut d’o Roue ; ezenç, evit e adori evel Doue, ha myr, evit aznaout ez oa den : hac, hervez an avertissamant roet dezo gant un Æl, e tistrozont d’o bro dre un hent all.

Æz eo compren pebes abondanç a c’hraçou a recevas an tri Roue-ze, gant pebes feiz, gant pebes carantez e tistrozont d’o c’harter ; e pelec’h goude beza discleriet ar burzudou o devoa guelet, e miritzont o zri caout ur maro eürus. Raporti a reer penaus e voe transportet da guenta o relegou da Gonstanlinopl, hac er fin da Coloign, e pclec’h o mirer c’hoas bremâ gant cals a respet.

Ar poent principal eus ar myster-mâ eo ar vocation eus ar Gentilet d’ar feiz, d’an aznaoudeguez eus a Jesus-Christ. Trugarecaït Doue da veza o calvet d’ar religion gristen, nac en em rentit dign eus ar faver-ze, o c’heulia an avis a. ro an Abostol sant Paul d’ar bobl a Efees : Me ho ped instamant, va breudeur, da veza en hevelep fæçoun ma reglot ho puez var ar santelez eus ho vocation.

REFLEXION.

Tri Roue o velet ur stereden dreist-ordinal, a aznavezas, dre un inspiration divin, ez oa ganet Salver ha Redemptor ar bed ; ha quer buan en em lequezont en hent evit e adori. Pebes feiz ! pebes oboissanç ! pebes couraich ! Un inspiration vad a so ur stereden pehini a sclera hor speret hac hor c’hundu da Zoue ; beza eo ar vouez a Zoue pehini a barlant ouzomp, pehini hon istru, pehini hon exhort, pehini hor gourdrous. Pe gueit amser so abaoue ma parlant Doue ouzoc’h, ma ho calv, ma ho clasq, ma ho ped da guitaat ar pec’het, ha da rei dezâ ho calon. Pet stereden o deus apparisset d’ho taoulagat ? Cousgoude o serra a rit d’an oll sclerigen-ze, diferi a rit ho conversion. Hac evelse eo e oboisser da Zoue ?

Petra ve bremâ an tri Roue-ze, mar o devise manquet da heul ar stereden ? Maro e vizent en o infidelite ; ha c’hui raa ne heuliet an inspiration pehini a sclera ho speref hac a douich ho calon, a so en danger bras da vervel en ho pec’het. Doue a zeu da devel goude beza parlantet ; en em retira a ra goude beza clasquet, abandouni a ra ar pec’her goude beza scoet var dor e galon ; disprijout a ra goude beza bet disprijet ; punissa a ra goude beza pell-amser anduret. Ah ! ene paour, abandounet e vezi abalamour n’hoc’h eus quet aznavezet an amser ma eo deut Doue d’az bisita : tennet vezo diguenet ar sclerigen a behini ne profites quet.

O va Doue, aznaout a ràn ne doun quet c’hoas abandounet, pa glevàn c’hoas ho mouez pehini am spount hac am gourdrous. Re bell-amser so abaoue ma edoc’h o squei var dor va c’halon. Petra c’houlennit-hu diguenê, va Doue ? Parlantit c’hoas ur veich, hac e oboissin deoc’h.