Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Yan-Frances Regis

Eus Wikimammenn
◄   Guibert Yan-Frances Regis Madalen Pazzi   ►


Ar pevare-var-nuguent a viz Maë.


SANT YAN-FRANCES REGIS.


————


Ar Servicher bras-mâ da Zoue a oue ganet en ur guær vian a Escopti Narbon ; epad ma oa er scol hac ne hentas morse nemet bugale pe scolerien vertuzus ha devot ; quemense ive er sicouras cals da gonservi e innoçanç. Goude m’en devoa achuet e scoliou, en em rentas Jesuist. O veza bet lequeet da zisqui, e poanias er memes amser da renta e scolerien habil ha devot ; ur sourci bras a guemere anezo-oll, mæs remerqui a rezeur bepret penaus e care muy ar re baoura.

An desir ardant en devoa evit silvidiguez an eneou a reas dezàn goulen permission da vont d’ar C’hanada etouez ar sauvaget, evit o instrui ac o c’hounit da Zoue ; mæs Doue en devoa e zestinet evit sanctifia hor Provincou, hac evit renouveli en hon amser ar burzudou o devoa græt an Dud Apostoliq er gommancamant eus an ilis.

Coumanç a reas da rei Missionou e Languedoc, e pelec’h e reas ur mad infinit quên dre e instructionou, quên dre an exempl eus e vuez santel. Cundui a ree ur vuez tenn ha poanius meurbet. En em gavout a ree abars an deiz en ilis, e pelec’h, goude ar beden dious ar mintin, e ree un instruction d’ar bobl ; goudese e lavare an Oferen, ac e prezegue diou pe deir gueich bemdez ; tremen a ree an nemorant eus an amser o coes ; ar visitou a ree d’ar re glàn hebquen, a serviche dezàn evit disquya. Ar goàn, ar sorn, an ærc’h, ar glao hac ar frim ne oant quet capabl da yenât an ardor.

Ar Missioner santel-mâ e oa quen anflamet dre ar garantez divin, ma vihe alies ravisset e galon, ha ma vihe clevet o lavaret e creiz e fervor, ar c’homsou-mâ : O va Doue ô va c’harantez, perac ne allàn-me quet ho caret quement ha ma er militet !

Eus ar garantez vras-ze en devoa evit Doue e teue ar garantez tener en devoe bepret evit ar beaurien, n’er gueler nemeur nemet en o c’hreiz ; ha bepret e vize ur vanden dud paour en dro d’e goessionnal.

E zêl a oa re vras evit beza renfermet er Brovinç a Languedoc ; labourat a reas ouspense er Vivare, hac e cals a garteriou-all, pere ne heanint jamæs da bublia al labourou hac an effejou burzudus eus e zêl aposloliq. Parea a reas daou zen dall ; dilivria a reas e Marlhes un den possedet ; e Monregar e convertissas d’ar feiz an Itron brudet a Romezin, hac e Monfaucon e servichas ar re glàn gant ar vocen.

En ur vont da rei ar Mission e parres Louvesc e zastumas ur c’hlènvet, daou zez abars Nedelec ; en despet d’ez rouc e reas teir instruction da vouel Nedelec, ha teir-all antronôs, ha coess ouspense cals a dud ; erfin e teuas quer simpl ma voe ret e zouguen d’ar prespital. E gouraich a reas dezàn coess c’hoas eno hinienou, pere a oa eet d’e heul. Mæs e nerz o vancout dezàn, e voe contraign d’en em lacât en e vele. Tremen a reas an nemorant eus an amser en un oræsoun continuel ; ha goude beza recevet e oll sacramanchou, en ur zerc’hel e zaoulagad parfet var e grucify, e rentas e ene santel d’e Grouer, d’an deiz diveza eus ar bloaz 1640, oaget hebquen a dri bloaz ha daou-uguent hac unnec miz.

REFLEXION.

Regis na hentas morse en e yaouanctis nemet bugale ha scolerien devot hac a exempl vad ; quemense er sicouras cals da gonservi e innoçanç. Ma carre an dud yaouanc choas mad o mignounet, ha ma ne hentent nemet ar re fura ha vertuzussa eus o oad, ne goueffent quet e quement a zisurzou. Ne faut nemet ur c’hompaignon fall pe vicius, evit corrompi hac evit coll ar pura hac an innoçanta ene.