Buhez ar Sent/1837/Madalen Pazzi
◄ Yan-Frances Regis | Madalen Pazzi | Philip Neri ► |
r Santes-mâ, guinidic a Floranç, ne gave quet
en am-ser ma oa bianic, caëroc’h pligeadur evit o
clevet lenn Buez ar Sænt, hac ober Oræson en e
c’hampr dirag e Orator. Un devez ma voe goulennet
digant-i petra a ree eno queit amser, e respontas :
goulen a ràn digant Doue ma pligeo gantàn disqui din
ar pez a dleàn da ober, hac ar pez a ve agreapla d’e
Vajeste divin.
D’an oad a seiz pe a eiz vloaz e coumanças ober mortificationou bian, ha memes da yun aviziou. Petra bennâc ma cuze quemense guella ma alle, he mam e remercas hac e devoe attantion goudese da voderi fervor ur c’hrouadur quer yaouanc.
He c’hoessor oc’h aznaout he furnez, he devotion hac e desir ardant d’en em unissa gant Jesus-Christ dre ar Gommunion santel, a bermetas dezi ober he c’henta Communion d’an oad a seiz vloaz. Goude ma e devoa recevet ur c’hraç quer bras, na grede quet e vihe eürusdet er bed par d’e hini ; ac evit trugarecât he Salver eus ar faver-ze, en em gonsacras dezàn, en ur ober veu a chastete.
Da zaouzec vloaz, evit en em renta agreaploc’h da Zoue, e coumanças cousquet var ar c’halet ha da gastiza he c’horf dre bep seurt pinigennou. Ar guêl eus a Jesus-Christ var ar Groas a inspire dezi pep deiz ur vortification bennâc, ha tremen a reas un nosvez-oll gant ur Gurunen spern var he fenn, pehini a ree dezi santout ur boan hac un anquen estranch.
E tro an oad a seitec vloaz, en em rentas Leanes e Couent Santes Mary an Ælez eus a urz Carmes. En daou vloaz quenta goude m’e devoa græt Profession, e vihe casi bemdez ravisset hac extasiet epad he Oræson, ac he vize clevet alies o lavaret : O carantez ! o carantez ! Ha possubl eo hoc’h anaout heb ho caret, o carantez divin !
Beva a reas meur a vloaz divar bara ha dour, mæs ne voa quet eno ar brassa poan e devoe da soufr. Doue evit purifia he vertu ha cresqui he milit, a bermetas ma voe affliget dre boaniou speret. Epad pemp bloaz e voe tourmantet gant tentationou horrubl, pere ne roent repos ebet dezi na deiz na nos ; he ene a voa en un desolation ar vrassa ; ne ree he oll exerciçou nemet gant dic’hout ha dre ur boan vras, ar pez a ree dezi soufr ur Verzerinti cruel. Mæs seul-vrassoc’h ma voa he foaniou, seul-fidelloc’h e voa d’en em acquitta eus he dever hac eus ho oll exercicou a zevotion, ac e lavare alies en ur vouela : roït din, ô va Jesus, c’hoas davantaich a boan mar de ho polontez.
Doue he c’honsolas erfin, en ur lacât en he ene, goude un desolation hac un tourmant quen terrubl, ur peoc’h bras ; he ene a voe a-neuse carguet a joa hac anflammet-oll dre ar garantez divin.
An desir ardant e devoa eus a silvidiguez an eneou, a ree dezi ober bemdez pedennou ha pinigennou evit conversion ar bec’herien. En amser ened ispicial, e double he fedennou hac he mortificationou ; hac an deveziou-ze a voa evit-i deveziou a c’hlac’har hac a zaëlou.
Erfin uset dre ur c’hlènvet anquennius, ha consumet muy dre an ardor eus ar garantez divin evit dre ar soufrançou, e rentas e speret eürus d’he c’hrouer er bloaz 1607, d’an oad a ur bloaz ha daou-uguent.
Doue a zisquezas he Santelez dre gals a Viraclou pere a c’hoarvezas var he bez ; ha conservi a rêr c’hoas hirio gant ur respet bras he c’horf santel, pehini a so chomet heb corruption.
Ur galon quer pur, un ene quen innoçant, ur Santes ! goude beza græt mortificationou bras, a so affliget en ur fæçoun estrainch dre boaniou speret, ha tourmantet dre temptationou horrubl ; mæs an tourmant-se a sante Madalen Pazzi en he ene, ne servichas nemet evit elumi davantaich carantez Doue en he c’halon dre an abandoun a ree anezi he-unan etre daouarn an Autrou Doue, ha dre he fidelite ac he ferseveranç da bratica he oll exerciçou devot. Ar servicheres fidel-ze da Zoue ne gave na consolation na peoc’h ebet, cousgoude he c’houraich, hac ar garantez divin pehini a voa evel cuzet e gouelet ene, a ree dezi en em offri da Zoue evit soufr c’hoas davantaich a boaniou evit e c’hloar. Descomp dre an exempl-mâ penaus ne dleomp quet coll couraich, na quitaat hon exerciçou devot pa bermet Doue e vemp afliget dre boan speret pe dre an demptationou ; neuse eo e tleomp disquez dezàn hor fidelite. Ret e servicha Doue en amser ma teu d’hon eprouvi, en amser ma seblant hon abandoni, en amser ma teu d’hon treti gant ruster en apparanç, evel en amser ma plich gantàn hor c’harga a joa ac a gonsolation. Clascomp plijout da Zoue, hep clasq hor c’honsolation hon-unan ; clascomp gloar Doue hepquen ; clascomp Doue hepquen.