Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Soter

Eus Wikimammenn
◄   Anselm Soter Georch   ►


An eil-var-nuguent a viz Ebreul.


SANT SOTER, PAB HA MERZER.


————


Ar Sant-mâ, quer recommandabl dre e garantez ha dre e alusennou bras, a oa guinidic eus ar Guær a Fondi e Rouantelez Naples. Dont a reas da ober e zemeuranç e Rom, e pelec’h, goude beza bet consideret evet ur Sant, ha beza bet chezlaouet evel un Oracl ; e oue choaset evit Pab goude maro Sant Anicet.

Ar Bersecution gruel a reas an Ampalaer Marc-Aurel d’ar Gristenien, a roas dezàn occasion da exerci e garantez vras quen e Rom, quên er Broyou pella eus an douar.

Ne d’ê quet e Rom hebquen ez oa persecutet ar Gristenien, mæs c’hoas e pep carter eus ar Bed : darn anezo a oa dalc’het. er prisonniou ha carguet a chadennou ; darn condaounet da-labourat er mæn-gleziou heb repos ha casi heb boed, darn-all a souffre ur Verzerinti cruel var ar chafodou : cetu a-se ar stad truezus e pehini en em gave ar Gristenien epad an oll amser ma oue Pab Sant Soter. Ar Pastor santel a veille bepret hac a guemere ur sourci dreist-ordinal evit aznaout ezomou spirituel ha corporel e vreudeur, hac a bourvee da bep-tra eus e oll gallout. Dastum a eureu muya ma allas allusennou evit o c’haç e meur a garter, elec’h ma oa brassoc’h necessite ; hac e roe d’ar Gristenien affliget-ze instructionou caër ha touichant dre al liserou a scrive dezo evit o exhorti da chom ferm er Feiz, ha da souffr gant couraich ar bersecution a andurent evit Jesus-Christ.

Mar en devoa quement a sourci eus ar re a chome er Broïou pella, pebes attantion n’en devoa-èn quet evit ar re a souffre dindan e zaoulagat ? Guelet e vihe ar Pab bras-mâ, uset gant an oad ha gant e, labourou, o vont da glasq e vreudeur er c’havarnou evit o c’houraichi dre e instructionou hac o soulagi dre chariteou, hervez a velomp el liser a scrivas Sant Denis Escop a Gorinth d’ar bopl eus a Rom : Ho Pastor eürus Soter, emezàn, ne d’ê quet en em gountantet d’en em garga eus ar sourci da zastum alusennou, ha do c’haç ê lec’h ma oa brassa ezom, mæs recevet, en deus c’hoas gant ur vadelez a Dad ar re-oll o deus bet recours dezàn : o c’honsolet en deus dre e gomsou o c’houraichet dre e exempl, hac o sicouret dre e liberalite.

Ar Pab carantezus-mâ a C’houarnas an Ilis e spaç a dri bloaz unnec miz ha trivec’h devez. Ur vuez quer pur, quer santel ha quen leun a fatig, epad ur bersecution quer cruel, na elle quet maucout-da veza curunet dre ar Verzerenti. Evel ma oa tourmantet ha massacret ar Gristenien e pep-lec’h, ar Penn hac ar Pastor ne elle nemeur achap eus ar fulor quen alies a Dirant. E varo precius a erruas var dro ar bloaz 170.

REFLEXION.

Peguement a boan n’o deus quet anduret ar Gristenien guenta e coumançamant an Ilis ; cousgoude e souffrent quemense-oll gant ur batiantet admirabl ha gant joa ; dre ma considerent ar ber amser eus ar vuez-mâ, ha ma songent er recompanç caër hac eternel a esperent en Eê. Souffromp gant ar memes couraich ar poaniou a erru gueneomp.

Ar pez a anduromp er bed-mâ a so neubeut a dra, mar er c’homparachomp gant ar recompans a so preparet evidomp. Hor buez n’e d’ê nemet ur moument e comparæson d’an Eternite, pehini a dle beza hon recompans. Pa ne vevomp eta nemet quen neubeut amser, n’hon eus ive nemet neubeut da souffr. Ar sonch hebquen eus an Eternite eürus pehini a esperomp, an esperanç da jouissa un deiz eus a Zoue a dle hon renta countant hac eürus a vremâ memes. An esperanç-se eo e deus græt d’ar Verzerien trec’hi ar rigol eus an tourmanchou horrupla ; an esperanç-se e deus græt da infinite a Sænt santout un douçder hac ur joa interior e creiz an austeriteou a bratiquent hac e creiz ar bersecutionou a andurent.

Contemptomp alies an Eê, ha consideromp-èn evel hor bro hac an trôn preparet deomp gant Doue. Ar re a so bet diarauzomp a so tremenet, eet int da guemeret possession eus an eürusdet eternel-zè : o heulia a reomp ; hac ar re a zeui en hon goude a dremeno quer couls ha ny : n’e deus nemet an Eternite pehini ne dremeno jamæs.