Buhez ar Sent/1837/Georch
◄ Soter | Georch | Robert, abad ► |
r Sant-mâ, ganet e Capadoç, a heulias en e yaouanctis
arme an Ampalaer Diocletien. Militout a
eureu dre e gouraich ha dre e furnez, an istim hac ar faver eus an Ampalaer, pehini er greas unan eus e
Officerien vrassa ; mæs ar faver-ze ne badas quet pell.
Diocletien, pehini a oa payen, o veza un devez assamblet
e officerien, a zisclerias dezo an dessin en
devoa da zistrugea ar Gristenien dre e oll Rouantelez.
Peguer cruel ha peguen impi bennâc ma oa dessin an
Ampalaer, nicun na grede e zisaprouvi ; hac an darn-vuya
anezo,dre ur respet ha dre ur gomplesanç
milliguet, en approuvas hac er meulas. Ne voe nemet
Sant Georch pehini a soutenas en occasion-ze caus ar
Gristenien, en ur repreisanti d’an oll Assamble gant
cals a nerz penaus ez oa un dra a-enep ar justiç
punissa tud innoçant. Diocletien, en ur aznaout dre
gomsou ar Sant penaus e oa, non pas hebquen Cristen,
mæs c’hoas Protector ar Gristenien, a reas e zerc’hel
er prison. Cousgoude, evel m’en devoa queuz
da goll un Officer quer couraichus, ha pehini en devoa
rentet dezàn quement a servichou mad, e reas e
bossubl evit e c’hounit dre gaër ; mæs, oc’h e velet
bepret ferm ha constant er memes santimant, e roas
urz d’e lacaat e creiz ur Rôd goarnisset en diabarz a
vegou houarn, gant pere e oue roguet ha dispennet e
gorf. E batiantet hac e joa o souffr un tourmant quer
cruel a gonvertissas un nombr bras a Bayanet ; mæs
an Tirant, o chom bepret obstinet, a reas erfin e
zibenna. E Verzerinti a erruas var dro ar bloaz 290.
An Ampalaer Diocletien a broposas d’e Officerien an dessin cruel en devoa da zistrugea ar Gristenien. An darn-vuya anezo, pere ne glasquent nemet pligeout d’an Ampalaer ha caout e c’hraç-vad, a gonsantas gantâ, hac a zeuas memes d’e veuli, dre ur respet ha dre ur gomplesanç milliguet. Mæs Sant Georch pehini n’en devoa respet humen ebet, dre na zouguen nemet Doue, a soutenas e pirill e vuez caus ar Gristenien. Ha c’hui hoc’h eus ar gouraich da souten ar virionez hac an innoçanç en occasionou ma illit ha ma tleit memes e ober ? Pa velit tud paour grevet ha foulet, ne zeut-hu quet marteze dre ur respet humen ha dre ur gomplesanç criminal ha souten, da sicour, da favorisa ar re vras hac ar re pinvidic. Peguement a dud a so injust er poent-mâ, dre n’o deus scrupul ebet var guemense, sioaz dezo ! Dre exempl, ar re pere a ve lequeet da ingala ar c’hargou, ar guiriou en ur Barres, hac int-y a so dibec’h oll ? Guelet a reer alies cals a injustiç en tax ; hac a ell quement erruout hep na ve cals a dud coupabl hac injust ?
An Diaseourien a dle ober attantion penaus ne ellont quet favorisa unan, da lavaret e taxa neubeut unan, hep taxa re ar re-all ; ha dre-ze beb ober gaou out-o. Mar quevont an traou goal diaseet er bloaz diaguent, ne d’ê quet eno ur ræson d’o lesel er stad e pehini o deus o c’havet ; obliget int er c’hontrol da lacaat urz e quemense, en ur rei e vec’h da bep-unan, evel ma tle beza hervez e voyen hac e faculte.
En ur guer, piou bennâc a fell dezâ beza dibec’h, ha beza quyt da restitui evit ar re-all, a dle, pa ve o diasea ar c’hargou public, derc’hel ar balanç en e zorn. Ne dle aznaout neuse na car, ma mignoun ebet nac adversour ebet quen neubeut ; mæs sellet ous e goustianç heb-quen hac ous ar virionez, ha consideri penaus un deiz e vezo e-unan poeset ha musulet gant ar memes poes hac ar memes musul m’en deveso graet d’ar re-all.