Buhez ar Sent/1837/Simeon, escop ha merzer
ant Simeon, mab da Gleofas ba niz da Sant Joseph,
hac evelse car da Salver ar bed, a oa disquennet
eus ar Famill ar Roue David ; mæs e gaëra calite
eo da veza bet un Disquibl fidel da Jesus-Christ, un
Escop santel hac ur Merzer glorius.
Hor Salver er choasas evit unan eus e Zisquibien, hac en instruas e-unan. Beza e voe test eus an darn-vuya a Viraclou mab Doue ; test e voe eus e Resurrection hac eus e Asçansion, ha beza en devoa an eur da receo ar Speret-Santel assambles gant an Ebestel da Vouel ar Pantecost.
Pa en em separas an Ebestel hac an Disquibien evit mont daou-ha-daou da gaç ar scierigen eus an Aviel dre ar bed-oll, Simeon a chommas gant Sant Jacques, Escop a Jerusalem, hac a labouras gant an Abostol-mâ da sanctifia ar Guær vras-se, pehini a oa nevez arrouset gant Goad Jesus-Christ.
Nao bloaz var-nuguent goude maro hor Salver, ar Yusevien obstinet, o veza massacret Sant Jacques, e voe choaset Simeon evel an digna evit derc’hel e blaç. O veza Escop, e redoublas e sourci hac e attantion var pep-tra ; ne heane o preseg hac isplica d’e Bopl, gant ur vadelez ravissant, ar guirionezou bras eus ar Religion, ec’his en devoa-ii desquet e-unan gant Jesus-Christ memes.
An Ampalaer Trajan o veza roet urz da bersecuti ar Gristenien, e voe sesiet an Escop santel evel ar penn hac ar souten eus ar re-all.
Simeon, oaget a ouspen cant vloaz, o veza bet presantet dirag ar Gouarner eus a Syrii, ar Gouarner-ze a ordrenas dezàn adori an Doueou ar Rouantelez. Ar Prelat santel a brouvas dezâ gant quement a nerz ha quer sclaer ne voa nemet un Doue, ha peguer faus oa e Zoueou, ma teuas d’en em gaout soueset bras, mæs n’en em gonvertissas quet abalamour d’ar goall disposition eus e galon, hac e reas scourgea ar Sant gant ur grueldet barbar. An oll a oa estounet o velet ar gouraich gant pehini e andure an tourmant-se, ha ne allent quet compren a pelec’h e teue dezàn an nerz-ze en ur c’horf sempleet dre un oad quer bras. An Tyrant er c’hondaonas goudese da vervel var ur Groas. Evellen Sant Simeon en devoe ar gonsolation d’en em velet tretet ec’his ma oa bet e vaestr divin, hac e varvas en ur drugarecât Jesus-Christ eus ar c’hraç a ree dezâ da vervel er Groas eveldàn. E Verzerinti a erruas er bloaz 107 goude Donediguez hor Salver.
Conservi a rêr darn eus e Relegou e Bouloign ha darn e Bruxeel.
Mab Doue a zesq deomp e petra e c’honsist ar garantez a dleomp da gaout evit hor c’herent hac hor mignounet, dre ar garantez en deus bet e-unan evit Sant Simeon, pehini n’en deus caret nemet evit e renta Sant. Obliget oump da garet an oll ; gant muy a ræsoun e tleomp caret ar re a so nessoc’h deomp mæs ar guir garantez a gonsist o tesirout hac o proculi ar guir madou d’ar re a garomp ; mæs pere int-hi, nemet graç Doue hac ar silvidiguez ! Chetu a-ze-ta ar pez a dleomp da broculi da guenta, ha dreist peb-tra d’hor c’herent ha d’hor mignounet.
Eil Reflexion. Jesus-Christ en deus roet da Sant Simeon mercou caër eus ar garantez en devoa evitâ, en ur rei dezâ ul loden vras en e souffrançou hac en e Groas. Er fæçoun-ze eo e car hor Salver e vrassa hac e fidela servicherien. Sant Simeon eus e gostez en deus roet da Jesus-Christ ur merq caër eus e garantez, en ur receo a galon vad ha gant joa al loden a roe dezàn en e souffrançou hac en e Groas. Er fæçoun-ze eo e teu ar re a gar ive Jesus da zisquez dezàn o c’harantez. Ha receo a rit-hu eta evel mercou eus e garantez evidoc’h ar poaniou, au afflictionou, ar c’hroasiou a zigac èn deoc’h ? Ha renta a rit-hu dezâ carantez evit carantez, o souffr evit-àn gant patiantet ha gant resination d’e volontez santel ? Evit breudeur eus un Doue crucifiet, evel ma oump, peguen neubeut e ententomp-ni ar Mister eus ar Groas ! Descomp-èn eta hirio, en ur zisqui penaus ne dleomp istimout netra brassoc’h, netra santeloc’h, netra guell evit assuri hor silvidiguez, eguet souffr evit Doue.