Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Laumer

Eus Wikimammenn
◄   Juliana Laumer Simeon, escop ha merzer   ►


Ar seitecvet devez a viz Fevrer.


SANTES LAUMER, ABAD.


————


Ar Sant-ma, pehini a veve en amser ar Roue Cloteer, a oa quer paour a vadou ar bed, ma oue contraign en e yaouanctis d’en em lacaat da zivoal an dêvet var ar mæs, taust d’ar Guær a Chartres, mæs beza ez oa pinvidic meurbet a vertuziou. Quen devot e oa, ma en em lequee, epad ma peure e dêvet en dro dezâ, da bidi Doue gant fervor, pe da gonsideri an Eê, en ur gomtempli an eürusdet a behini a jouis a Sænt er Barados. Beza e oa quer mortifiet, ma yune alies, ha quer carantezus, ma tivoere bemdez darn eus e voed evit e rei d’ar beaurien.

E guerent soueset oc’h e velet quer charitabl, hac o remercout ennâ un devotion dreist-ordinal, a zeuas da songeal ez oa destinet gant Doue da un dra bennâc brassoc’h eguet da zivoal dêvet. Gant ar sonch-ze el lequezont er scol e ty ur Bælec habil ha vertuzus, pehini en devoe cals a garantez evit-an hac a guemeras ur sourci special d’en instrui. Laumer a brofitas quement er vertuziou hac er squianchou, ma teuas par d’e væstr.

Neuse en em retiras en ur c’hoad bras eus ar Perche, e pelec’h e savas ul lochig bihan, e pehini e veve ec’his un Æl. Ur vanden Laëron pere e devoe custum d’en em denna er C’hoad-se evit en em guzet, o veza e rancontret, en em arretas da barlant gantâ, hac evel ma pligeas dezo e gonversation, e teuzont meur a veich d’e gaout evit en em antreteni gant-àn. Ar Sant a brofitas eus an disposition-ze evit coms dezo eus an affer bras ar silvidiguez, eus a ber amser ar vuez, hac eus an eternite. E gomsou a reas quement a impression var o c’halonou ma teuzont da zench buez. Pa voent convertisset, e teuzont da bublia ar Santelez eus a Laumer. Quemense a reas da gals a dud dont d’e gaout evit beva eveldàn hac e guemeret evit o Superior hac o Mæstr er Vuez spirituel.

Rei a eureu dezo ur Reglen caër a vuez, ha beza en devoe souden ar gonsolation da velet ur fervor vras etouez e Religiuset. O lacaat a re da ober quement a blige gant-àn, dre na goumande netra dezo na er gree e-unau ar c’henta. An Escop eus a Chartres en e glènvet diveza a c’hoanteas en era gonsoli gantâ, hac a gassas d’e bidi da zont d’e velet. Ar Sant en em rentas quer buan, hac en disposas da ur maro mad dre e antretienou devot ha santel.

Erfin Sant Laumer, goude beza profetizet an afflictionou a dlie coueza var ar Guær a Chartres, a yeas da receo en Eê ar recoumpanç en devoa militet dre e euvrou mad, dre e alusennou ha dre e vortificationou.

REFLEXION.

Ur c’hrouadur paour occupet da zivoal an dêvet, a zivoer darn eus e vara evit e rei d’ar beaurien-all ; ha ni a so quer piz d’o assista eus ar pez a ellomp æz da zivoeret.

Peurvuya ne d’ê quet ar re pindivica eo ar re charitapla, na quen neubeut ne dint quet ar re gontanta hac eürussa gant o danvez, rac ne guavont jomæs o deffe avoalc’h. Caër o deus dastum, caër o deus berna madou var madou, o c’halon n’en em gaf quet countant ; hac e laran gant guirionez an oll vadou eus an douar ne dint quet capabl da gountanti calon an den, pehini o veza crouet gant Doue hac evit Doue, ne vezo biquen countant quen na reposo e Doue memes.

Mar fell deoc’h caout ur gountantamant bennâc gant ho madou, impligit darn anezo da ober euvrou mad, exercit ar garantez, hac ho calon en em gavo countantoc’h dre an esperanç da receo un deiz ho recoumpanç en Eê.