Buhez ar Sent/1837/Pulquerii
r Santes-mâ, merc’h d’an Ampalaer Arcad, e devoa
a vianic ur speret caër hac ur furnez dreist he oad
ha dreist he sex, gant ur vodesti rar hac un devotion
pehini a ree admiration an oll. O veza collet abred
he dad hac he vam, e quemeras e-unan, d’an oad a
zaouzec vloaz ; ar sourci da instrui he breur, an Ampalaer
yaouanc Theodôs, ha diou c’hoar dezi.
Theodôs a bignas var an Trôn Imperial d’an oad a bemzec vloaz. Ar Prinç-se, pehini n’en devoa quet, cals a faut, ar speret eus e c’hoar Pulquerii, ha pehini n’en em sante quet capabl d’a c’houarn e-unan ur Rouantelez quer bras, a roas d’e c’hoar ur gallout hac un autorite souveren en e oll Stâdou, ha ne ree affer ebet important heb quemeret e avis.
Ar Santes en em servichas eus he autorite evit prosperite ha soulageamant ar bobl. He oll application oa da renta ar Religion florissant, da assista ar beaurien, da gonservi an abondanç hac ar peoc’h, da ober observi al Lesennou, da protegi ar re innoçant, da bunissa ar c’hrimou. ha da recompansi ar vertuz. Biscoas ne oe bet guelet ur gouarnamant furoc’h evit he hini ; na biscoas ne oa bet eürussoc’h ar bobl eguet en amser ma coumande ar Brinces santel. Beilla a ree ive var tud he falez, etouez pere e oa un urz admirabl. Officerien, Introneset a enor, Courtisanet ha pep unan en devoa un ær a vodesti hac a zevotion exemplus hac edifiant.
Tregont vloaz a oa abaoue ma veve ar Brinces en un union vad gant he breur, pa zeuas tud avius ha goall-intantionet da derri un union quer caër. He breur a zeuas da yenaat out-y, ha dre ur goall aly e quemeras ar resolution d’e lacât e mæs eus e Bales. Ar Santes o veza bet avertisset eus a guemen-se a guemeras e-unan he c’honge, hac en em retiras var ar mæs. Biscoas n’en em glemas eus an ingrateri he breur, pehini a oa dleour dezi a bep tra ; consideri a reas ar cenchamant-se neubeutoc’h ec’his un disgraç eguet ec’his ur faver eus an Eê, pehini a brocule dezi ar voyen da dremen he amser en oræsoun hac er solitud.
An Ampalaer a santas souden an defaut hac an dienez eus e C’hoar ; queuz en devoe da veza en em brivet eus ur sicour pehini a oa quen necesser dezàn, hac e fidi a eureu da zistrei. Petra bennâc ma en em blige meurbet ar Sautes en he solitud, ha ne devize quet c’hoantet e cench gant oll balesiou eus an douar, e c’huitaat a reas cousgoude evit dont adarre da chom gant he breur, quentre ma teuas da aznaout e c’houlenne gloar Doue quemense digant-y.
Pa erruas ar Brinces e Constantinopl, e voe recevet gant an oll bras ha bihan evel o mam. Renta a reas couls goude ha quent servichou bras hac important d’he breur. Ouspen-ze e reas sevel Hospitaliou e cals a Guæriou ; hac an oll brovinçou pere a zepande anezi hac ous an Ampalaer, a santas an effejou douç eus he charite hac eus he liberalite.
Ar Brinces admirabl-mâ, carguet a œuvron mad hac a vilidou, a varvas, ec’his ma varv ar re just, er bloaz 453, oaget a bevar bloaz hac anter-cant.
Goude m’e devoa Pulquerii rentet cals a servich d’he breur, epad tregont vloaz, ar breur-ze dre un ingrateri estranch a reas dezi sortial eus e dy. Ar Santes a guemeras he c’honge heb en em glem ; sortial a eureu gant peoc’h ha memes gant joa ; ha goudese e teuas c’hoas da chom gantan, pa zeuas d’e fidi, hac e continuas da renta dezân ar memes sicour hac ar memes servichou mad.
Ho pezit evit an nessa ur guir garantez, ur garantez pur ha fountet e Doue. Grit evit Doue an oll vad a reot d’ho nessa, d’ho mignonet ha d’ho querent memes : hac e teufent goudese da veza ingrat en hoc’h andret, ar pez-ho pezo graet evelse evit-o. ne vezo quet collet evidoc’h ha ne chommo quel heb recompanç.