Buhez ar Sent/1837/Coleta
◄ Pulquerii | Coleta | Thomas Aquin ► |
r Santes-mâ a oe ganet e Picardi. He c’herent, pere
a oa tud eus ar gommun, mæs respetabl dre o vertuz,
a roas dezi abred un descadurez gristen. Quentre
ma teuas da aznaout Doue, e teuas ive d’e garet ha
d’e servicha gant ur fervor quer bras ma levare an oll
e voa pep seurt apparanç. e vize un deiz ur Santes
vras. Ne anaye quet ar c’hoariou ordinal d’ar vugale,
na quen neubeut ar fautou e pere e couezont. He
fligeadur oa pidi Doue ha beva pell dious trous ar
bed. Quen humbl e voa ma oa joa gant-hi beza humiliet,
reprenet pe mortifiet en un dra bennâc. O veza
clevet un deiz meuli he guenet, an desir e devoa da
bligeout da Zoue hepquen ha da gonservi ar burete,
a reas dezi pidi an Autrou Doue da lemel digant-y
ar guenet-se pehini a seblante dezi ur malher pe un
drouc evit-y : ober a reas er memes intantion quement
a yuniou ha pinigennou quer rust, ma cenchas
cals ha ma collas he c’henet evel m’e devoa desiret.
Dre avis he C’hoessor e quemeras an Habit a Binigen a drede Urz Sant Frances, hac en em retiras en ur gampric vian eus a belec’h e alle clevet bemdez an Oferen ha receo ar C’horf Adorabl Jesus-Christ. Eno en em zalc’has ranfermet epad pevar bloaz, en ur yun alies divar bara ha dour, ha ’meur a zevez n’e guemere magadurez ebet, nemet ar Goumunion santel ; ne gousque nemeur, ha ne devoa evit guele nemet ur vriadic queuneut. He Oræsoun ordinal oa contempli Passion hor Salver ha consideri ar glac’har e devoe an Itron Varia var Menez Calvar, pa velas he Mab divin o vervel var ar Groas. E creis an exercicou eus ur vuez quer pur, quer penitant ha quer santel, e crede c’hoas beza ar vrassa pec’heres eus ar bed. He humilite a ree dezi en em gonsideri quen dister ha quen miserabl na gomprene quet penaus e alle an Autrou Doue e anduri var an douar. Mar cleve e vize coumetet ur c’hrim bras bennâc, e lavare : allas ! petra ê quemense e scoaz d’am fec’hejou-me ; coupaploc’h oùn dirag Doue evit an oll bec’herien vras-se.
Doue, pehini en devoa-hi destinet evit refurmi Urz Santes Clæra, a inspiras dezi antren en Urz-se. Goude m’en devoe græt Profession, e miras a-boent da-boent an oll Reglen hervez ar c’henta Institut, ha, gant sicour an avisou mad a roas dezi an Den santel Herry La Beôm eus a Urz Sant Frances, e teuas a-benn da refurmi ha da lacaat en o c’henta stad un tiombr bras a Gouènchou e pere e oa yeneet ar c’henta fervor. Ouspen-ze e reas sevel trivec’h Couent e pere e virer gant ur fidelite vras ar reglennou oll pere a oa bet instituet hac ordrenet e coumançamant an Urz, gant Santes Clæra.
Diæz e ve compren an oll boan e devoe ar Santes-mâ da souffr en amser ma laboure da lacaat ar refurm-ze. An oll a savas en e henep, galvet e vie bigodes, impocrid, Orgouillus ha sorceres memes ; persecutet e voa quement ma voe chasseet eus he bro. Souffr a reas gant ur gouraich dreist-ordinal ; ha, dre he fatiantet, he zouçder hac he ferseveranç, e teuas a-benn a bep tra.
Erfin, goude beza labouret gant quement a fatig epad dadu-uguent vloaz evit gloar Doue ha perfection he Urz, o santout e tostee ar moumet eürus ma tlie mont da joaüsdet an Autrou Doue, e c’halvas an oll Leaneset eus ar Gouent, hac, o veza o exortet da veza bepret fidel da viret o Reglen, e rentas he Ene da Zoue, er bloaz 1446, oaget a c’huec’h vloaz ha tri-uguent.
Santes Coleta, en amser ma voa plac’h yaouanc ha ma edo er bed, a reas e oll fossubl evit coll he c’henet. Peguent neubeut a ve cavet hirio a guement a zeu d’e imita ! Pet so er c’hontrol hac a laca o oll studi da antreteni o c’henet, hac a implich cals amser oc’h en em guempenn hac en em ficha ! Evit pligeout da biou a reont-ii quemense ? Ne ouffent quet lavaret e ve evit bligeout da Zoue ; ha mar deo evit pligeout d’an dud, et collont certenamant cals a boan hac a zispign, ha martese ez-int-y memes criminal dirac Doue. Ar vodesti a so ar c’haëra ornamant eus ur verc’h cristen. Ar vertuz hebquen eo a rent an den din a istim hac a respet ; pebes soloni eta clasq beza istimet ha consideret evit ur guiscamant pe ur guenet væn ha fragil !