Buhez ar Sent/1837/Per Gonsalez

Eus Wikimammenn
◄   Liduvina Per Gonsalez Joachim   ►


Ar pemzecvet devez a viz Ebreul.


BUEZ AN DEN EURUS PER GONSALEZ,
EUS A URZ SANT DOMINIQ.


————


Per Gonsalez, guinidic a Spaign, goude beza deut habil dre speret bras ha penetrant, en em rentas den a ilis, ha ne zaleas quet da gaout ur benefiç caër. Ar stad nevez-ze, elec’h e renta devotoc’h, ne reas nemet crisqui ennàn ar vanite, pehini ne voa nemet re natural dezàn. Evel ma en devoa ur speret lem ha brillant, en em blige etouez ar c’hompaignunezou vras ; bac ar fals meuleudi a roe dezàn tud ar bed, ne gontribue quet neubeut da antreteni e c’hloar væn ; ouspen-ze e viscamant, e veubl, e equipaich a sante oll ar vanite.

Un devez me oa pignet var ur marc’h a dail hac equipet caër, Doue, evit e humilia, a bermetas ma teuas e varc’h trec’h dezàn ha m’er pilas d’an douar. Sevel a eureu ur c’hoarz hac un huerez etouez an dud pa er guelzont savet ha caillaret-oll. Quemense a reas dezàn antren ennâ-e-unan, ha lavaret : pa zeu ar bed, pehini n’am eus servichet bete vremâ nemet re sioas din ! da ober goap ac’hanon, ret ê din ive d’am zro ober goap anezàn, en ur servicha ur mæstr-all guell evit-àn. Gonsalez goloet c’hoas gant muy a vez hac a gonfusion eguet a vouillen, en em dennas d’e d’y, e pelec’h oc’h eu em deul var e zaoulin, e lavaras gant cals a zaëlou : me a rend graçou deoc’h, o va Salver, dre ma ze plijet gueneoc’h discar an intourdi mâ pehini a rede d’e valer ha d’en em goll da jamæs : ar vouillen-mâ a raï ur memes effet var daoulagad va ene, evel a reas an hini a behini en em servichezoc’h evit renta ar guelet corporel d’an den ganet dall ; hac evel-dàn ne heuliin muy nemedoc’h.

Evit pellaat dious ar bed quen dangerus evintâ, e antreas en Urz Sant Dominiq. Cench a reas e ber amser evel un all en e blaç : goude beza bet a-ziaguent quen ambitius, quer mondæn, quen dilicat, e teuas en un taul da veza ur religius humbl, oboïssant ha mortifiet meurbet ; ha, goude beza græt ur binigen galet, evit fautou e yaouanctis, e labouras evit conversion ar re-all.

Prezeg a reas e meur a Brovinç, en ur ober e oll veaichou var droat, hac en ur yun quen exact evel pa vize en e gouent ; ar beden hebquen a seblante e zisquiza eus an oll fatig en devoa dre an hent. E garantez, e vodesti, e vuez mortifiet hac e humilite a ziarbenne e bredicationou, hac a zispose ar bec’herien d’ar binigen : evelse ivez e convertisse an darn-vuya eus e auditoret.

Mæs Doue, pehini ne falle quet dezàn hebquen santifia e servicher dre an actionou santel ha burzudus-ze, mæs c’hoas purifia e vertuz dre an tribulation, a bermetas ma voe emprouet dre temptationou bras, pere na zlie nemet da renta e vertuz puroc’h ha caëroc’h. Ur vreg, pehini a gundue ur vuez fall, o veza en sollicitet da bec’hi, an den santtel, evit mouga an tàn infernal-ze, en em daulas dirazi var ar glaou beo en ur lavaret dezi : va merc’h, chetu amâ ar remed bras eus ho clènvet. Ar vreg-se estlamet en em lequeas da grial misericord, da c’houlen pardon digant Doue ha digant ar Sant, ha d’e bidi d’en em denna dious an tàn ; ha distrei a eureu quer parfet ous Doue, ma tremenas an nemorant eus he buez en exerciç eus ar binigen.

Erfin, ar servicher bras-mâ da Zoue en ur brezec er bloaz 1240 er guær a Duy e Galiç, a gouezas clàn. Petra bennâc ma oa uset gant an oll fatig en devoa bet, ha m’en em sante sempl, ne heanas quet da labourat epad ar sizun santel ; ha, goude beza recevet d’ar Sul-Fasq e oll sacramanchou, gant ur fervor nevez, e tremenas eus ar vuez mortel-mâ da ur vuez eürus ha glorius.

REFLEXION.

An aël a servich da netaat an yd, da separi ar greun dious ar plous ; an tourmant a zeu da greaat ar guez, en ur ober dezo poulsa griziou dounoc’h en douar, an agitation eus ar mor a vir na zeu d’en em gorrompi, an ærc’h a dom an douar ; ar goumbat a emprou couraich an den ; an infirmite a gonserv an humilite ; hac an demptation a servich da emproui hor fidelile hac hor c’harantez e quêver Doue.

An aour hac ar plous a lequeer en tàn ; mæs an aour a vez pureet ha rentet caëroc’h gant an tàn, hac ar plous a zeu da sevi. Penaus en em gomportit en demptation ? Ha c’huy so aour ? Ha c’huy so plous ? Sortial a rit-hu victorius eus ar goumbat ? Ha c’huy en em les da veza trec’het gant hoc’h Adversour ? Pebes iscus hoc’h eus-hu, pa en em lesit da veza trec’het gant an demptation ? Fragil oc’h ha sempl, a leverit-hu, mæs ar c’hraç a so cre ha puissant ; finessaou an drouc-speret a so bras, mæs Doue hoc’h eus evidoc’h hac en tu gueneoc’h. Perac eta ez oc’h-hu trec’het, nemet abalamour ma zoc’h ul laich hac un disleal, abalamour n’hoc’h eus quet recours da Zoue, na belleet quet dious an occasionou, ha na resistet quet ous an demptation en e c’houmançamant.

Pa viot temptet, quemerit couraich ha dalc’hit mad ; an demptation ne bado quet pell. Mar counsantit d’an demptation, ho pezo ur c’heuz diremet goudese ; mar resistit out-y, e santot ur gountantamant hac ur joa vras en hoc’h ene.