Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Paol, quenta hermit

Eus Wikimammenn
◄   Hiler Paol, quenta hermit Marcel   ►


Ar pemzecvet devez a viz Guenver.


SANT PAUL, QUENTA HERMIT


————


An Ampalaer Dess o veza en em lequeet da bersecuti ar Gristenien, ar Sant-mâ, guinidic eus an Tebaiid, en em dennas var ar mæs en un ty distro, evit en em lacât en abri eus ar bersecution ; eno e coumanças tànva an douçder eus ar solitud, hac ar joa interior a gaver er retret, oc’h en em occupi a Zoue hebquen.

Mæs, evel n’en em gave quet c’hoaz en assuranç eus e vuez, en em dennas var ur Menez bras, oaget neuze a zaou vloaz var-nuguent. E guenta sonch oa da zeport ma vize tremenet amser ar Bersecution, mæs Doue en devoa un intantion-all varnezâ.

O veza avancet doun en Deserz, e remercas ur C’havarn, hac e cavas ê diabars ur gambr da behini ur Vezen Palmes a serviche da doen, dre he brancou, gant ur feunteun equichen.

O velet ur plaç quen distro dious trouz ar bed, e santas cresqui e garantez evit ar solilud ; hac o consideri ar c’havarn-ze evel un demeuranç preparet evintâ gant ar Brovidanç divin, e quemenas ar resolution da dremen eno ar rest eus amser.

Eus a neuse ne songeas muy nemet da gontempli ar berfectionou infinit a Zoue hac ar guirionezou eternel. E oll vagadurez oa ar frouez a zougue ar Vezen Palmes, hac an deliou anezi a serviche dezâ da viscamant. Pa voe deut d’an oad a dri bloaz hac anter-cant, Doue, evit disquez ar sourci a guemer eus ar re a guitâ pep-tra dre garantez evintâ, a reas digaç dezâ bemdez dre ur Vran un anter bara, evel gueichal d’ar Profet Ely ; hac ar miracl-se a badas bete fin e vuez.

Doue a falvezas dezâ erfin rei da aznaout d’an oll an tènsor cuzet-mâ. Sant Paul en devoa dija trizec vloaz ha cant, pa oa cunduet Sant Anton en deserz-se, dre ur revelation divin. An daou Sant a zeuas d’en em aznaout ha d’en em c’hervel an eil eguile dre e hano, heb beza en em velet biscoas. Epad ma en em antretenent eus an traou Celestiel, eharz ar Feunteun, e tisquennas ar Vran, pehini a lacaas dirazo ur bara en e bez. Admirit ar vadelez a Zoue, a lavaras neuse Sant Paul : try-uguent vloaz so e recevân bemdez evel-hen un anter-bara ; mæs hirio en deus doublet or bevanç abalamour deoc’h. Trugarecât a resont an Autrou Doue, hac, o veza gret ar beden, e asesont var bord ar Feunteun evit dibri. Goudear repas bian-se, e tremenzont an nos en Oræsoun.

Da c’houlou-dez, Sant Paul a lavaras da Sant Anton e oa prest da vervel, ha penaus e oa digacet d’y gant Doue evit e enterri. Sant Anton a goumanças da vouela, ha d’e bidi n’en abandonze quet, pe da obteni evintâ ar c’hraç da vervel gantàn.

Ne dleit quet preferi hoc’h avantaich hoc’h-unan da c’hloar Doue, a respontas Sant Paul ; ho Tisquibien o deus ezomp ac’hanoc’h, ar c’hrag a c’houlennàn digueneoc’h, eo monet da guerc’hat ar Vantel en deus roet deoc’h an Escop Athanaas, evit goloi ma c’horf goude ma maro. Sant Anton, goude beza pocquet d’e zaouarn, pere a vouelc’has gant ezaelou, a zistroas d’e Gouent, e pelec’h e lavaras d’e Religiuset: ne doûn siouas-din nemet ur pec’her, pehini a so in-din da zouguen an hano a Religius : guelet am eus ar Profet Ely, guelet am eus Sant Yan Badezour en deserz ; ne lavaras quet davantaich : hac o quemeret Mantel Sant Athanaas, en em lacaas adarre en hent. Etretant Sant Paul o veza deut da vervel, Sant Anton er guelas o pignat en Eê e creiz ur sclerigen gaër, gant un nombr bras a Ælet en dro dezân. Neuse en em strincas d’an douar, hac e lavaras, en ur grial : Ah, va Zad quêr, perac em dileset-hu ? A red oa din-me hoc’h aznaout quen diveat evit ho coll quen abred ! Pa erruas er c’havarn e cavas Corf ar Sant var e zaoulin, e benn savet, hac e zaouarn astennet varzu an Eê. Lacaat a reas dezâ ar vantel en devoa digacet, hac e canas Salmou, hervez custum an Ilis. Goude beza enterret ar c’horf santel, e quemeras ar sae en devoa great Sant Paul a zeliou palmes, hac o veza distro d’e Gouent, ne vancas morse d’eguisca da voueliou Pasq ha d’ar Pantecost.

REFLEXION.

Sant Paul o tec’het arauc ar bersecution a gaf en deserz e silvidiguez, e repos hac e berfection. O ! peguet guir eo , penaus ar bersecution a so avantaichus deomp, ha penaus ar re hor persecut a ra deomp alies muy a vad eguet e zrouc.

Eil Reflexion. Ar c’henta sonch en devoa Sant Paul ne voa quet chom bepret en deserz, mæs beza ez oa dessin eus a Zoue pehini a reas dezâ santout eno quement e zoucder, ma tisprisas a-neuse ar bed hac e bligeadurezou. Ene christen, en amser ma teu Doue d’ho quervel, ha pa fell dezâ ho tistaga dious ar bed petra hoc’h ampech-hu na heuliet e inspiration ? Rac petra hoc’h eus-hu aoun ? Emprouit ha tanvaït peguen douç eo beza-oll da Zoue. An difficulteou a zisparisso, pa ho pezo coumancet ; ne gollot quet ho pligeadurezou, mæs o sench a reot en ur joa puroc’h, dousoc’h ha santeloc’h.