Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Joseph

Eus Wikimammenn
◄   Eufrasii Joseph Zacharii   ►


An naontecvet devez a viz Meurs.


SANT JOSEPH.


————


Ar Brovidanç Divin pehini e devoa destinet ar Sant bras-mâ evit beza un deiz Pried d’ar Verc’hes Sacr hac ar Protector eus he Virginite ; hac evit beza Goard ha Tad Maguer da Salver arbed, er c’hargas eus c’hraçou bras. E fidelite d’an oll graçou-ze a reas dezàn beva en ur burete angeliq, hac er pratiq eus an excellanta vertuziou. Evel ma voa ive ar parfeta hac ar santela Den eus e amser, e voe choaset evit Pried d’ar Verc’hes Vary.

Sañt Joseph, excitet dre ur c’hraç special, en doa quemeret ar resolution da viret ur Virginite perpetuel ; hac ar Verc’hes santel n’e devize quet consantet d’e eureugi, ma n’e devize quet aznavezet e vertuz dreist-ordinal hac an desir en devoa da veva Guerc’h eveldy.

Neubeut amser goude o eureud e apparissas an Æl Gabriel d’ar Verc’hes Vary en he zy a Nazaret, pehini oc’h e saludi gant ur respet bras, evit an Dignite a Vam Doue da behini e vouïe e tlie en ur moument beza hueleet, a zisclerias dezi ar Myster bras eus an Incarnation.

Da benn ur maread amser goudese e apparissas ive da Sant Joseph un Æl pehini a lavaras dezâ : Joseph, songit ez oc’h disquennet eus a lignez David, eus a behini e tle dont ar Messias ; ne d’ê quet heb dessin en deus an Autrou-Doue roet deoc’h Mari evit Pried : ar c’hrouadur pehini e deus concevet en ur fæçoun miraculus, dre vertuz ar Spered-Santel, a so Salver ar bed, Mab-uniq d’an Tad eternel, ar Messias desiret ha gorloet abaoue queit amser : rei a reot dezâ an Hano a Jesus, evit rei da aznaout dar bobl ez eo an hini a dle o frena hac o savetei.

Ar Sant-mâ en devoe an eur da velet e Salver adorabl ganet e Bethleem, ha da velet ar Bastoret hac an, tri Roue ens an Oriant o tont d’en em brosterni dirag ar C’hrouadur divin evit e adori.

Neubeut amser goude ur gonsolation quer caër, Doue en affligeas hac en emprouas, dre an tribulation, evel an aour er fournes. Un Æl en avertissas eus an intantion impy en devoa Herodes da ober mervel ar C’hrouadur divin, hac a ordrenas dezàn quemeret ar C’hrouadur hac en em savetei gant e Vam en Egypt. E resignation barfet d’an urz eus ar Brovidanç na bermetas quet deza dale ur moument : leun a feiz hac a fizianç e Doue, e partias var an heur evit an Egypt, hac e chommas eno quen a ordrenas dezàn an Æl, goude maro Herodes, distrei d’e vro. Neuse en em dennas d’e Guær a Nazaret gant ar Verc’hes santel hac ar C’hrouadur divin. Eno e veve, heb beza aznavezet, ar Famill santel-mâ, an enorapla hac ar respetapla a voe biscoas hac a ouffe beza biquen.

Sant Joseph na vanque quet d’en em renta bep bloaz gant ar Verc’hes Vari e Jerusalem evit celebri Goueliou Pasq. Jesus d’an oad a zaouzec vloaz a yeas ive gant-o evit celebri ar Gouel, hac ar Sant bras-mâ en devoe eno ar gonsolation d’e velet o tisput ous an Doctoret ebars an Templ.

An Aviel ne lavar quen deomp goudese eus a Sant Joseph, nemet penaus, o veza distroet da Nazaret, Jesus a aboisse dezan evel d’e Dad. Mæs petra ouffer lavaret caëroc’h ha gloriussoc’h evintâ hac a raë deomp aznaout guell e vilit hac e santelez dreist-ordinal, eguel lavaret eu deus Jesus-C’hrist oboisset dezàn hac en deus e garet hac enoret evel e Dad ?

Ar Miraclou bras eu deus graet an Autrou Doue dre intercession ar Sant incomparabl-mâ, hac ar graçou special a receo ar re a zeui d’e bidi, a zisquez scler penaus Jesus-Christ ne reüs netra d’an hini en deus bepret e garet evel e Dad.

Santes Theresa, pehini e devoa un devotion special evit-àn, e deus leset dre scrid guer-evit-guer ar c’homsou-mâ varlerc’h : quemeret a ris, emezy, evit Patron hac evit intercessour ar Glorius Sant Joseph ; en em recoumandi a ris dezàn, hac em eus aznavezet a c’houdevez penaus ar Sant bras-mâ en deus roet din e meur a occasion, e pere e voa quistion memes eus va enor hac eus va silvidiguez, ur sicour brassoc’h ha prountoc’h evit n’am bize credet goulen digantàn. N’em eus quet sonch em be bete vremâ goulennet graç ebet digantâ, n’am be recevet ; ha ne allan quet songeal, heb beza soueset, er graçou en deus græt Doue din dre e intercession. Re-all pere am eus alyet d’en em recoumandi dezâ, o deus en emprouet eveldon ; hac aznaout a ràn bemdez muy-oc’h-muy ar virionez eus ar pez a vercàn amâ. Pidi a ràn eta en han-Doue ar re n’em c’hredent quet d’e emproui o unan, hac e aznavezint dre experianç peguer profitabl ê derc’hel un devoiton particulier d’ar Patriach santel-mâ.

REFLEXION.

Sant Joseph a so bet caret hac enoret gant Jesus-Christ ; receo a ra en Eê cals a enor digant an Ælez ha digant ar Sænt ; pebes enor na dleomp-ni quet renta dezàn var an douar ? Pebes fizianç ha ellomp-ni quet caout en e brotection ? Concevomp santimanchou bras hac huel evit-ar Sant incomparabl-mâ : en em rejouissomp gantàn evit ar gloar en deus bet da ser vichout da Dad da Jesus-Christ var an douar : en em adressomp dezâ en hon necessiteou ; obteni a raï evidomp quement a c’houlenno en hor faver, rac Jesus-C’hrist hac èn na ell reüsi netra en Eê d’an hini da hehini, eo deus oboisset var an douar ?

Mar fell d’eomp caout ur maro mad ha mervel etre divrec’h Jesus ha Mary, evel ma varvas Sant Joseph, bezomp devot dezàn. Santes Theresa hon assur e deus recevet quement tra e deus goulennet dre milidou ar Sant bras-mâ : goulennomp digantàn ar c’hraç diveza-ze evit fin hor buez : prononçomp alies, hac ispicial var hor maro, an tri Hano caër a Jesus, Mary ha Joseph.