Buhez ar Sent/1837/Eufrasii
r Santes-mâ a oa guinidic a Gonstantinopl. He zad
hac he mam distinguet dre o Noblanç, ha muy c’hoas
dre o vertuz, goude beza offret da Zoue hor merc’h
pehini a voa ar frouez uniq eus o friedelez, a vevas
assambles, dre ur gonsantamant mutuel, evel breur
ha c’hoar, evit labourad parfetoc’h d’en em sanctifia.
Ar Vam vertuzus-se na gomse d’he merc’h nemet eus a Zoue. An horrol eus ar pec’het, dougeanç Doue, ar garantez evit Jesus-Christ a voa ar sujet ordinal eus an instructionou a ree dezi. Eufrasii, pehini e devoa ur speret hac un natur excellant, a brometas quement eus ar c’hentelliou he mam ma admire an oll he devotion d’an oad a bemp bloaz.
He Zad o veza deut da vervel, an Intànvês santel a yeas gant he merc’h en Egypt, e pelec’h e devoa madou bras pere ne servichezont dezi nemet evit ober alusennou. Ober a reas eno aznaoudeguez gant Leaneset fervant, pere ne zebrent na quic, na pesquet, na frouez, pere a yune bemdez hac a gousque var ar c’halet. O veza antreet un deiz er Gouent gant he merc’h pehini n’e devoa nemet seiz vloaz, goude beza en em antretenet ur maread-amser gant al Leaneset, e lavaras d’he merc’h e voa poent en em denna d’ar guær. Ar c’hrouadur a respontas : monet a illit, va Mam, pa bligeo gueneoc’h, mæs me ho ped d’am lesel amâ gant al Leaneset santel-mâ. Ar Superiores a lavaras dezi : ret ê, va merc’h, monet d’ho ty, rac ne chom amâ nemet ar re so en em roet-oll hac en em gonsacret da Jesus-Christ. Ar c’hrouadur en em daulas neuse var he daoulin dirag ur Grucify a oa eno, en ur lavaret : c’hui eo va Doue ha va Salver ; en em gonsacri a ran deoc’h evit bepret, o va Jesus douc ha carantezus, ha ne sortin muy ac’hann. He Mam hac ar Superiores soueset ha touichet o velet he resolution quer couraichus, a voe contraign d’e lesel er Gouent.
Eufrasii a gunduas eno ur vuez fervant, humbl ha mortifiet meurbet. Ur vuez quen innocant na viras quet na zeuas an drouc-speret d’e attaqui dre demptationou rust ha fachus bras ; mæs ar fidelite pehini e devoa d’o disolei d’e Director na servichas quet neubeut evit e renta victorius. Un devez o santout un demptation horrubl, dre behini e voa troublet he imagination ha mantret he c’halon, ez eas d’en em strinca dirag ur Groas, o lavaret en ur grial : considerit, o va Salver, ar boan hac an tourmant an anduràn ; ho pezit truez ouz an indina eus ho servichereset, pehini n’e deus quen desir nemet da bligeout deoc’h, ha pehini, en despet d’an oll arraich eus an Ifern, ne heano biquen d’ho caret gant ar sicour eus ho craç. Doue e delivras eus an demptation, hac he Ene a jouissas a-neuse eus a peoc’h bras.
Oc’h en em santout clàn, d’an oad a dregont vloaz, e recevas souden he Sacramanchou diveza gant ur fervor nevez ; hac, en ur brononç an Hano douc a Jesus hac a Vary, e aichuas ur vuez quer santel dre ur maro precius, etro ar bloaz 410.
An demptation na espern quet an eneou santela er solitud hac er C’houènchou. Penaus e illit-hu cridi e teuio an drouc-speret d’hoc’h espern e creiz trous ar bed, e creiz ho tivertissamanchou, e creiz ar c’hompaignunezou dangerus ? Ar re pere en em blich en occasionou-ze ne chezlaouont quet mouez o c’houstianç gant aôun da santout he remors ha gant aoun da droubli o fligeadurezou ; hac evelse e loncont ar pec’het evel dour, sioaz dezo !