Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Huug

Eus Wikimammenn
◄   Amedee Huug Frances a Baul   ►


Ar c’henta devez a viz Ebreul.


SANT HUUG, ESCOP.


————


Ar Sant-mâ a oa guinidic eus an Daufine. E dad, hanvet Odilon, Digentil devot meurbet, goude beza roet mercou eus e gouraich e servich ar Roue, en em retiras en ur Gouent, d’an oad a zaouzec vloas ha tri-uguent, evit aichui eno e vuez. Er Gouent-se e vevas c’hoas trivec’h vloaz er pratiq eus ar brassa pinigen, hac e varvas etre divrec’h e Vab Sant Huug, Escop en amser-se eus a Grenobl, digant pehini en devoa ive recevet an diveza sacramanchou.

E Vam vertuzus a braticas en he zy an oll vertuziou e devize pratiquet en ur Gouent : rei a ree d’an Oræsoun ha d’an euvrou-mad an oll amser a chomme gant-y goude beza lequeet urz en he zieguez. He modesti, he devotion hac he alusennou bras e rentas souden an exempl hac ar squer eus ar graguez cristen. O veza couezet clan, e desiras guelet he Mab. Dont a eureu, hac e assista a reas var he maro. An Escop santel-mâ en devoe ar gonsolation de velet o vervel, ec’his ur santes, ur Vam pehini e devoa e quelennet gant quement a sourci, e dougeanç Doue, ha pehini e devoa roet dezâ quellies a exempl vad.

Sant Huug, goude beza tremenet he yaouanctis en ur burete angeliq, a voe græt Chaloni eus ar Guær a Valance. E vuez exemplus hac edifiant er stad-se a reas da habitantet Grenobl er goulen evit o Escop, digant al Legat eus ar Pap Gregor seizvet. Al Legat en accordas dezo gant seul vuy a joa ma aznaye guell evit nicun e vertuziou excellant ; mæs ne voe quet quer facil resolvi ar Sant da accepti ar garg-se. E humilile a reas dezàn mont souden da gaout al Legat ha d’e bidi gant cals a zaëlou d’en dispansi a guemense ; mæs al Legat en em servichas eus e oll autorite evit e obligea da accepti ar Garg.

Pa entreas en e Ilis, e galon a voe mantret o velet ar stad truezus e pehini e cavas e Escopti. An usurerez ha peb seurt dissolution a oa commun etouez ar bopl. Ar Pastor santel a reas e oll bossubl evit calmi ar goler a Zoue ; tremen a ree cals amser en deiz hac en nos o vouela var an disurz eus e bopl ; hac e quemere cals a boan da instrui ha da exhorti pep-unan, particulieramant ar re ignorant. Doue a chezlaouas e beden hac a roas un hevelep benediction d’e labour ma voe guelet heb dale ur cenchamant bras etouez an oll.

Ar Prelat vertuzus-mâ eo a roas da Sant Bruno ur plaç en e Escopti hanvet Chartreus, e pelec’h e savas ar c’henta Couent eus e Urz. Er Gouent-se e tremene an Escop santel an amser a chomme gantàn goude beza en em acquitet eus e labourou pastoral. Queit ha ma vise eno, e veve ec’his ar Religiuset ; ober a ree ar memes mortificationou, ha n’en em zistingue en o zouez nemet dre e fervor dreist-ordinal. Pa vize en e dy e unan, e cundue casi ar memes vuez ; e yuniou a oa continuel, e zispign hac e veubl a oa dister, evit gallout rei gant muy a larguentez d’ar beaurien. Quer mortifiet ha quer reservet ez oa en e sellou, ma rapporter penaus epad hanter-cant vloaz ma voe Escop, ne sellas morse ous ur vreg en he fac ; labourad a ree da unani ar re a oa savet division etrezo, hac e ober a ree quer calonnec, ma en em daule eharz o zreit evit o angagei d’en em reconcilia ; en ur coess pec’herien bras, e scuille ur mor a zaëlou, o tisquez dezo dre eno ar pez a dlient da ober o-unan.

Doue, evit purifia muy-oc’h-muy e galon, a bermetas ma voe tourmantet epad daou-uguent vloaz gant temptationou rust hac humiliant, ous pere e resistas bepret gant ur gouraich ferm ha constant ; ouspen-ze e souffras un drouc penn casi continuel, epad ouspen tregont vloaz.

En e glènvet diveza en devoa bepret dirag e zaoulagat e Grucify hac Imaich ; ar Verc’hes Vari. Pa zeue da vorery, ne oa ret nemet prononç dirazàn an Hano santel a Jesus hac a Vari evit e zihuna.

Ne ancoueas quet ar beaurien er moument diveza-ze, hac o tesirout mervel, paouroc’h c’hoas evit-o, a ordrenas distribui dezo quement tra a oa chomet gantàn. Erfin, oaget a bevar-uguent vloaz, ha leun a vilidou, e rentas e ene da Zoue er bloaz 1132.

REFLEXION.

Tad Sant Huug hac e Vam o deus bet ar gonsolation gaër da veza bet assistet var o maro gant o mab, pehini a oa un Escop quer santel. Militet o devoa, ar gonsolation-ze dre an exempl vad ha dre an descadurez cristen o devoa roet dezâ en e yaouanctis. Ha c’hui a fell deoc’h receo consolation digant ho pugale ? Instruit-o mad, inspirit dezo abred dougeanç ha carantez Doue, ha certen o devezo dougeanç, respet ha carantez evidoc’h. Ur c’hrouadur desquet-mad, ur c’hrouadur fur a so gloar ha countantamant e dad hac e vam, evel ur mab goal desquet, ur mab mechant ha libertin a vezo abred pe diveat o disenor hac o brassa chagrin.